Session du Conseil régional
Dalc’h ar 25 ha 26 a viz C’hwevrer 2016 e berr gomzoù

E-pad an dalc’h-se a zo bet gouestlet da heñchañ budjed 2016 o deus kendivizet an dilennidi rannvroel diwar-benn al linennoù bras a-fet politikerezh hag archant evit budjed 2016 a vo votet, programm-ha-programm, d’ar 24, 25 ha 26 a viz Meurzh. Kendivizet o deus ivez diwar-benn ar steuñv breizhat evit ar sevel moc’h hag ar steuñv breizhat evit harpañ an implij. Sellit ouzh divizoù ha videoioù ar breudoù.


Emmanuel Pain

Goude an daou zalc’h staliañ kentañ a oa bet aozet d’an 18 a viz Kerzu ha d’an 8 a viz Genver emañ ar vodadenn rannvroel nevez dilennet e miz Kerzu da vat ganti, gant enselladenn heñchadurioù ar budjed evit 2016. Ul lodenn int eus strategiezh budjed liesvloaziek ar respetad nevez 2016-2021.

Heñchadurioù ar budjed evit 2016

Raktres politikel ar respet a zo o tigeriñ a vo ennañ c’hwec’h pal bras evit Breizh. Degemeret he deus Rannvro Breizh heñchadurioù budjed 2016 hag a gaso hec’h obererezh e tachennoù ober a bep seurt (terkañ an tiriad, ekonomiezh, energiezhioù, stummañ, touristerezh, treuzdougen, endro, sevenadur ha sport), evit ar palioù bras-mañ :

  • Ekonomiezh : broudañ ar c’hrouiñ pinvidigezhioù, kreñvaat hon ardivink produiñ ha diorren taolioù intrudu an embregerien e servij un implij padus.

  • Stummañ : kenderc’hel da ziorren barregezhioù an dud, ar binvidigezh kentañ e Breizh.

  • Cheñchamant energiezhioù : kas ar cheñchamant da benn evit an energiezh hag an endro ha gant se diorren an obererezh, kavout petra d’ober evit an hin a zo o tireizhañ ha bodañ ar muiañ a dud ar gwellañ evit ober traoù asambles.

  • Terkañ an tiriad : kas kempouez an tiriadoù war-raok, ar c’henstrollañ anezhe, o barregezh da bleustriñ o c’hefridi hag o dibarderioù.

  • Fiñvusted : kenderc’hel da zienkañ ar rannvro ha reiñ tro da Vreizh da vezañ kevreet dre ar rouedad hent-houarn ha dre an niverel ivez.

  • Dedennused ha sevenadur : harpañ dedennusted Breizh, he brud, he buhez sevenadurel hag he liesseurted yezhel.

Anvioù nevez evit ar programmoù strategel

Evit kinnig budjed ar Rannvro en un doare a glot gant emdroadurioù hec’h obererezh he deus degemeret ar vodadenn rannvroel anvioù nevez evit ar programmoù strategel. Gant an doare kinnig-se e klasker aesaat an traoù evit ma vo komprenet gwelloc’h ar budjed ha troet heñchadurioù bras ar C’huzul-rannvro evit ar resped nevez 2016-2021 e « kefridioù », « heñchadurioù strategel » ha « programmoù ». An anvioù nevez, gant c’hwec’h pal bras evit ar respet, a vo lakaet da dalvezout kerkent ha ma vo bet votet budjed kentañ 2016.

  • Kefridi 1 : Evit un terkadur kempouez, hag a waranto ar genstagded, an efedusted hag ar c’hengred etre an tiriadoù

  • Kefridi 2 : Evit un ekonomiezh buhezek e servij filierennoù kreñv hag a grou postoù-labour padus

  • Kefridi 3 : Evit ur stummerezh ma c’hall pep hini sevel e hentad dezhañ e-unan war-zu ar varregezh hag al labour

  • Kefridi 4 : Evit ur Vreizh troet war-zu ar fiñvusted en holl zoareoù

  • Kefridi 5 : Evit ur rannvro engouestlet en treuzkemm ekologel

  • Kefridi 6 : Evit ma skedo Breizh ha buhez sevenadurel Breizh

Durc’hadur archant ha diaweladoù liesvloaziek 2016-2021

Ar rakweladoù arc’hant evit ar respet a gemer e kont ar barregezhioù nevez degaset gant al lezenn (kas ar vugale d’ar skolioù dreist-holl), digresk skoaziadoù ar Stad, ar respontoù da reiñ d’ar saviadoù reuzus war an tachennoù ekonomikel ha sokial, ha kreñvaat a ra ar postadurioù war un dro. Lakaat a raio ar C’huzul-rannvro ar pouez war an obererezhioù d’ober a-raok ar re all, ober a ray ur striv evel ma n’eus bet ket biskoazh evit digreskiñ an dispignoù ha klask a ray eus ar gwellañ kaout muioc’h a efedusted en he folitikerezhioù (40 M€ a euroioù a vo espernet en he budjed mont en-dro ac’hann da 2021), ha kevelerezhioù a savo evit un obererezh foran efedusoc’h. En holl ez eus bet rakwelet gant ar strollegezh e vo postet 2,6 miliard a euroioù e-pad c’hwec’h vloaz, en doare da lakaat c’hwec’h pal politikel bras e pleustr. Gant ar budjed-se e vo arc’hantaouet raktresoù bras dreist-holl evel diorren porzh Brest, ar rouedad rannvroel « Breizh Kas uhel-kenañ » pe c’hoazh lakaat sevel daou lise nevez. Ouzhpenn he fromesaoù e raio traoù ivez e darempred gant an darvoudoù reuzus a c’hoarvez er mare-mañ : implijout a raio he galloud arc’hantaouiñ, da skouer, evit sevel he steuñv breizhat evit harpañ an implij hag ar steuñv breizhat evit ar sevel moc’h.

Ar steuñv breizhat evit ar sevel moc’h

Ar steuñv evit amzer-da-zont filierenn ar sevel moc’h e Breizh, sinet gant prezidant ar C’huzul-rannvro, Jean-Yves Le Drian, ha ministr al Labour-douar, Stéphane Le Foll, d’an 22 a viz C’hwevrer zo bet breutaet diwar e benn gant ar vodadenn vroadel. Rakwelet a reer tric’hementiñ skoazelloù ar Rannvro evit ar filierenn betek 30 M€ (skoaziadoù, prestoù, gwarantoù) abalamour da harpañ modernaat ar sevel loened e 2016, gant un hollad muzulioù fetis evit modernaat ar stalioù labour-douar, evit skoazellañ da staliañ atantoù sevel moc’h, evit diorren ar produiñ gant labeloù, evit ober e doare ma vo modernaet buanoc’h ar binvioù industriel.

+ Gwelet an danevell hag ar steuñv

Ur steuñv breizhat evit harpañ an implij

Karget eo ar Rannvro eus an diorren ekonomikel ha muioc’h eus ar stummañ hag an heñchañ. Fellout a ra dezhi plediñ gant ar stignadoù evit harpañ an implij. Embannet en deus ar C’huzul-rannvro en deus c’hoant da strivañ evit lakaat e pleustr e Breizh ar steuñv diwar zifrae ouzh an dilabour kaset gant Prezidant ar Republik. E-sell emañ dreist-holl, e kenlabour gant ar Stad, ar Pol implij, ar gevelerien sokial, da lakaat stummañ gaout div wech muioc’h a glaskerien labour e 2016, ha da greñvaat an deskardelezh.

+ Gwelet an danevell

Ar reolennoù diabarzh

Evel m’eo rakwelet gant dezveg hollek ar strollegezhioù tiriadel en deus savet ar c’huzul-rannvro e reolennoù diabarzh en tri miz goude m’eo bet nevezet. Degemeret o deus an dilennidi rannvroel o reolennoù nevez eta da-geñver an dalc’h-se.