Energiezhioù mor
Ur rod-vor nevez er-maez da Vreizh

Goude ar rod-vor Sabella a oa bet staliet er-maez da enez Eusa e 2015, e oa tro ar rod-vor RELS/Openhydro da vezañ lakaet er-maez da Enez-Vriad, dimerc’her, evit tennañ gounid eus ar redoù-mor a zo en-dro d’an enezenn. Gant an eil rod-vor a vo staliet en nevezamzer ez aio d’ober an uzin gentañ a vo luget ouzh ar rouedad tredan vroadel.

hydrolienne
DCNS-heos-marine

« Breizh a zo e penn a-raok ar rodoù-mor e Frañs a-dra-sur. An energiezhioù mor a vo e-kreiz an treuzkemm energetek en hor rannvro », en doa lavaret Dominique Ramard, kuzulier-rannvro dileuriet evit an treuzkemm energetek, en ur drugarekaat « an holl skipailhoù o deus labouret evit kas an embregadenn dibar-se da benn, adalek Brest betek morañ ar rod-vor ! ». Rannvro Breizh, evel kevelerez ar raktres, a vez o harpañ diorren ur gwir filierenn c’hreantel war an energiezhioù mor nevezadus (sellet ouzh ar pennad sterniet).

Un uzin-skouer luget ouzh ar rouedad tredan

E 2011-2012 e oa bet lakaet ur c’hentpatrom rod kentañ er mor hag e 2013-2014 e oa bet lakaet un eil : ur prantad arnodiñ e oa evit gwelet penaos staliañ an deknologiezh nevez-se er gwirvoud. Un embregadenn deknikel ha luziet-bras a oa bet kaset da benn gant skipailhoù Tredan Frañs ha RELS/Openhydro dimerc’her evit lakaat an ardivink e 40 m donder er-maez da Bempoull. Gant an eil rod-vor a vo lakaet en nevezamzer ez aio d’ober an uzin-skouer gentañ a vo luget ouzh ar rouedad tredan vroadel : tennañ a ray gounid eus ar redoù-mor a zo en-dro d’an enezenn. 1MW a vo produet gant pep rod.

Breizh : ur rannvro-skouer evit an energiezhioù mor

N’eo ket korvoet a-walc’h galloudezh energetek aodoù Breizh. Evit tennañ splet gwelloc’h eus lec’hiadur Breizh war an dachenn ha harpañ diorren ur gwir filierenn c’hreantel evit an energiezhioù mor, e labour ar Rannvro war dri ahel bras :

- Skoazellañ ar raktresoù enklask ha neveziñ,
- Frammañ ur filierenn c’hreantel (en-dro da raktresoù parkadoù rodoù-mor ha rodoù-avel en donvor dreist-holl, raktres terkañ porzh Brest evit sevel rodoù-avel),
- Kemer perzh e savenn neveziñ bedel Frañs Energiezhioù Mor staliet e Brest.