Ur banne gouloù war ar gennad yec’hedel ha sokial
Implij ha stummadurioù

Eus ar 7 d’an 11 a viz Here ez aoz ar Rannvro « Sizhunvezh ar gennad yec’hedel, sokial ha mezegel-ha-sokial », anezhi un abadenn evit brudañ ar stummadurioù, ar micherioù, hag ar postoù-labour a c’haller kavout er filierenn-se e Breizh.


Maud Delavault

Tud o koshaat, familhoù rannet, buhez diasuroc’h... Gant ar c’hudennoù nevez-se e tle doareoù pleustriñ an dud a-vicher a soagn hag a sikour an dud emdreiñ. Evit bastañ d’an ezhommoù nevez-se, ha talañ ouzh ar pezh a rakweler e Breizh a-fet an demografiezh hag ar gevredigezh, e striv ar Rannvro da ginnig stummadurioù a zere ha da harpañ an implij er gennad lañsus-se.

Un "Dro Breizh" eus an ensavadurioù stummañ

Div abadenn a bouez a vo er sizhunvezh-se :

  • Ur brezegenn diwar-benn heuliadoù kozhentez an dud
  • Sinadur ur gevrat  palioù implij-stummañ etre ar Rannvro, ar Stad ha kalz tud a-vicher, evit talañ a-gevret ouzh emdroadurioù hag ezhommoù ar filierenn.

War an dachenn ez ay Béatrice Le Marre, Prezidantez ar bodad Kengred er Rannvro, da gaozeal gant studierien ha stummerien eus meur a ensavadur stummañ

  • Gweladenniñ ensavadurioù stummañ. Mont a ray d’an Ensavadur da Stummañ Adklañvdiourien (ESA) e Gwengamp hag an Ensavadur evit al Labour Desavadurel ha Sokial (ELDS) e Brest.
  • Digoridigezh. Digeriñ a ray, asambles gant prezidant Rannvro Breizh, Pierrick Massiot, an Ensavadur da Stummañ Dorloerien-Leuñvourien e Brest.

Evit an dilennadez-rannvro dileuriet evit ar yec’hed e vo ar gweladennoù-se un digarez da zegas da soñj pegen mennet eo ar Rannvro da aesaat d’an holl mont war an holl vicherioù a gaver er gennad-se. Abaoe 2004 emañ ar stummerezh yec’hedel ha sokial e-barzh kefridioù ar Rannvro. Bep bloaz e ouestl ouzhpenn 51 M€ d’an dra-se.

Ar gennad gant sifroù

8000 a studierien
43 ensavadur stummañ
Ouzhpenn 90 % eus an dud diplomet o deus kavet labour
An eil gennad e Breizh evit an tuta
135 000 a dud a-vicher, publik ha prevez

Tags : Emploi Formation

Publié le


Partagez ce contenu