Terkañ an tiriad
Krouet eo bet Diazezadur publik breizhat ar font a-benn ar fin !

Emañ dekred krouiñ Diazezadur Publik ar Font (DPF) e Breizh o paouez bezañ degemeret, goude bezañ bet gortozet e-pad pemp bloaz. Gortozet e oa ar benveg-se gant ar Rannvro evit terkañ an tiriad en un doare kengret. Kerkent hag an hañv-mañ ez aio en-dro.

Evit talañ ouzh ar bec'h war an douaroù, zo liammet ouzh kresk ar boblañs e Breizh, e oa krog ar Rannvro, abaoe 2004, da vodañ an holl strollegezhioù eus Breizh evit krouiñ un DPF rannvroel. Setu petra eo kefridi ar benveg-se : kuzuliañ ha harpañ ar strollegezhioù da brenañ tachennoù er priz marc'hadmatañ evit gallout kas o raktresoù da benn. Krouiñ lojeizoù skoazellet, terkañ evit diorren an armerzh hag al labour-douar, gwareziñ ha talvoudekaat takadoù naturel, dastreiñ ar fraostoù greantel : gant an holl dachennoù-se e pledo an DPF evit dilennidi Breizh.

A-raok pell ez aio an DPF en-dro

Fiziañs he deus ar Rannvro bremañ e vo lakaet pep tra e pleustr evit ma'z aio an DPF en-dro adalek an hañv. Eus he zu he deus graet he soñj dija da lakaat 3,1 M€ e budjed an DPF. Evit ar pal resis-mañ : reiñ an tu d'an diazezadur d'ober buan war-dro prenañ an tachennoù kentañ, evit terkañ ha diorren an holl diriadoù eus Breizh.