Armerzh sokial ha kengret
« Breizh Oberiant » a ro lañs d’ar c’hrouiñ obererezhioù hag implijoù

Gant Breizh Oberiant e vez harpet labour krouiñ hag obererezhioù an embregerezhioù bihan, ar c’hevredigezhioù, ar c’hevelourioù. Abaoe ugent vloaz zo emañ ar framm-se e servij an armerzh sokial ha kengret en hor rannvro.

L'EpicerieVue intérieure de la coopérative « Saveurs Locales » ouverte en 2015 par la société coopérative d'intérêts collectifs « Coop'idées » à Mézières s/ Couesnon
R.Turni - L'Epicerie coopérative « Saveurs Locales » ouverte en 2015 par la société coopérative d'intérêts collectifs « Coop'idées » à Mézières s/ Couesnon a permis de créer un emploi.

Abaoe ma oa bet krouet e 1995, eo bet skourr breizhat ar gevredigezh vroadel Frañs Oberiant o reiñ harp da hogozik 5 850 a embregerezhioù bihan hag a frammoù war dachenn an armerzh sokial ha kengret. Er bloaz-mañ e vo lidet he ugent vloaz. Gant he sikour ez eus bet krouet tost 37 000 implij ha dastumet 123 M€. Bez’ eo unan eus ar frammoù a zo arc’hantet gant Rannvro Breizh evit sikour diorren un armerzh all hag a ginnig servijoù a dalvoudegezh sokial hep klask gounit arc’hant kousto pe gousto, hag evit harpañ obererezhioù hag a zegas implijoù.

Pemp skourr evit ar grouerien obererezhioù a laz sokial

Dre he folitikerezh evit an armerzh sokial ha kengret e ro harp da veur a framm a ra war-dro kuzuliañ hag arc’hantañ an dalc’herien raktresoù. Evel Breizh Oberiant e ro degemer, alioù hag ur skoazell arc’hant dezho e pemp skourr e Breizh (Brest, Kemper, Roazhon, Gwened ha Tregaeg). Er mod-se e sikour frammoù ha raktresoù liesseurt-bras da zont da wir ha da greskiñ. Evel ar gevredigezh « La Jaupitre » a gas c’hoarioù ha sportoù hengounel Breizh war-raok ; an embregerezh vihan-tout « So Exquis » a zo bet e-touez an dinellerien gentañ o kinnig kas predoù d’an embregerezhioù ha d’an dud prevez, peotramant ur skol sirk evel Big Bang Circus a ginnig d’ar vugale ober anaoudegezh gant ar sirk.

Darempred : Breizh Oberiant, e skolaj Anna Vreizh, 5 straed Martenot, 35000 Roazhon. Pgz : 02 99 65 04 00

An obererezhioù sokial ha kengret skoazellet gant Rannvro Breizh

Kevredigezhioù, kevelourioù, kenwarezioù hag embregerezhioù kengret a dalvoudegezh sokial a ya d’ober ar pezh a vez anvet an armerzh sokial ha kengret (ASK) : un armerzh all hag a ginnig servijoù a dalvoudegezh sokial hep klask gounit arc’hant kousto pe gousto. Rannvro Breizh he deus divizet harpañ an doare embregiñ-se war deir zachenn : frammañ ar rouedadoù, diorren an obererezhioù ha brudañ an nevezadur sokial. Harpañ a ra ar c’hrouiñ obererezhioù hag a zegas implijoù dreist-holl ha reiñ a ra sikour da frammoù evel Bretagne Active. Binvioù dibar all a c’hell bezañ ivez evit arc’hantañ studiadennoù greadusted a-raok reiñ lañs da embregerezhioù sokial nevez, ar c’hrouiñ kevelourioù obererezh hag implij peotramant ar c’hrouiñ implijoù er c’hevredigezhioù a dalvoudegezh rannvroel.

Politikerezh ar Rannvro evit an armerzh sokial ha kengret

Nozvezh « 20 vloaz, bilañs ha diawelet »

Penaos harpañ an implij el lec’hioù en dispell, bremañ hag en amzer-da-zont ? Setu petra eo tem ar c’hendiviz aozet da-geñver nozvezh deiz-ha-bloaz Breizh Oberiant ma oa bodet an dalc’herien raktresoù asambles gant kevelerien Breizh Oberiant hag he framm vroadel « Frañs Oberiant » (Rannvro Breizh, ar Stad ha Kef ar fiziadoù) d’ar Yaou 24 a viz Gwengolo, e Roazhon (dindan teltenn vras ar Big Bang Circus) adalek 5 eur g.m.

 

L'épicerie "saveurs Locales" sensibilise ses clients à des modes de consommations différents, en proposant des aliments de première nécessité en "vrac" © R.Turni
Le rayon fruits et légumes de l'épicerie "Saveurs Locales" permet aux producteurs locaux de valoriser leurs productions de saison © R.Turni
Au sein de l'épicerie "Saveurs Locales", le poste de salarié créé est renforcé par un réseau de bénévoles très actifs © R.Turni
Le Big Bang Circus, une école de cirque créée en 1990 pour faire découvrir la pratique du cirque au jeune public à travers ateliers, stages et spectacles © Bing Bang Circus
Le Big Bang Circus, une école de cirque créée en 1990 pour faire découvrir la pratique du cirque au jeune public à travers ateliers, stages et spectacles © Bing Bang Circus
Le Big Bang Circus, une école de cirque créée en 1990 pour faire découvrir la pratique du cirque au jeune public à travers ateliers, stages et spectacles © Bing Bang Circus
La très petite entreprise « So Exquis » et son son activité « Plateau & Co » : un des traiteurs précurseurs dans la livraison des repas aux entreprises et aux particuliers ! © So Exquis
La très petite entreprise « So Exquis » et son son activité « Plateau & Co » : un des traiteurs précurseurs dans la livraison des repas aux entreprises et aux particuliers ! © So Exquis
L'association « La Jaupitre » se consacre à la promotion et à la diffusion de la pratique des jeux et sports traditionnels de Bretagne © Pascal Glais
L'association « La Jaupitre » se consacre à la promotion et à la diffusion de la pratique des jeux et sports traditionnels de Bretagne © Sylvain Cambon
L'association « La Jaupitre » se consacre à la promotion et à la diffusion de la pratique des jeux et sports traditionnels de Bretagne © Pascal Glais

Quelques photos