Divizoù
Dalc’h ar 26 hag ar 27 a viz Mezheven 2014 berr-ha-berr

Ar programmoù europat e Breizh, ar varregezh nevez evit ur gartenn eus ar stummadurioù micherel, ar c’hevratoù keveliñ gant ar c’hornadoù-bro... : c’hwi a gavo divizoù pennañ ha kendivizoù an dalc’h diwezhañ e video.


Charles Crié

Ar roll-labour

  • An Divizad daskemm niv. 1 evit budjed 2014
  • Prientiñ ar programmoù europat e Breizh evit ar prantad 2014-2020 : poent war stad an traoù
  • Kartenn ar stummadurioù micherel : lakaat barregezhioù nevez ar Rannvro e pleustr
  • Ar c’hevratoù keveliñ evit 2014-2020 : prientiñ ar c’hornadoù-bro evit palioù an dazont
  • Ali ar C’huzul-rannvro war ar steuñvoù raktreset evit dizarbenn ha merañ al lastez n’int ket dañjerus ha lastez ar sevel tiez hag al labourioù foran en Aodoù an Arvor

 
Gouzout hiroc’h
Prezegenn ar prezidant
Sintezenn an dalc’h
Videoioù ar c’hendivizoù


Degemeret ez eus teir c’huzulierez nevez er Vodadenn-rannvro
- Françoise Boussekey (Breizh tu-dehoù ha tu-kreiz) a gemer lec’h Dominique de Legge abaoe an 29 a viz Ebrel p’en doa roet e zilez
- Yvette Rayssiguier (Europa Ekologouriezh - Re C'hlas Breizh) a gemer lec’h Sylvaine Rault  abaoe ar 1añ a viz Mezheven p’he doa roet he dilez
- Monique Haméon (Gronn komunour hag araokadour) a gemer lec’h Jean-Yves Milbeau a zo marvet


Tags : Assemblées

Publié le


Partagez ce contenu