Deskardelezh e Breizh
Ha soñjet ho peus tuta un deskard(ez) ?

« Ha soñjet ho peus tuta un deskard(ez) ? » : ur c’houlzad boulc’het gant Rannvro Breizh, e karg eus an deskardelezh, a ginnig, er sizhun-mañ, d’an embregerezhioù ha d’ar c’hevredigezhioù kaout skoazelloù rannvroel evit enfredañ deskard(ez)ed er gennad prevez pe publik. Perak ne rafec’h ket ?

An deskardelezh, eus an TGM* betek ar vachelouriezh +5, zo ur filierenn glok a stummadur a-zoare hag ur respont d’ar cheñchamantoù a c’hoarvez e Breizh war dachenn an ekonomiezh. Triwec’h miz goude fin o stummadur ez eus bet kavet labour gant ouzhpenn 75 % eus an deskard(ez)ed en unan eus an 310 micher a c’haller mont warno gant ar stummañ a-bep-eil. Bep bloaz e vez choazet gant tost da 18 000 a Vretonezed hag a Vretoned yaouank mont evel-se war-zu an deskardiñ en unan eus 38 KSD** rannvroel.

*TGM = testeni gouested vicherel
** KSD = kreizenn stummañ an deskarded

Ur c’houlzad evit brudañ an deskardelezh

Setu perak e ra ar Rannvro evit an deskardelezh. Pal ar c’houlzad lañset er sizhun-mañ eo broudañ an embregerezhioù eus Breizh da duda deskard(ez)ed. Ar c’helenn teorikel ha micherel war un dro zo ur formulenn ma vez gounit an holl, an deskardezed hag an deskarded koulz hag an implijerien, hag a c’hall kaout meur a skoazell gant ar Rannvro. An deskard(ez)ed, anezho danvez kenlabourerien hag a blij d’an dud a vicher (adprenerien EBToù zoken), eo an amzer da zont evit kalz embregerezhioù.

*EBT = embregerezh bihan-tre