Dilennadeg-rannvro 2015
Kuzul-rannvro nevez Breizh

An 83 c’huzulier-rannvro, nevez-dilennet goude votadegoù ar 6 hag an 13 a viz Kerzu, a oa en em vodet d’an 18 a viz Kerzu tremen e sal ar bodadennoù. E-pad an dalc’h kentañ-se e oa bet dilennet ar prezidant nevez, ar vesprezidanted, ha savet ar bodad pad. Grit anaoudegezh gant ar skipailh nevez.

Le nouvel exécutif régional
Le nouvel exécutif régional Emmanuel Pain

83 dilennad zo er vodadenn nevez (40 plac’h ha 43 faotr), en o zouez 52 (23 flac’h ha 29 faotr) hag a zo dilennet er rannvro evit ar wezh kentañ. Digoret e oa bet dalc’h kentañ ar respetad gant deanez ar vodadenn asambles gant ar c’huzulier yaouankañ. War roll-labour an devezh e oa : dilenn ofisiel ar prezidant hag ar vesprezidanted a sikouro anezhañ da lakaat ar politikerezhioù rannvroel e pleustr, sevel ar bodad pad.

Ar prezidant

Jean-Yves Le Drian a zo bet dilennet da Brezidant Kuzul-rannvro Breizh gant 53 mouezh (18 vot gwenn ha 12 vot evit Gilles Pennelle). 
Galloud seveniñ ar Rannvro zo gant ar prezidant hag ober a ra gantañ en he anv. Prientiñ a ra an divizoù a ginniger d’an dilennidi mouezhiañ warno ha lakaat a ra seveniñ an divizoù kemeret gant ar C’huzul-rannvro war-lerc’h, en ur gemer harp war servijoù melestradur ar rannvro. Atebek eo eus budjed ar rannvro.

Prezegenn digeriñ ar prezidant 

Ar vesprezidanted

Loig Chesnais-Girard, Georgette Bréard, Gérard Lahellec, Forough Salami, Olivier Allain, Lena Louarn, Pierre Karleskind, Laurence Fortin, Jean-Michel Le Boulanger, Isabelle Pellerin, Thierry Burlot, Anne Gallo, Bernard Pouliquen, Anne Patault, Pierre Pouliquen : pep besprezidant zo karget eus un domani disheñvel. Grit anaoudegezh gant ar 15 besprezidant nevez hag o c’hargoù.

Besprezidanted ha besprezidantezed nevez Rannvro Breizh hag o foltred
où 

Ar bodad pad

Ar bodad pad, savet eus ar vodadenn rannvroel, zo dilennet hervez ar mouezhiañ kenfeurel gant ar strolladoù politikel a zo er vodadenn. En em vodañ a ra ur wezh ar miz ha kemer a ra divizoù dre zileuriadur, evit lakaat an divizoù mouezhiet gant ar C’huzul-rannvro da dalvezout. Ar bodad pad nevez zo ennañ 27 kuzulier-rannvro : prezidant ar C’huzul-rannvro, ar 15 besprezidant ha 9 c’huzulier-rannvro eus ar muianiver hag eus an tu-enep. 

27 dilennad ar bodad pad  

Dilennidi ar vodadenn

83 c’huzulier-rannvro zo e Kuzul-rannvro nevez Breizh :

  • 53 sez evit al listenn "Pour la Bretagne avec Jean-Yves Le Drian" renet gant ar prezidant Jean-Yves Le Drian

  • 18 sez evit al listenn "Choaz Breizh" renet gant Marc Le Fur

  • 12 sez evit listenn ar "Front National présentée par Marine Le Pen" renet gant Gilles Penelle

Gwelet disoc’hoù dilennadeg-rannvro 2015

Un eil dalc’h evit en em aozañ

Un eil dalc’h a vo d’an 8 a viz Genver 2016 evit aozañ holl wikefreoù ar vodadenn nevez : degemer ar reolennoù diabarzh, krouiñ bodadoù labour tematek, statud an dilennidi (digolloù, stummadur...), dafar ar strolladoù politikel, anvadur an dilennidi en aozadurioù ma vez dileuriet ar Rannvro.

 Luc’hskeudennoù : Emmanuel Pain, Thomas Bregardis (photo prévisualisation video)

Séance d'installation du nouveau Conseil régional

Emmanuel Pain

Revivez la session d'installation du nouveau Conseil régional de Bretagne en images.

Tags : Assemblée

Publié le

Partagez ce contenu