Diorren rannvroel 2015-2020
Kevrat-steuñv : 1,2 Md € evit reiñ ul lañs nevez da armerzh Breizh

Sinet eo bet ar gevrat-steuñv 2015-2020 gant ar Stad hag ar Rannvro ! 1,2 miliard a euroioù zo raktreset evit diorren Breizh, gant peder fennaenn kendivizet : fiñvusted war an hentoù hag an hentoù-houarn, enklask ha neveziñ, treuzkemm ekologel ha doare energiezh, tiriadoù ha diorren niverel.

chantier de la RN 164 à Saint-Méen lors de la signature du contrat de plan Etat-Région 2015-2020 (11 mai 2015)
Chanter an HB164 e Sant-Meven : un deservij Reter-Kornôg arc’hantet war-bouez ar Gevrat-steuñv - Renerezh-rannvro an Endro, an Terkañ hag al Lojeiz e Breizh Dreal Bretagne

Ar gevrat-steuñv etre ar Stad hag ar Rannvro (KSSR) zo bet sinet gant Patrick Strzoda, prefed ar Rannvro, ha Pierrick Massiot, prezidant Rannvro Breizh, goude kendivizout e-pad meur a viz. Ar c’henengouestl nevez-se zo e bal sikour da reiñ ul lañs nevez da armerzh Breizh. Staget ez eus outi ur budjed kredadoù publik a sav da 1,2 miliard a euroioù (594 M€ a-berzh ar Stad ha 603 M€ a-berzh ar Rannvro) hag ouzhpenn-se e vo arc’hant digant ar strollegezhioù a genlabouro war ar raktresoù ha mammennoù arc’hantañ all evel ar fontoù europat. Diouzh durc’hadurioù an « Emglev evit dazont Breizh » eo ar gevrat-steuñv ha mont a ra pevar zem pennañ d’he ober, an implij o vezañ unan da blediñ gantañ kentañ-wellañ en holl servijoù.

Fiñvusted war an hentoù hag an hentoù-houarn (1 176, 8 M€)

Setu amañ palioù al lodenn a denn d’ar fiñvusted liesvodel :

  •  Aesaat an dont da Vreizh, kroashent-houarn Roazhon ha ti-gar Roazhon, ur framm pouezus evit dont da Vreizh a-bezh, prientiñ donedigezh al Linenn Tizh Bras e 2017.
  • Kenderc’hel da wellaat ar rouedad frammus evit gounit amzer ha barregezh.

  • Astenn an tizh bras dre an tiriad, en ur derkañ ar Poloù Eskemm Liesvodel (PLM).

  • Harpañ ar raktresoù hent-houarn stag ouzh deservij munut an tiriadoù ; deservijout gwelloc’h Kreiz-Breizh en ur beurechuiñ terkadur an HB 164 gant 2x2 forzh a-hed an hent, nemet en-dro da Vur.

  • Kenderc’hel da vodernaat ar rouedad hentoù broadel el lec’hioù ma vez kudennoù gant ar surentez hag ar strobadegoù.

Raktresoù evit an hentoù hag ar porzhioù : traoù dibar da Vreizh

Ur yalc’had dreistordinal zo bet gouestlet d’al lodenn-se (an hanter eus kredadoù ar gevrat) evit dirouestlañ kudennoù fiñvusted ar rannvro abalamour ma’z eus ur rannvro drobarzhiat hag ul ledenez anezhi. Gant ar pezh striv-se, a zo diouzh promesaoù ar Stad hag ar Rannvro en Emglev evit dazont Breizh, evit a sell raktres an HB164 dreist-holl, ez eo Breizh unan eus ar strollegezhioù a bost ar muiañ a arc’hant er raktresoù a denn d’an hentoù. Evit ar raktresoù a denn d’ar porzhioù ez eus lakaet kalz kredadoù rannvroel ivez evit diorren filierenn an energiezhioù mor nevezadus.

An deskadurezh uhel, an enklask hag an neveziñ (294,3 M€)

El lodenn evit diorren « an deskadurezh uhel, an enklask hag an neveziñ » e weler splann he deus c’hoant Breizh da bostañ arc’hant er ouiziegezh, evit un ensklask a ro lusk d’an tiriad, d’e varregezh neveziñ : peadra da zesachañ tud d’hor rannvro. Savet eo bet al lodenn-se diwar pennaennoù obererien an akademiezh, diwar durc’hadurioù bras ar « strategiezh arbennikadur » (S3B) c’hoantaet gant Unaniezh Europa ha diwar teulioù strategel a bep seurt (SRDEII, SRESR). 3 dem zo enni :

  • Ar savadurioù ha frammañ lec’hioù enklask

  • Arc’hantañ aveadurioù skiantel evit an enklask

  • Harpañ an neveziñ.

40 raktres enklask a vo arc’hantet

Pep hini eus an 40 raktres enklask arc’hantet dre ar gevrat-steuñv a denn da unan eus ar 7 domani neveziñ a zo e-barzh strategiezh arbennikadur naouek Breizh (S3B), gant 2 raktres treuz war dachenn ar skiantoù elektronek ouzhpenn. Kendivizoù ledan zo bet gant ar gumuniezh skiantourien, gant Skol-veur Europat Breizh dreist-holl.

An treuzkemm ekologel ha doare energiezh (245,5 M€)

Durc’hadurioù bras un treuzkemm hollek eus patrom ekonomikel ha sokial Breizh zo bet termenet el lodenn-se. Pal an oberoù dibabet eo lakaat ur bern oberererien rannvroel en taol ha

lakaat an oberoù-se da glotañ gant oberoù a c’hellfe bezañ gant kevelerien all, evit diliesaat skog an arc’hantadurioù a-berzh ar Stad, ar C’huzul-rannvro hag Europa. Setu amañ ahelioù bras an oberoù-se :

  • An treuzkemm ekologel ha doare energiezh

  • Arboellat an danvezioù

  • Savboentoù an tiriadoù war an energiezh hag an hin

  • Diarbenn ar riskloù naturel

  • Ar vevliesseurted

  • An dour

  • Harpañ an difraeoù treuz evit an diorren padus.

An tiriadoù

Sikour diorren tiriadoù Breizh zo e-kreiz lodenn « an tiriadoù », gant c’hwec’h pal :

  • Dirouestlañ kudennoù dibar an enezennoù ha terkadur an arvor,

  • Diawelet ha harpañ kemmadurioù ekonomikel an tiriadoù,

  • Kinnig servijoù d’an holl,

  • Kadarnaat kefridioù kreizennusted ha hoalusted ar c’hêrioù bihan hag etre,

  • Skoazellañ kenoberoù ha strategiezhioù meurgêrioù Brest ha Roazhon,

  • Harpañ politikerezh ar c’hêrioù hag ar raktresoù a laz rannvroel e-barzh ar Programm broadel evit nevesaat ar c’hêrioù.

Implij an niverel da gentañ (20,9 M€)

War dachenn monedusted Breizh emañ ivez ar rouedadoù kas uhel-kenañ : ar raktres rannvroel « Breizh kas uhel-kenañ » zo skoazellet gant arc’hant bras dija a-berzh Europa, ar Stad hag ar strollegezhioù en diavaez eus ar gevrat-steuñv. Evit harpañ terkadur niverel an tiriad e pled lodenn niverel ar gevrat-steuñv 2015-2020 gant diorren implij an niverel dreist-holl, gant daou dra d’ober kentañ-wellañ :

  • Gwellaat gouarnerezh ekoreizhiad niverel Breizh ha diorren ar binvioù mat,

  • Harpañ treuzkas ar gouiziegezhioù ha demokratelaat ar sevenadur.

War hent an implijoù (20 M€)

Ouzhpenn an arc’hantoù bras postet gant ar Stad hag ar Rannvro evit an implijoù, ez eus ur yalc’had 20 M€ evit gallout arc’hantañ oberoù da harpañ pe da arnodiñ traoù nevezus a c’hellfe degas kalz a draoù all d’ho heul.

Bep bloaz e vo rentet kont eus araokadennoù ar gevrat-steuñv

Evel ma oa bet graet evit sevel ar gevrat-steuñv-mañ e vo kenlabouret ivez evit priziañ he sevenidigezh. Ur poellgor heuliañ rannvroel (ma vo tolpet an obererien war an tachennoù ekonomikel, sokial ha war dachenn an endro) a vo bodet ur wezh ur bloaz d’an nebeutañ evit ober bilañs an araokadennoù ha gwelet hag-eñ eo bet tizhet palioù ar gevrat.