Mor
Deuit da welet kreizenn dizoleiñ porzh Brest

Ma fell deoc’h anaout pep tra diwar-benn ar porzh, e istor, an obererezhioù a vez ennañ hag ar chanter war ar stern eno hag a lakay anezhañ da vezañ gwelloc’h evit kevezañ ouzh ar porzhioù all ha da zegemer industriezhoù an energiezhioù mor, kit da welet kreizenn dizoleiñ porzh Brest !

espace découverte du port de brest
Emmanuel Pain

Petra a ya d’ober ar raktres diorren ? Petra zo e dalc’h a-fet ekonomiezh hag endro ? Peseurt neuz a vo gant tachenn ar porzh war-lerc’h al labourioù ? Petra eo an energiezhioù mor nevezadus (EMN) ? Kinnig a reer, gant ar greizenn dizoleiñ a yay en-dro diouzh lusk ar chanter (2016-2020), respont d’an holl c’houlennoù-se. Gweloù trimentek eus ar raktres, skeudennoù kozh eus ar porzh, fiñvskeudennoù niverel (gwirvoud kresket pe galloudel...), videoioù... El lec’h-se, 180 m2 dezhañ, e konter, gant doareoù a bep seurt, istor ar porzh hag ar mod eo emdroet, ha diskouez a reer an obererezhioù nevez liammet ouzh an EMN a vo roet bod dezho evel zo dleet e Brest.

 

Mat da c’houzout :
Chomlec’h : 12 kae Armand Considère e Brest
Mont e-barzh frank ha digoust
E-kerzh ar bloaz : Sadorn ha Sul, 10e-12e ha 2e-6e
Vakañsoù skol : Merc’her, Sadorn ha Sul, 10e-12e ha 2e-6e Strolladoù tud ha skolioù : ret goulenn en a-raok
Padout a ra ar weladenn war-dro 30 munut

Tags : Mer Transport

Publié le


Partagez ce contenu