Stummañ hag implij
Ur steuñv nevez evit ar stummañ hag an he؜ñchañ war ar micherioù

D’al Lun 10 a viz Gouere eo bet sinet kevrat steuñv ar rannvro evit diorren ar stummadurioù hag an heñchañ war ar micherioù (CPRDFOP) evit 2017-2022. Ar steuñv-se, graet evit diorren ar stummañ kentañ ha dibaouez, zo digor d’ur bern tud ha dek chanter a ya d’ober anezhañ.

Jeune femme menuisière
Tro Breizh

Gant ar steuñv nevez evit ar stummañ hag an he؜ñchañ war ar micherioù (CPRDFOP) eo termenet ar palioù a zo boutin d’an holl obererien karget eus ar stummañ e Breizh. Diazezet eo war dri soñj pennañ : an hollvedelezh, rakwelet hag arnodiñ. Savet eo bet ar sturfollenn-mañ gant ar Rannvro, ar Stad, ar gevelerien sokial hag an obererien war dachenn an implij, ar stummañ hag an heñchañ war ar micherioù. Talvout a ra evit c’hwec’h vloaz ha graet eo evit ur bern tud : liseidi, studierien, deskidi, klaskerien labour, gopridi… Graet eo evit mont diouzh ar patrom ekonomikel ha sokial a cheñch buanoc’h-buan, abalamour da sikour gwelloc’h an holl da sevel ha da gas o raktres micherel da benn. Daou bal meur zo lakaet da dremen da gentañ-penn :

  • ober diouzh ma c’hallo an holl kaout o hentad personelaet evit perzhekaat hag emdreiñ er bed micherel etrezek ul labour pe e diabarzh o labour

  • lakaat ar barregezhioù da uhelaat gant ar stummañ, ha diwar se reiñ lañs d’an ekonomiezh e Breizh.

Ouzhpenn-se e teu ur pal hag a sell ouzh an holl dachennoù : lakaat ar cheñchamant niverel da reiñ muioc’h a lañs d’ar cheñchamantoù a-fet an endro ha da gevezusted an embregerezhioù, ha da wellaat ar stummañ hag an heñchañ.

Dek chanter bras

Ur benveg d’ar Rannvro da genurzhiañ ar gennadoù ha da ren an obererezhioù eo ar CRDFOP. Lakaet ez eus bet dek chanter bras tematek war wel, liammet da vat ouzh politikerezh an implij hag an diorren ekonomikel :

  • Chanter 1 - Lakaat sevel un diagnostik implij-barregezhioù a-stroll

  • Chanter 2 - Mont muioc’h war-zu sevel ar c’hartennoù stummañ

  • Chanter 3 - Diazezañ ur Servij Publik Rannvroel evit an Heñchañ hag an Emdreiñ Micherel giz nevez

  • Chanter 4 - Diorren an deskardelezh

  • Chanter 5 - Gwarantiñ d’an holl e vo digor ha solutaet ar gouiziegezhioù diazez ha talañ ouzh ar frailh niverel a c’hallfe degouezhout

  • Chanter 6 - Kinnig stummadurioù evit hentadoù eeunoc’h

  • Chanter 7 - Mirout ouzh an hentadoù krog-diskrog ha sikour suraat anezho

  • Chanter 8 - Tennañ hor mad ar gwellañ eus barregezhioù an dud ha diorren ar pezh a zo stag ouzh ar GTEC (merañ en tiriad an implijoù hag ar barregezhioù) evit skoazellañ muioc’h an embregerezhioù e Breizh

  • Chanter 9 - Diorren al luskoù er gennad-mañ-gennad da-geñver ur c’hevratelañ nevesaet gant ar skourroù micherel

  • Chanter 10 - Harpañ an ingalded etre ar merc’hed hag ar baotred

Sinadur ar Steuñv

En em vodañ a ray Loïg Chesnais-Girard, prezidant ar C’huzul-rannvro, Christophe Mirmand, prefed Rannvro Breizh, ar pennadurezhioù akademek hag ar gevelerien sokial evit sinañ ar CPRDFOP nevez d’an 10 a viz Gouere er C’huzul-rannvro, 9 straed Martenot.

Tags : Emploi Formation

Publié le


Partagez ce contenu