Endro
Lannegi Monteneg labelaet 7vet Tachenn dibar eus Breizh

Bet digoret ent ofisiel hiziv, lannegi Monteneg a warezo hag a dalvoudekaio ur glad naturel hag arkeologel espar dindan al label nevez-se.

Alignement des Pierres Droites
Alignement des Pierres Droites DR

Nepell diouzh koadeg hollvrudet Pempont e kaver war un dro e lannegi Monteneg ur mirva dibar evit ar vevliesseurted (382 spesad plant ha spesadoù loened liesseurt-tre) hag un hollad arkeologel pinvidik meurbet (420 unvloc’h steudadoù ar Mein-sonnha nouspet meurvaen bet renablet). Gant ar glad dibar-se ez eus soñjetd’ar Rannvro e oa mat o rummañ evel mirva natur rannvroel, ar pezh a oa bet graet e Mezheven tremenet. Deuet int eta da vezañ ar 7vet « Tachenn dibar eus Breizh ». A-drugarez d’al label-se ez eur sur e vo gwarezet al lec’hiad dibar-se a 125 ha, liesliv e zremmvro. Rannvro Breizh a zegaso ivez he skoazell deknikel hag arc’hant d’ar gevredigezh « al Lannegi » a ver an dachenn ha d’he daou berc’henn ha daou-ugent evit kas da benn oberoù gwareziñ ha kizidikaat. Ambroug  a raio ivez al luskoù diorren lec’hel nevez kaset war-raok e darempred gant strollegezhioù an tiriad-se (kumun Monteneg, kumuniezh-kumunioù bro Gwern-Porc’hed ha Departamant ar Mor-Bihan).