Divizadoù
Dalc’h ar 15 ha 16 a viz Here 2015 berr-ha-berr

Dileuriañ kefridioù sevenadurel nevez, kevratoù meurgêrioù Brest ha Roazhon, programm postañ arc’hant el liseoù… : an divizadoù diwezhañ hag ar pep pouezusañ eus ar breutadegoù a oa bet e dalc’h diwezhañ ar C’huzul-rannvro dre video.

Hémicycle du Conseil régional
Thomas Crabot

Roll-labour 

- Kenemglev dileuriañ kefridioù ar Stad d’ar Rannvro war dachenn ar sevenadur
- Aprouiñ ar brastres rannvroel evit kenstagded an tiriad
- Kemennadenn diwar-benn steuñv ar rannvro evit dizarbenn ha merañ al lastez dañjerus e Breizh
- Kefridiezh evit buhezekaat ha kendivizout war dachenn an dour, sevenet gant ar C’huzul-rannvro evit lakaat e talvoud al lezenn ATNAR (Aozadur Tiriadel Nevez Ar Republik)  eus ar 7 a viz Eost 2015
- Divizad daskemm niv. 3 e budjed 2015
- Kenemglev dibar evit treuzkas yezhoù Breizh hag evit diorren an implij anezho er vuhez pemdez
- Programm da ziawelet ar postadurioù diloc’h el liseoù publik
- Evit ur politikerezh enframmet evit kevatalder ar gwirioù
- Kevratoù meurgêrioù Brest ha Roazhon (lodenn diriadel eus ar gevrat steuñv Stad-Rannvro 2015-2020)
- Ober ar poent evit lakaat ar Glas ekonomiezh e pleustr
- Startaat ar c’hevraouiñ etre Europa, ar vro hag ar rannvro
- Brastres-ren monedusted (deiziataer evit lakaat tamm-ha-tamm rouedad treuzdougen ar rannvro en aezamant d’an dud dalc’het en o c’herzhed)…

Tags : Assemblée

Publié le


Partagez ce contenu