Divizoù gant ar Rannvro
Pep tra diwar-benn ar budjed evit 2017

D’an 9, 10 hag 11 a viz C’hwevrer e oa bet breutaet gant an 83 dilennad eus ar Rannvro, ha degemeret ar budjed rannvroel evit 2017 : ur budjed 1,62 miliard €, brasoc’h eget hini ar bloavezh kent. Kit da welet doareoù pennañ ar budjed-se hag an holl vreutadegoù e video war bretagne.bzh.

Elus dans l'hémicycle régional
Emmanuel Pain

Savet eo bet ar budjed evit 2017 en-dro da c’hwech mennad bras. Kresket eo bet e-keñver hini 2016 evit lakaat da dalvezout an adreizh tiriadel hag an treuzkas kefridioù abalamour da honnezh. Busoù evit mont d’ar skol hag etre ar c’hêrioù, bagoù evit mont d’an inizi, treuzkas 19 porzh Breizh ha merañ an tretañ lastez : sed aze ar c’hefridioù nevez a zo bet fiziet er Rannvro. 

Ar pep pennañ eus ar budjed evit 2017

Doareoù pennañ ar budjed

Prezegenn-digeriñ ar prezidant

Ar breutadegoù e video

Ar rubrikenn budjed

 

Roll-labour an dalc’h evit ar budjed :

Budjed kentañ 2017 :

Sujedoù all :
- War-zu un aozadur nevez eus an obererezh publik rannvroel evit a sell ouzh an diorren ekonomikel : stagadennoù ouzh Brastres rannvroel an diorren ekonomikel, an neveziñ hag etrebroadeladur an embregerezhioù 
- Politikerezh ar prenañ e servij an ekonomiezh : war-zu ur c’hevelerezh evit urzhiadoù publik digor
- Sevel ar BRTDPIT (Brastres rannvroel an terkerezh, an diorren padus hag ingalded an tiriadoù) : Breizh e-kreiz ar cheñchamantoù 
- Brastres-ren font al liseoù publik – Steuñv oberoù 2017 - 2018 
- Mererezh ar bodadegoù – Keidañ an dileuriadurioù er Bodad-pad – Emglev gant ar Stad evit pelldreuzkas an aktaoù 
- Rentañ-kont eus dileuriadur ar Prezidant war dachenn ar marc’hadoù publik 
- Rentañ-kont eus dileuriadur ar Prezidant evit mont dirak al lezioù-barn




Tags : Assemblée

Publié le


Partagez ce contenu