Diorren padus
Park natur rannvroel ar Mor Bihan : digor eo an hent

Asantet en deus ar C’huzul broadel evit gwareziñ an natur e vefe lakaet ar Mor Bihan da "Bark natur rannvroel". Gant ma vo embannet an dekred krouiñ, e teuy evel-se da vezañ an 50vet Park natur rannvroel e Frañs, 46 vloaz goude Park natur rannvroel Arvorig, rummet e 1968.

Parc naturel régional du Golfe du Morbihan
Michel Renac - CRTB

"Ar Mor Bihan zo moarvat unan eus takadoù naturel Breizh ma’z eus ar muiañ a abegoù da lakaat diarbennoù gwareziñ ha talvoudekaat war-sav, en deus lavaret Pierrick Massiot. Abaoe bloavezhioù he deus labouret ingal ar Rannvro war an teuliad-se, mennet kreñv evel ma oa da lakaat dalc’h ha poell er sevel tiez er c’hornad-bro gwall c’hoantaet-se. Laouen-bras on hiziv e vefemp deuet a-benn, holl asambles, da dizhout ar bazenn bouezus-se."
Bet e oa dileuridi eus Breizh e ministrerezh an Ekologiezh hag an Diorren padus d’ar 16 a viz Mae evit difenn ar raktres dirak bodad ar C’huzul broadel evit gwareziñ an natur hag e asant en doa roet hennezh. Gant an diviz-se e vo gallet gwareziñ ar c’horn-bro, a zo e-leizh a berzhioù-mat gantañ (a-fet glad, ekologiezh, maeziadoù ha sevenadur). An takad lakaet da Bark zo ennañ 30 kumun diwar an 38 a oa en takad studiet. Pouezus-bras e oa bet roll ar Rannvro er raktres-se : goulenn rummañ, termeniñ an takad da studiañ ha goude-se an takad da rummañ, sevel ar garta...
Ar bazenn a zeu : an dekred da grouiñ ar Park natur rannvroel a ranko bezañ embannet gant ar c’hentañ ministr evit ur rummadur a 12 bloavezh.