Madoù diloc’h
Breizh Immo : ur benveg nevez evit harpañ an embregerezhioù

Goude Breizh Up hag a ro arc’hant d’an neveziñ, setu bremañ ur benveg nevez all, Breizh Immo, ur benveg kenbostañ evit harpañ an embregerezhioù hag an tiriadoù da gas o raktresoù da benn dre genarc’hantaouiñ oberiadennoù war savadurioù. D’ar Gwener 18 a viz Meurzh e oa bet roet lañs dezhañ.


Kevranneien Breizh Immo Rannvro Breizh Région Bretagne

Breizh Immo zo ur framm nevez a bled gant madoù diloc’h an embregerezhioù e Breizh a-bezh. Dre ma vez ezhomm madoù diloc’h gant an embregerezhioù hag an tiriadoù eo deuet ar soñj sevel ar font kenbostañ-se da Rannvro Breizh, Renerezh-rannvro ar C’hef fiziañ hag ar C’hevredad armerzh kemmesk evit terkañ hag aveiñ Breizh. Sikour da gas raktresoù industriel da benn eo pal ar benveg nevez-se, dre genarc’hantaouiñ oberiadennoù war savadurioù, pand eo gwir eo stank an obererien ekonomikel na fell ket dezho ken akuizitañ pe arc’hantaouiñ o raktresoù en o-unan. Gant Breizh Immo e vo sikouret ar c’hreantourien, ar bosterien pe obererien ekonomikel all eus an tiriad da genbostañ, ha kemeret perzh en taol-lañs a c’hell bezañ arc’hantaouiñ raktresoù meur evit degas labour er vro.

Strollad Kengredit Arkéa, strollad Kef Espern Breizh Broioù al Liger hag ar peder C’hambr koñsulel e Brest, Kemper, Roazhon hag en Aodoù-an-Arvor, zo kevelet gant Breizh Immo ivez.


Tags : Entreprise

Publié le


Partagez ce contenu