Hin
Breizh e Cop 21

Er Guzuliadeg vedel war an hin e oa bet dileuridi eus ouzhpenn 150 bro e Pariz, etre an 30 a viz Du hag an an 11 a viz Kerzu. Rannvro Breizh he deus degaset he lod ivez evit stourm a-enep direizhamant an hin : greomp ur bilañs eus he obererezh hag eus an abadennoù o deus merket ar bloavezh 2015 war dachenn an hin !


www.pollenstudio.fr

Evit 21vet « Kuzuliadeg ar berzhidi », anavezetoc’h gant an anv COP21, e oa bet bodet e Pariz an holl vroioù o deus c’hoant d’ober un dra bennak evit an hin. Ur sell bedel a ranker kaout evit stourm a-enep direizhamant an hin. Met ret eo d’an holl diriadoù ober un dra bennak diouzh o zu : strivañ a ra Rannvro Breizh evit stourm a-enep cheñchamant an hin hag en em ober diouzh e efedoù.

Petra a ra ar Rannvro evit ar cheñchamant doare energiezh e Breizh

Cheñch an doare energiezh a dalvez ober nebeutoc’h gant energiezhioù fosil ha digreskiñ hon dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer : bezañ dilontek (beveziñ nebeutoc’h a energiezh), efedus (beveziñ gwelloc’h) ha diorren energiezhioù nevezadus. An holl bolitikerezhioù rannvroel (armerzh, treuzdougen, liseoù...) a bled gant ar chanter youlek-se evit mirout kempouez ekologiezh ha hin ar blanedenn gant oberoù fetis.

Ar stourm a-enep direizhamant an hin
Illustration  Pollen

- An diagnostik skiantel e Breizh

Peseurt hin a vo e Breizh a-benn 2020, 2030 pe 2050 ? Gant sikour ar Rannvro e vez savet diagnostikoù skiantel evit termeniñ abegoù , doare ha heuliadoù tommadur an hin e rannvro Breizh. Tuadurioù bras a zo bet lakaet war wel gant div studiadenn bet kaset da benn e 2013 gant Meteo Frañs ha Kuzul skiantel an endro e Breizh.

- Steuñviñ an obererezh er rannvro

Gant ar c’hendivizadegoù bedel evel Cop 21 hag al lezennoù broadel e vez lakaet palioù a zle bezañ lakaet e pleustr gant ar strollegezhioù en o folitikerezhioù dezho o-unan. Ur gefridi steuñviñ zo fiziet er Rannvroioù gant al lezenn Grenelle II (miz Gouere 2010). Breizh he deus savet he Brastres rannvroel hin, aer, energiezh (BRHAE) : en teul kenlabour-se emañ an durc’hadurioù hag ar palioù da dizhout a-benn 2020 ha 2050 evit digreskiñ an dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer, mestroniañ ar bevezadurioù energiezh, gwellaat kalite an aer, kas an energiezhioù nevezadus war-raok ha lakaat hon doareoù bevañ hag hon obererezhioù da glotañ gant cheñchamant an hin.

Ur Steuñv hin, energiezh ha tiriad

Ur Steuñv hin, energiezh ha tiriad (SHET) zo bet degemeret gant ar Rannvro ivez, ennañ oberoù fetis evit digreskiñ an dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer stag ouzh mont en-dro ar strollegezh hag ouzh sevenidigezh he folitikerezhioù publik. Da skouer : al labourioù evit an nevesadur energetek el liseoù, diorren an THR, reiñ sikour d’al labourerien-douar evit arboellañ ernergiezh …

- Ober traoù er rannvro koulz hag er rouedadoù etrebroadel

Rannvro Breizh a ro he mouezh da glevet er rouedadoù etrebroadel : NRG4SD (e saozneg, rouedad ar gouarnamantoù rannvroel evit an diorren padus), the Climate Group ha Kuzuliadeg rannvroioù an arvor ... Harpañ a ra ivez an oberennoù aozet diwar-benn an hin : abadennoù evel « Ar glav hag an amzer vrav » e Roazhon, e miz Gwengolo 2015, da skouer.

Beveziñ nebeutoc’h a energiezh
Illustration plaquette CRPM et cop 21

- E naontek Lec’h titouriñ war an energiezh e roer titouroù d’an hiniennoù a fell dezho kregiñ da veveziñ nebeutoc’h a energiezh.
- Er Savennoù lec’hel evit nevesaat al lojeiz e roer kuzulioù ha sikourioù d’an hiniennoù o deus raktresoù nevesaat, adalek an deroù betek an dibenn.
- Ar stignad Ecowatt, renet gant an oberataer RTE, a atiz ar Vretoned da arboellañ energiezh pa vez bevezet ar muiañ a dredan.

Diorren an energiezhioù nevezadus
POllen2 filet400x225

- Harpañ kresk ar parkadoù rodoù-avel war an douar hag en donvor,
- Bezañ ur Rannvro-skouer war dachenn an energiezhioù mor (raktres porzh Brest, rod-mor Sabella,...)
- Harpañ ar produiñ energiezh dre vevdolz (metanaat ha kement zo),
- Lakaat kreskiñ filierennoù armerzhel Breizh evit an energiezh (imbourc’h, empentiñ, sevel, trezerc’hel),
- Broudañ da staliañ « rodelloù energetek lec’hel » (pourvezañ energiezh war al lec’h).

Evit diorren Breizh en un doare padus
Gant ar Steuñv sevel tiez padus e Breizh, gant Steuñv Breizh evit an dour, Brastres rannvroel ar c’hempoell ekologel, gant ar parkoù hag ar mirvaoù natur, peotramant dre he folitikerezh armerzhel evit ul labour-douar padus... emañ ar Rannvro o klask plediñ gant an holl zomanioù a roio tu da ziorren an tiriad hag an armerzh en un doare padus, en ur ziwall an endro hag an hin.

Breizh e COP21
Illustration plaquette CRPM et cop 21

Gwelet eo bet Rannvro Breizh e COP 21 o kemer perzh en abadennoù a oa aozet war un dro gant ar c’hevraouerezh.

« Side event » rannvroioù arvor Europa

Asambles gant Kuzuliadeg rannvroioù an arvor he doa aozet ur « side event » er Bourget : ar guzuliadeg « 7 mor, 3 meurvor, 1 Europa » evit kinnig obererezh Rannvroioù arvor Europa, hollbouezus ha fetis, evit an hin.

Lenn ar pennad diwar-benn ar "Side Event"
Gwelet ar blaketenn diwar-benn oberoù ar Guzuliadeg

Un diskouezadeg gant Rannvroioù Frañs

Dre Gevredigezh Rannvroioù Frañs e oa bet kinniget Emglev tredan Breizh hag oberoù hor Rannvro evit diorren an energiezhioù mor nevezadus er Palez Meur.

Kuzul-rannvro ar Yaouankizoù e « Conference of youth » Pariz

Un dileuriadur pemp Breizhad yaouank, izili eus ar bodad « hin » e Kuzul-rannvro ar Yaouankizoù, a oa bet e Kuzuliadeg ar re yaouank : Conference Of Youth, aozet a-raok Kuzuliadeg ar berzhidi, ma oa bet bodet 5 000 den yaouank eus ar bed a-bezh e Pariz-Villepinte, etre ar 26 hag an 28 a viz Du.  
Lenn ar pennad
Rubrikenn Kuzul-rannvro ar Yaouankizoù e lec’hienn yaouankizoù Breizh

Abadennoù evit kizidikaat an holl

A-raok COP21 e oa bet ar Rannvro o harpañ oberoù da gizidikaat an holl, evel Breizh Transition (festival ar cheñchamant doare energiezh hag an diorren padus e Kemper) hag « Ar glav hag an amzer vrav » (abadenn veur an hin evit ar C’hornôg Bras e Roazhon).

Lenn ar rubrikenn Cop 21

Roll brasoc’h-bras ar Rannvroioù

Evel Rannvroioù all he deus gellet Breizh diskouez he ferzh hag he c’hoant da welet roll ar Rannvrioù o kreskiñ war dachenn an hin.

Cop 21 evit un emglev gant palioù uhel

Evit an 21vet gwezh e oa bet bodet ar pennoù Stad e Pariz, da-geñver Kenemglev-stern ar Broadoù Unanet war cheñchamant an hin (KSBUCH), evit kendivizout war gudennoù an hin. Gant ar pal-mañ : kavout un emglev evit mirout kresk ar gwrezverk dindan 2 zerez.
Evit prientiñ ar guzuliadeg-se e oa bet 157 bro o strivañ pep hini diouzh he zu evit dont a-benn da zigreskiñ o dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer ha d’en em ober diouzh cheñchamant an hin : an holl strivoù-se lakaet kichen-ha-kichen a roe da esperout ur gwanadur eus ar c’hresk zo bremañ (+4 ha 6 derez kresk ma ne reer netra) met ne dizhed ket an 2 zerez engortozet.
Pal ar guzuliadeg nevez-se e oa loc’hañ war un hentenn lañsus hag ar soñj a oa adwelet ar palioù termenet bep pemp bloaz evit disoc’hañ war ur c’hresk dindan 2 zerez. Ur gudenn vras all da ziskoulmañ : divizout implijout ar Font glas a 100 miliard a zollaroù bep bloaz ac’hann da 2020 evit sikour ar broioù o tiorren da zont a-benn eus direizhamant an hin. Prometet e oa bet dastum ar fontoù-se dija gant ar broioù diorroet, e Kopenhagen e 2009 hag e Cancún e 2010.

skeudennoù : www.pollenstudio.fr