Divizoù
Dalc’h ar 17 a viz Ebrel 2014 berr-ha-berr

Ur politikerezh nevez evit terkañ an tiriad, ur steuñv sevel tiez padus evit Breizh, ar steuñv evit an hin, an energiezh hag an tiriad... : setu amañ divizoù pennañ dalc’h ar 17 a viz Ebrel.


Sten Duparc

War roll eil dalc’h ar bloaz (da-heul mouezhiañ ar budjed) e oa ur politikerezh nevez evit terkañ an tiriad etre 2014 ha 2020, ar steuñv sevel tiez padus e Breizh, ar steuñv evit an hin, an energiezh hag an tiriad...

Ar politikerezh nevez evit terkañ an tiriad etre 2014 ha 2020

Bastañ da ezhommoù an dazont hervez barregezhioù pennañ ar Rannvro (armerzh, stummañ, treuzdougen, kalite ar vuhez, energiezh...) : setu pal ar politikerezh nevez evit terkañ an tiriad hag ar c’hevratoù Rannvro-Broioù 2014-2020 a vo sinet a-benn fin ar bloaz gant ar 21 vro eus Breizh. Ur budjed hollek a 333 milion a euroioù (266 M€ + 67 M€ a fontoù europat) a vo gouestlet d’ar politikerezh-se e-pad seizh vloaz, gant un daskeitadur etre ar broioù (o debarzhadur arc’hant, etre 30 € ha 40 € dre annezad hervez ar vro, a zalc’ho kont eus an digevatalderioù etre broioù Breizh meizet diwar tri roll menegerioù).

Lenn an danevell

Danevell lankad evit ar steuñv sevel tiez padus e Breizh

Emañ Breizh e-mesk an eizh rannvro c’hall o deus dibabet sevel ur steuñv evit o ziriad diwar ar steuñv sevel tiez padus broadel. An danevell lankad kinniget e-kerzh an dalc’h-se a oa bet savet asambles gant tost da 300 oberer eus ar gennad e Breizh ; spisaat a ra an hentoù bras, ar palioù hag an traoù d’ober evit reiñ ul lañs nevez d’ar gennad-se, o terc’hel kont eus an treuzkemm ekologel ret.

An danevell lankad

Ar steuñv evit an hin, an energiezh hag an tiriad (SHET)

Degemeret eo bet ar steuñv evit an hin, an energiezh hag an tiriad (SHET) gant ar C’huzul-rannvro evit reiñ herr d’an treuzkemm doare energiezh, disteraat cheñchamant an hin hag ober diouzh e efedoù. Savet e oa bet diwar ar Brastres rannvroel hin, aer, energiezh (framm strategel ar Rannvro a-benn 2020 ha 2050 evit digreskiñ an dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer, mestroniañ ar bevezadurioù energiezh, diorren an energiezhioù nevezadus, ober diouzh cheñchamant an hin ha gwellaat kalite an aer), gant ar pal derc’hel kont eus dalc’h an hin e mont en-dro an ensavadur. Gantañ e rank plediñ politikerezhioù ar Rannvro evit ma stourmo da vat Breizh a-enep cheñchamant an hin.

Ar steuñv evit an hin, an energiezh hag an tiriad

Priziañ politikerezh ar Rannvro evit an touristerezh

Echu eo labourioù ar Gefridiezh titouriñ ha priziañ a oa bet karget gant ar C’huzul-rannvro da briziañ e bolitikerezh evit an touristerezh. Roet he deus hec’h ali neuze war an oberoù kaset da benn hervez ar palioù lakaet en eil lodenn brastres rannvroel an touristerezh (degemeret e miz Mezheven 2012). Gwelet a ra ez eo ret sklaeraat daou dra da aozañ ar politikerezhioù publik evit an touristerezh : barregezhioù ar strollegezhioù tiriadel ha barregezhioù an obererien a gemer perzh e buhez Poellgor-rannvro an touristerezh. Aliañ a ra ur brizachadenn arc’hant evit anavezout ar mammennoù a arc’hant publik evit an touristerezh ha gouzout penaos e vezont implijet gant an aozadurioù a resev anezho.

An danevell

Addiviz d’ar Gevrat raktresoù Stad-Rannvro 2007-2013

Sellet ouzh an addiviz

Ar mennadoù

Mennad evit ur vodadenn da Vreizh

Evezhiañs diwar-benn ar raktres takad frankeskemm treuzatlantel

Gouzout hiroc’h
Prezegenn ar prezidant
Sellet pe adsellet ouzh videoioù an divizoù

 

Ar roll-labour

  • Digeriñ an abadenn gant prezidant ar C’huzul-rannvro da 2 e
    (gwiriañ ar c’horom ha prezegenn digeriñ)

  • Prezegennoù ar gronnoù politikel gant goulennoù dre gomz da-heul - 2 e 55

  • Ur politikerezh nevez evit terkañ an tiriad etre 2014 ha 2020 evit derc’hel kont eus dalc’hoù an dazont

  • Kefridiezh titouriñ ha priziañ war an touristerezh : kinnig an danevell

  • Ar steuñv sevel tiez padus evit Breizh

  • Ar steuñv evit an hin, an energiezh hag an tiriad (SHET)

  • Addiviz d’ar Gevrat raktresoù Stad-Rannvro 2007-2013