Abadenn
Trofeoù sport 2015 : al loreidi

Gant 26vet Trofeoù ar sport, d’an 19 a viz Du, e oa bet loreet ar gwellañ atletourien vreizhat o deus kaset uhel livioù Breizh war ar podiomoù. Grit anaoudegezh gant al loreidi ha sellit ouzh al lid e bretagne.bzh !

Affiche des Trophées du sport 2015
Région Bretagne

Evel bep bloaz eo bet loreet ar sportourien hag ar sportourezed breizhat e tri rummad (sportourien, diwanidi, skipailhoù) gant ur juri ennañ besprezidant Rannvro Breizh karget eus ar sportoù, dileuridi Renerezh-rannvro ha Renerezh-departamant ar yaouankiz hag ar sportoù, kazetennerien ha prezidant ar Poellgor rannvroel olimpek ha sportel. Roet e oa bet ar prizioù war an ton bras d’ar Yaou 19 a viz Du er C’huzul-rannvro, e Roazhon, dirak Daniel Gilles, besprezidant ar C’huzul-rannvro karget eus ar sportoù.

Adwelet Lid an Trofeoù enlinenn

La cérémonie des Trophées en replay

Adskignet e oa bet an abadenn war TVR :

D’ar Gwener 20 a viz Du : 10 e
D’ar Sadorn 21 a viz Du : 3 e g.m.
D’ar Sul 22 a viz Du : 2 e g.m.

Al loreidi :

Sportourez ar bloaz 2015 : Marie Riou (bageal-dre-lien)
Audrey Cordon (marc’h-houarn)
Eugénie Le Sommer (mell-droad)

Sportour ar bloaz 2015 :  Guillaume Alzingre (kanoe-kaiak)
Jenia Grebennikof (volley-ball)
Eric Flageul (bageal-dre-lien)

Diwanadez ar bloaz 2015 : Dorine N'Tchampo (judo)
Typhaine Laurance (marc’h-houarn)
Maëlann Le Roux (rollerioù)

Diwanad ar bloaz 2015 : Victor Coroller (atleterezh)
Franck Bonnamour (marc’h-houarn)
Benoît Richer (kanoe-kaiak)

Skipailh merc’hed ar bloaz 2015 : War-raok Gwengamp U19 (mell-droad)
Kevredigezh sport Lise Sevigneg (atleterezh)
Hirwazh Atleterezh cross country (atleterezh)

Skipailh paotred ar bloaz 2015 : US Konk-Kerne (mell-droad)
Aurore Gwitreg (basket-ball)
Daouad Prigent-Kervella (kanoe-kaiak)

 



 


Tags : Sport

Publié le


Partagez ce contenu