Darvoud
Krog eo "miz ar stummañ"

Eus ar 7 betek ar 25 a viz Meurzh e aoz ar Rannvro devezhioù "dorioù digor" e 25 aozadur stummañ eus diazad Roazhon. Aozet eo an dra-se evit ar frammoù a ra war-dro kuzuliañ, ambroug ha stummañ an dud dilabour, an dud a cheñch labour pe a glask mont war ur vicher en-dro.

Cuisinières et cuisiniers en formation
Fred Tanneau

Reiñ tro da holl gevelerien ar Rannvro da c’houzout hiroc’h diwar-benn ar c’hinnig stummañ hag ar micherioù, evit heñchañ ar glaskerien labour eus ar gwellañ : sed aze pal an dorioù digor. Aozet e vint en aozadurioù ma kinniger stummadurioù meneget e Steuñv Stummañ Breizh (SSB), da-gentañ evit ar glaskerien labour. Eus ar 7 betek ar 25 a viz Meurzh e c’hello an dud a vicher (Pol implij, kefridiezhioù lec’hel, Kab implij, ar c’hreizennoù titouriñ ha heñchañ, ar frammoù titouriñ yaouankiz ha kement zo) gouzout hiroc’h diwar-benn ar 96 stummadur-se : modelezhioù tuta, rakrekizoù, degemer ar stajidi, testeniekadurioù da dizhout, moduloù rakperzhekaat... Ar c’hreizennoù hag o leurennoù teknikel a vo gweladennet ivez, ha ma c’heller e vo graet a-gevret gant un embregerezh a lakay ar gaoz war ar micherioù hag ar fredoù.

Programm Stummañ Breizh
E miz Gwengolo tremenet e oa bet roet lañs d’ar stummadurioù kentañ evit ar prantad 2015-2017. War-dro 6 650 plas a vez kinniget e Breizh a-bezh evit stummañ an dud war ouzhpenn 250 micher. 84,5 M€ a vo gouestlet d’ar programm-se gant ar Rannvro e-pad daou vloaz. E diazad Roazhon e talvez kinnig SSB evit 96 stummadur e 13 gennad obererezh.

Tags : Emploi Formation

Publié le


Partagez ce contenu