Stummerezh ha labour
Brudadeg rannvroel « Ur gwir eo en em stummañ, un dle eo ho ambroug »

Ur benngartenn eo bezañ stummet evit adkavout pe cheñch labour ! Ur vrudadeg evit reiñ c’hoant d’ar Vretoned d’en em stummañ a vez kaset en-dro etre an 12 a viz Gwengolo hag ar 4 a viz Here gant Rannvro Breizh hag a zo atebek war ar stummerezh dibaouez.

Visuel campagne
agence DDB

Ur benveg dispar e servij an holl eo ar stummerezh : gallout a ra sikour an dud da gavout labour en-dro pe da virout o labour ha mont da harpañ cheñchamantoù armerzhel Breizh. Sklaer eo kement-mañ d’ar Rannvro hag a zo karget da aozañ ar stummerezh e Breizh (520 M€ bep bloaz). He steuñv « 47 000 stummadur evit ar glaskerien labour e Breizh », diazezet war ar steuñv broadel bet roet lañs dezhañ e miz Meurzh tremen, a dalvezo da sikour 20 % eus ar glaskerien labour da gaout ur stummadur micherelaat.

Camapagne formation - chaudronnier 800

E-pad ur miz e sacher evezh holl annezidi Breizh gant ur vrudadeg (fiziet en ajañs DDB) e kazetennoù ar rannvro ha dre ar web. Ar pal eo lakaat an dud da gompren ez eo ar stummerezh ur gwir benngartenn evit adkavout labour peotramant evit en em varrekaat, en em azasaat pe cheñch micher, hag ivez degas da soñj ez eo ar Rannvro un oberour meur er stummerezh a-hed ar vuhez, e servij al labour.

Dibab ur ger-stur kreñv ha dedennus

« Gwechall e oan dilabour, bremañ on minter », « Bremañ on mestrez-labourioù, en amzer-da-zont e vin mestrez-ostaleri » : daou hewel o leurenniñ paotred pe merc’hed gant kemennoù da sachañ evezh ar glaskerien labour koulz hag an dud war o micher. Ur ger-stur kreñv a ya da gadarnaat oberiantiz youlek ar Rannvro evit ar stummañ : « Ur gwir eo en em stummañ, un dle eo hoc’h ambroug »

Brudadeg : Ajañs DDB

 

Tags : Emploi Formation

Publié le


Partagez ce contenu