PhotoCV LCG juin2017

© E. Pain

Ganet e oa Loïg Chesnais-Girard e 1977 e Lannion ha bevet en doa e vugaleaj e Trebeurden ha goude-se e Sant-Yowan-an-Havreg, a-raok mont gant e dud da chom da Liverieg. Graet en deus e studioù e Skol-veur Roazhon 1 ha tapet en deus un DSUA Arc’hant an Embregerezhioù.

Hentad micherel

Implijet e oa en ur stroll bank adalek 2002, lec’h ma reas meur a vicher betek 2010, en o zouez bezañ karget eus ar pratikoù embregerezhioù. Goude-se en em lakaas e-maez a garg evit en em ouestlañ da vat d’e respet e Kuzul-rannvro Breizh gant Jean-Yves Le Drian.

Hentad politikel

E 1993 e voe krog Loïg Chesnais-Girard da vont e-barzh ar jeu e servij ar geoded pa grouas ar gevredigezh « Pourquoi Pas ? » a oa he fal reiñ muioc’h a blas d’ar yaouankiz e buhez ar geoded. Da-heul an oberoù-se e voe dilennet kuzulier-kêr e Liverieg e 1995, hag eñ 18 vloaz. Kuzulier-kêr dileuriet evit ar yaouankiz e oa betek 2002, ha goude-se eilmaer karget eus ar c’hêraozañ hag an ekonomiezh etre 2002 ha 2008. E 2008 e teuas da vezañ maer Liverieg, hag eñ 30 vloaz, hag addilennet e voe e miz Meurzh 2014.

Evit brudañ an ekonomiezh hag an implij en e gumun ez eas asambles gant Jean-Yves Le Drian betek Tokyo, abalamour da welet renerien ar stroll japanat Canon, a zo staliet e Liverieg. War-lerc’h ar veaj-se e kinnigas Jean-Yves Le Drian da Loïg Chesnais-Girard mont war e listenn evit an dilennadegoù rannvro e 2010. Da-geñver dilennadegoù rannvro 2015 e oa rener kabaliñ ha mouezh aotreet al listenn.

Kargoù politikel er C’huzul-rannvro

Besprezidant ar C’huzul-rannro evit an ekonomiezh hag an neveziñ e voe adalek 2012. Pa voe addilennet Jean-Yves Le Drian e penn ar Rannvro e miz Kerzu 2015 e oa bet anvet da gentañ besprezidant dileuriet evit an ekonomiezh, an neveziñ, an dedennañ. Da neuze e rae war-dro kenurzhiañ an 53 dilennad eus ar muianiver hag a oa rannet etre 4 gronn politikel.

Kaset en deus meur a chanter pouezus-bras evit ar Rannvro da benn : ren strategiezh an diorren ekonomikel, kreñvaat hag eeunaat ar skoazelloù evit diorren an embregerezhioù, lañsañ kevelerezhioù start gant ar bed ekonomikel. Graet en deus ivez war-dro treuzfurmiñ an ensavadur rannvroel diouzh ar c’hefridioù nevez ha war-dro ar c’hevelerezh gant an etrekumuniezhoù e Breizh.


Modifié le


Partagez ce contenu