Ur c’henlabour a-dost gant ar C’huzulioù diorren

Kevelerien ar c’hKESER eo ar c’huzulioù diorren a gomz en anv ar gevredigezh keodedel. Savet o deus ur rouedad rannvroel ha sinet ur garta evit brudañ soñjoù diazez boutin dezho.

Evit diskouez e fell dezhañ selaou ar soñjoù a bep seurt a c’hall dont a-berzh ar gevredigezh keodedel e Breizh en deus lañset ar c’hKESER ur c’henlabour a-dost gant ar C’huzulioù diorren en 21 a vroioù hag a dolpadoù-kêrioù a zo er rannvro.

Devezhioù labour war sujedoù boutin dezho gant kendivizoù war skiant-prenet pep hini, en-dro da hentennoù labour perzhiek ha troet war an amzer-da-zont, sed aze ar pezh a ya d’ober ar c’henlabour-se.

Rak-se e vez kemeret perzh ingal gant ar C’huzulioù diorren en dalc’hoù prederiañ gant bodadoù labour ar c’hKESER.

www.cdbretagne.org

Un obererezh prientet asambles gant KESERioù all ar fasadenn atlantel

Perzhioù boutin zo da rannvroioù ar fasadenn atlantel e Frañs e-keñver an douaroniezh, an dud, ar gevredigezh hag an ekonomiezh.

Ouzhpenn pemzek vloaz zo e vez KESERioù Normandi, Breizh, Broioù al Liger hag Akitania Nevez o labourat asambles evit brudañ o rannvroioù. Kas a reont labourioù heñvel da benn pep hini en e vro ha kemer a reont savboentoù heñvel war sujedoù hag a ya pelloc’h eget o rannvro dezho.

Gallout a reer lenn an holl studiadennoù kaset da benn gant ar c’hKESERioù atlantel e-barzh korn an embannadennoù.

Kemer perzh e kevredigezh KESERioù Frañs

E kevredigezh KESERioù Frañs emañ KESERioù ar bennvro hag ar re dramor. Pep hini anezho a zileur e brezidant eno.

Ul lec’h evit kendivizout hag eskemm soñjoù eo ar gevredigezh, enni e vez brudet labourioù pep KESER, ha komz a ra en o anv dezho-holl war sujedoù etrerannvroel hag embann a ra savboentoù boutin dezho. Gant lusker enklask lec’hienn KESERioù Frañs e c’haller gwelet embannadennoù ar c’hKESERioù.

www.cesdefrance.fr

Kemer perzh er rouedad sokiomicherel europat : an  RTA

Diazezañ a ra an RTA e labour war zoareoù perzhiek atav, gantañ e c’hall KESERioù ar fasadenn atlantel embann studiadennoù don hag ivez respont d’an enklaskadennoù aozet gant Komision Europa.

Ur rouedad europat evit ar c’henlabour etre KESERioù pe an ensavadurioù heñvel er rannvroioù atlantel eus Frañs, Spagn ha Portugal, eo an RTA. Graet eo evit diorren ar c’henlabour etre an obererien sokiomicherel eus ar gevredigezh keodedel, da lakaat anaout perzhioù dibar ar rannvroioù atlantel hag o ferzh en Europa, ha stankaat an darempredoù gant rouedadoù all savet en-dro d’an takad atlantel. 

www.rta-atn.eu

Gallout a reer lenn studiadennoù ar rouedad treuzbroadel atlantel e-barzh embannadennoù KESER


Modifié le


Partagez ce contenu