Darvoud
Emgavioù rannvroel ar brezhoneg

Lavaret e oa bet d’ar gevelerien bublik, d’ar re brevez ha d’ar c’hevredigezhioù dont da Roazhon d’ar 15 a viz Here evit Emgavioù rannvroel ar brezhoneg. Un abadenn evit ober ar bilañs eus ar politikerezh-yezh lakaet war-sav gant ar Rannvro.

Adultes dans une centre de formation à la langue bretonne
Pascal Pérennec

Gortoz a raed 150 a dud en devezh labour-se aozet gant ar Rannvro diwar-benn ar brezhoneg. Gant Loïg Chesnais-Girard, kentañ besprezidant ar Rannvro karget eus an ekonomiezh, an dedennusted hag an neveziñ, ha Lena Louarn, besprezidantez evit yezhoù Breizh, e oa bet pedet kevelerien ar Rannvro da gaozeal diwar-benn an doare da startaat ar politikerezh-yezh. Setu m’en doa gallet pep hini displegañ petra e oa o c’hortoz hag ober kinnigoù en atalieroù ma oa bet labouret asambles :

  • an deskadurezh e brezhoneg ha kelenn ar brezhoneg ;

  • ar stummañ micherel, dibaouez ha personel ouzh ar brezhoneg ; 

  • ar vuhez foran ha plas ar brezhoneg er gevredigezh ;

  • ar brezhoneg er mediaoù hag en niverel ;

  • pleustr ar sevenadur e brezhoneg.