Merañ an dour hag ar meteier dourel
Sevel ur steuñv breizhat evit an dour

An holl obererien a ver an dour a oa bet bodet d’al Lun 8 a viz Kerzu evit staliañ Kuzuliadeg Breizh an dour hag ar meteier dourel. Pal ar strollad labour : sevel ur steuñv breizhat evit an dour a-benn 2016.


Jean-Louis Aubert

Un dalc’h pouezus-bras eo merañ an dour e Breizh. Ar c’hudennoù yec’hed foran hag ur bern obererezhioù armerzhel a zo stag ouzh kalite an dour. Gant an doareoù hin a zo tonket da vont war washaat (barroù-amzer ha dourioù-beuz er goañv, sec’horioù en hañv) ez eo mall-bras merañ ar meteier dourel war hir dermen.

Evit an holl abegoù-se e oa krog ar Stad, ar Rannvro, ar guzulierien-departamant, Ajañs an dour Liger-Breizh hag an obererien war an dachenn da labourat asambles, kerkent hag al Lun 8 a viz Kerzu. Gant Kuzuliadeg Breizh an dour hag ar meteier dourel emañ ar Steuñv breizhat evit an dour da vezañ savet. An ensavadurioù, dileuridi eus bodadoù lec’hel an dour hag eus sindikadoù an diazadoù doureier, an diazezadurioù publik a genlabour etrekumunel, dileuridi eus ar bed micherel (labourerien-douar, greanterezhioù, kreginerien...) hag implijerien a genlabouro e-pad daou vloaz evit sevel ur steuñv ober boutin.

Merket eo an obererezh-stroll-mañ en Emglev evit dazont Breizh hag a-benn 2016 e teuio da vat. E miz Mezheven 2015 e vo kentañ Kuzuliadeg Breizh an Dour hag ar Meteier Dourel. Da c’hortoz e vo bodet an dud en nevezamzer a zeu e daou strollad gouestlet d’an danvezioù-mañ : « dour-gouarnerezh » ha « dour-armerzh ».

640 DSC7147

Ar soñj da lakaat an dud da gemer perzh e strolladigoù labour a oa deuet kerkent hag an deiz kentañ ma oa bet staliet ar Guzuliadeg. © Jean-Louis Aubert

Ouzhpenn 20 vloaz zo emañ kevelerien ar Stad hag ar Rannvro o plediñ gant teuliad an dour ha labouret o deus a-stroll evit adkavout e galite. Disoc’hoù kalonekaus a zo bet stadet hiziv an deiz gant an obererien bublik met n’emaint ket c’hoazh a-live gant rediennoù ar Sturiad-stern europat war an dour. Gant ar Guzuliadeg hag an danvez Steuñv breizhat evit an dour e vo cheñchet an traoù.




Tags : Assemblées

Publié le


Partagez ce contenu