Embregerezhioù
Ar Rannvro a skoazell EBE Breizh

Rannvro Breizh a ro harp da rouedad ekonomikel Breizh dre sikour embregerezhioù Breizh gant meur a stignad evel ar "prest kresk" nevez d’an Embregerezhioù Bihan-Tre (EBT), ar stignad Efedusted EBE Breizh, ar font BRIT... Setu tro ar skoaziadoù d’an EBT / EBE p’emeur o lidañ dek vloaz ar font BRIT.

Entreprise Cordon electronics
Stéphane Cuisset

Un dra dibar da Vreizh eo : hag int niverus-tre, e c’holo an EBT an tiriad en e bezh hag e kemeront ur perzh bras evit derc’hel ur vuhez lec’hel hag an implijoù ! Ar Rannvro hag a zo marc’h-blein an diorren ekonomikel a oa dleet dezhi lakaat war-sav ur benveg arc’hantaouiñ da gadarnaat o diorren. Ur prest bank etre 10 hag 50 000€/bloaz, kenwarantet war-bouez 70% : sed aze ar pezh a ginnig ar prest perzhiañ nevez-flamm-mañ, 2 vilion a eurioù o vont d’ober anezhañ. Ar pal : ambroug, a drugarez d’an efed loc’h a zeu diwarnañ er bankoù, en tu-hont da 250 embregerezh ar bloaz dre reiñ 10 M€ a brestoù… hag aesaat o lusk kreskiñ. Dre plateforme de prêt e c’hallint ober o goulennoù enlinenn.

Pegement ?

Bez e c’hallo ar prest bezañ etre 10 000 et 50 000 € war bemp bloaz, unan anezho gant kevala ampellet. A-well eo e feur, a drugarez da skoazell ar Rannvro. N’eus ket anv nag a arc’hant-kred personel nag a warant. Sellet e vez ouzh ar prest evel ouzh fontoù piaouel hag a zeu da greñvaat framm arc’hantaouiñ an embregerezh hep disteraat e varregezh kemer dle.

Evit piv ?

An holl EBT hag EBE eus 3 da 50 goprad, e forzh peseurt gennad obererezh e vefe, gant ma vint bet savet muioc’h eget tri bloaz zo ha ma vint lec’hiet pe e soñj bezañ lec’hiet e Breizh, a c’hall goulenn ar prest-mañ.

Evit peseurt postadurioù ?

Gant ar prest kreskiñ e vez arc’hantaouet postadurioù dizanvezel pe korfel dister o zalvoud gouestl : kempennadurioù evit bezañ diouzh ar reoladoù, doujañ an endro pe gwellaat ar surentez ; stummañ skipailhoù produiñ pe kenwerzhañ, mizoù imbourc’hiñ ha brudañ ; dafar empennet ha sevenet gant an embregerezh evit e ezhommoù dezhañ e-unan…Ne gemerer ket e kont avat ar gwezhiadennoù postañ evit adframmadurioù kellidel, evit kreskiñ en diavaez pe evit treuzkas.

Ur c’hevelerezh arc’hantaouiñ klokaus ha ret

Rankout a ra e sammad bezañ kevatal da nebeutañ da hini ar Prest Kreskiñ EBT Breizh. Bez’e c’hall bezañ ur prest bank, un degasadenn gevala pe un degasadenn e fontoù kazi piaouel (prestoù perzhiañ, endalc’hennoù a c’haller lakaat da vezañ kevrannoù) pe un arc’hantaouiñ perzhiañ dre ur savenn crowdfunding.

Ar Rannvro a ambroug kresk an EBE

Ar steuñv a-ziforc’h bet degemeret gant ar Rannvro e miz Mezheven diwezhañ (ar « prest kreskiñ EBT Breizh » o vezañ an « tamm » kentañ anezhañ) en deus da bal skoazellañ an EBE en o raktresoù diorren : krouiñ, barregezh da neveziñ, treuzkas… Dont a ra da glokaat ar chadenn ambroug publik gouestlet d’an embregerezhioù (EBT, EBE, EME…) hag a bost arc’hant da vareoù diseurt eus o c’hresk. Ur redi eo hag a zo liammet ouzh al lezenn NOTRe kreñvaet ganti perzh ar Rannvroioù evit ar pezh a sell ouzh an ekonomiezh met a laka da chom a-sav ivez skoazelloù eeun an Departamantoù d’an embregerezhioù, EBT, re ar c’henwerzh hag an artizanerezh dreist-holl. Gallout a ra ar prest kreskiñ nevez dont da glokaat arc’hantadurioù lec’hel kinniget gant an diazezadurioù publik a genlabour etrekumunel (DPKE) ha meret asambles gant an oberataerien ekonomikel (savennoù intrudu lec’hel, kambroù koñsulel, kambroù ar micherioù…)