Aozadur

Anvet e vez 120 den da vezañ izili Kuzul ekonomikel ha sokial ar Rannvro evit c’hwec’h vloaz, gant un diferad a-berzh prefed ar Rannvro, diwar ginnig an aozadurioù derc’houezus. Pevar skolaj zo ennañ :

  • ur skolaj gant dileuridi an embregerezhioù hag an obererezhioù micherel n’int ket gopret (38 ezel) ;
  • ur skolaj gant dileuridi ar sindikadoù gopridi (38 ezel) ;
  • ur skolaj gant dileuridi an aozadurioù a gemer perzh er vuhez a-stroll (sokial, sevenadurel, kevredigezhel...) (38 ezel) ;
  • ur skolaj gant tud perzhek (6 ezel).

Roll an izili dre skolaj

 

Ban Repartition colleges CESER bzh

Skolaj I : 38 dileuriad eus an embregerezhioù hag an obererezhioù micherel n’int ket gopret
Skolaj II : 38 dileuriad eus ar sindikadoù gopridi
Skolaj III : 38 dileuriad eus an aozadurioù a gemer perzh er vuhez a-stroll er Rannvro
Skolaj IV : 6 den perzhek

Ar prezidant

Dilennet e vez Prezidant.ez ar c’hKESER gant izili ar vodadenn, evit tri bloaz. Karget eo da luskat ha da genurzhiañ obererezhioù ar c’hKESER, da gomz en e anv ha da lakaat anaout e alioù hag e labourioù e-touez an ensavioù all er Rannvro a gemer-hi.eñ perzh enno.

Ezel eo eus burev kevredigezh KESERioù an takad atlantel hag eus bodadeg KESERioù Frañs.

Patrick CARÉ eo prezidant KESER Breizh abaoe ar 15 a viz Genver 2018

Burev KESER

Dilennet eo evit 3 bloaz. Karget eo da sikour ar Prezidant da dermeniñ strategiezh ar c’hKESER ha da gas e labourioù en-dro.

Kenurzhiañ a ra labourioù ar bodadoù, ar rannoù hag ar strolladoù labour etre an dalc’hoù hollek, dindan renerezh prezidant KESER.

Dileuridi eus ar 4 skolaj zo ennañ.

Izili ar burev

Pevar bodad

Pevar bodad a labour war un dro war bep a dem difer (ar stummerezh, ar sevenadur…) ha war demoù hag a sell ouzh meur a dachenn (al labour etre rannvroioù, budjed ar Rannvro…) : ar bodad stummerezh, implij, deskadurezh, ar bodad Ekonomiezh ha neveziñ ; ar bodad Kevredigezh, endro ha kalite ar vuhez ; ar bodad kempenn an tiriad ha fiñvusted.

Izili ar bodadoù

Div gevrenn

Ober a reont war-dro temoù hag a sell ouzh meur a dachenn ha lakaat a reont tud diavaez da gemer perzh en o labourioù : ar gevrenn imbourc’hiñ a labour war an emdroadurioù teknikel, ekonomikel, sokial, ar boblañs hag ar sevenadur, hag ar gevrenn Mor hag Arvor a labour war ar c’hrefen a denn d’ar vuhez war ar mor hag en arvor.

Izili ar c’hevrennoù


Modifié le


Partagez ce contenu