Skoazell gant ar Rannvro
Ar Rannvro a skoazell an dud yaouank hep nemeur a ziplomoù a zo e koñje keodedek

Muioc’h-mui a dud yaouank a vez oc’h ober ur c’hoñje keodedek. Ar pezh zo, gwelet a reer n’int ket stank oc’h ober kemend-all e-touez ar re yaouank ha n’o deus ket kalz diplomoù. Abalamour da vroudañ anezho da vont war an hent-se he deus divizet ar Rannvro reiñ skoazelloù arc’hant d’ar c’hevredigezhioù a zegemer anezho.

Chantier international de jeunes bénévoles à Bain-sur-Oust
Pascal Perrenec

Berzh a ra ar c’hoñje keodedek ! Muioc’h-mui a dud yaouank youlek etre 16 ha 25 bloaz a engouestl e kefridioù evit mad an holl e-pad chwec’h pe daouzek miz. Ha pa vez graet berzh gant ar c’hoñje keodedek e-touez an dud yaouank diplomet, n’int ket stank oc’h ober kemend-all e-touez ar re yaouank hag o deus diskroget diouzh ar skol, pell ac’hano. Ned a ar re diwezhañ-se d’ober nemet 12 % eus an dud a laka o anv er c’hoñje keodedek. War an 3 171 a Vreizhiz engouestlet e 2016 e oa 334 hepken hag a oa sellet evel tud hag o deus diskroget diouzh ar skol. Ouzhpenn-se e vez berr an amzer hag ar peadra a-wechoù gant ar 552 aozadur a zegemer anezho e Breizh evit gallout harpañ anezho en o c’hefridioù. Abalamour da vroudañ ar c’hevredigezhioù-se da duta re yaouank hep nemeur a ziplomoù he deus divizet ar Rannvro reiñ skoazelloù arc’hant dezho.

Roet e vez ur skoazell gant ar Rannvro d’an aozadurioù degemer

100 000 a euroioù, setu ar sammad a zo bet lakaet evit ar stignad nevez-mañ ! Divizet he deus ar Rannvro reiñ pep a skoaziad d’an aozadurioù degemer abalamour d’aesaat dezho kemer tud yaouank hep nemeur a ziplomoù e koñje keodedek. Rak poan o dez an aozadurioù-se o kavout amzer ha peadra da stummañ ar re yaouank-se hag a zo aet e-maez ar reizhiad skol. Ezhomm a vez 4 eur 30 well-wazh evit stummañ un den yaouank diplomet, e-lec’h un devezh evit unan all ha n’eo ket diplomet. Rak-se e vez an aozadurioù etre daou soñj a-raok tuta unan anezho. Graet eo ar skoazelloù roet d’ar c’hevredigezhioù ha d’an aozadurioù degemer evit degas un diskoulm aze. N’eus droed da gaout nemet pep a bemp skoazell evit koñjeoù keodedek dre gevredigezh. Ar skoazelloù zo skoaziadoù 115 € dre zen yaouank dre viz. Ne sell ar stignad nemet ouzh an aozadurioù a zegemer tud yaouank ha n’o deus ket tapet ar Vachelouriezh nag ar Vachelouriezh vicherel, nag ar CAP. Ar pal, en amzer-da-zont, eo lakaat ar c’hoñje keodedek da gas ar re yaouank diskroget diouzh ar skol war-zu ur vicher.
Ar skoaziadoù rannvro-se a c’hallo bezañ roet evit ar c’hoñjeoù keodedek kroget etre an 2 a viz Mae hag an 31 a viz Here 2017.

Rannvro Breizh hag ar c’hoñje keodedek
Skoazellet e oa bet ar c’hoñje keodedek broadel gant ar Rannvro etre 2012 ha 2015, dre ur skoaziadenn 100 € ar miz roet d’ar re yaouank a oa gant ur gefridi bennak e kevredigezhioù hag a laboure war un dachenn lakaet da dachenn bennañ gant ar strollegezh : skoazell er skol, tud nammet, endro.
E-pad an 3 bloaz-se ez eus bet sikouret 605 a Vreizhiz yaouank. Lakaet e oa bet fin d’ar stignad-se e dibenn 2015.

 

Tags : Jeunes Formation

Publié le


Partagez ce contenu