Darvoud
4e Emgav daouvloaziek ar c’hevatalder merc’hed ha paotred

Miliadoù a dud ha ministrez gwirioù ar merc’hed a oa bet desachet d’an Oriant d’ar 16 ha d’ar 17 a viz Mae, evit ar 4e emgav-se. Anaoudegezh o doa graet gant oberoù nevez evit ar c’hevatalder er skolioù, el labour, war dachenn ar politikerezh... Berzh en deus graet !


Région Bretagne © photo : istock photo / gettyimages

Da bep oad hag en holl vetoù e vez ret stourm a-hed ar vuhez rak digevatalderioù a vez e pep lec’h hag a zeu en-dro en ul lec’h, siwazh, pa’z eont diwar wel en ul lec’h all. Se zo kaoz e vez aozet an abadenn-se n’en deus ket e bar e Frañs hag e vez pledet gant ar c’hevatalder e Rannvro Breizh abaoe dek vloaz (sellet ouzh ar pennad sterniet). Atalieroù stummañ, filmoù, kendivizoù, flashmoboù, diskouezadegoù... Gant ar 4e emgav daouvloaziek-se e oa bet digoret an holl zorioù d’ar c’hevatalder dre ur programm liesseurt evit an holl : ar re yaouank hag ar re gozh, an dud dre-vras hag an dud a vicher, an dilennidi hag ar geodedourien... Ouzhpenn 3 000 den – 1 200 den yaouank en o mesk : liseidi, deskarded, labourerien... – a oa deuet e-pad daou zevezh evit dilezel o raksoñjoù, gouzout petra eo ar skoilhoù hag an araokadennoù, chom sebezet dirak un arvest, un diskouezadeg, ul levr, reiñ o soñj en ur c’hendiviz pe bezañ hejet-dihejet gant taolioù-arnod evit ar c’hevatalder er skol, el labour, war dachenn ar politikerezh… Un abadenn dibar evit tremen eus un dro-gaer evit ar geodedourien d’ur gwirvoud pemdeziek : ar c’hevatalder a vrava ar vuhez !

Setu un abadenn empentet gant ar Rannvro a-gevret gant ar re a gas war-raok ar c’hevatalder e Breizh.

Sellet ouzh diaporamaoù eus an abadenn

C’hoant he deus Rannvro Breizh ma teuy da wir ar c’hevatalder etre merc’hed ha paotred
Armerzh hag implij, stummañ, yaouankiz, sevenadur, kevredigezhioù, treuzdougen… : politikerezh Rannvro Breizh evit ar c’hevatalder a vez pledet gantañ war an holl dachennoù. Un ober treuz eo eta evit ma teuy ar c’hevatalder dre wir da vezañ ur c’hevatalder evit gwir hag evit ma’z ay an dibab kevredigezh-se war-raok. Empentet eo bet gant ar Rannvro met bewech e vez Emgav daouvloaziek ar c’hevatalder frouezh ul labour a-stroll, pinvidik, nevezus, kaset da benn gant nerzh ar re a gas war-raok kevatalder ar gwirioù e Breizh war kement tachenn a zo.

Tags : Solidarité

Publié le


Partagez ce contenu