sevenadur ha tiriad
Breizh a fell dezhi reiñ lañs d’an tavarnioù levrdioù a zo enni

Ar sizhun dremenet he doa divizet ar Rannvro kendelc’her ar c’henemglev evit tri bloaz gant Kreizenn vroadel al lizhiri (KBL). Er c’henemglev-se evit Breizh e lakaer ar pouez, dreist-holl, war ar sikour roet d’al levrdioù dizalc’h ha d’an tavarnioù levrdioù a vez o-unan a-wechoù o telc’her da zegas ur vuhez sevenadurel e lec’hioù war ar maez.

Café librairie
Yannick Derennes - CRT Bretagne

Petra a ra da Vreizh bezañ disheñvel diouzh ar rannvroioù all eus Frañs e-keñver al lennegezh ? Ur c’hoant da lenn a-dra-sur (n’eus ken sellet pegen stank eo ar skrivagnerien, an tiez-embann, ar festivalioù ha saloñsoù al levrioù) hag ivez, dreist-holl, ur rouedad levrdioù dizalc’h startijenn ganto : ouzhpenn 150 stal-levrioù ma c’hall lennerien ha skrivagnerien daremprediñ ha komz an eil re gant ar re all a-hed ar bloaz. Ar perzh dibar all e Breizh eo an tavarnioù levrdioù a gaver stank, stalioù war ar maez hag a werzh traoù a bep seurt ivez evit an darn vrasañ anezho. Bodet in en ur c’hevread zoken, Calibreizh e anv : ennañ ez eus seitek tavarn levrdi hiziv an deiz. Ar rouedad nemeti evit ur rannvro eo war an dachenn-se.

Jean-Michel Le Boulanger : «Sevenadur ha plijadur en tavarnioù levrdioù !»

Commerce, culture et librairie from Région Bretagne on Vimeo.

Ar pal : diazezañ ur vuhez sevenadurel en tachadoù war ar maez

E penn kentañ miz Mezheven he doa divizet ar Rannvro kendelc’her he c’henemglev KBL en ur zelc’her gant e berzhioù dibar : e Breizh e fell d’ar Rannvro reiñ ur skoazell a bouez d’al levrdioù dizalc’h, d’ar chomadennoù skrivagnerien ha, en un doare hollek, da gement obererezh savet er c’hornadoù war ar maez en-dro d’al levrioù ha d’ar sevenadur. Er c’henemglev-se (380 000 € ar bloaz) e lakaer ar pouez war dri zra bennañ :

  • Frammañ rouedadoù tud a vicher, evel Calibreizh
  • Sikour chomadennoù skrivagnerien, a vez muioc’h-mui anezho e Breizh
  • Ar raktresoù evit digeriñ stalioù ma werzher a bep seurt traoù, ha levrioù da gentañ-penn, pa’z eo gant ar stalioù seurt-se hepken e c’haller delc’her gant ur vuhez sevenadurel e lec’hioù zo war ar maez.

Ur politikerezh al levrioù e Breizh

Roet e vez ur skoazell difer da chadenn al levrioù en he fezh evit sikour diorren ar vuhez lennegezh hag ekonomiezh al levrioù e Breizh : sikourioù evit ar programmoù embann hag evit skignañ katalogoù, sikour raktresoù al levrdiourien, skoazelloù evit ar frammoù hag a ra war-dro chomadennoù skrivagnerien ha darvoudoù lennegel… Daou bal war ar memes tro zo gant skoazelloù ar Rannvro d’al levrdioù evit sikour anezho en o labour pouezus-kaer e-touez an dud : sikour anezho da gas oberoù da benn da-geñver o raktresoù sevenadurel (da welet diwar ur programm abadennoù evit ur bloaz) ha postañ arc’hant evit solutaat o embregerezhioù.