Ul lec’h da gendivizout e servij Breizh

Ul lec’h hep e bar eo ar c’hKESER, ma vez divizoù ha kendivizoù etre ar 120 a izili a zo ennañ, deuet eus bed an ekonomiezh, an dachenn sokial, ar sindikadoù, ar c’hevredigezhioù, an deskadurezh, an endro, ar sevenadur… Komz a reont neuze ent ofisiel en anv ar gevredigezh keodedel e Breizh.

Alioù evit magañ preder ar guzulierien-rannvro

Prezidant ar C’huzul-rannvro pe dileuriad ar Stad er rannvro eo a c’houlenn digant ar c’hKESER reiñ alioù war ar budjed, an teulioù strategel ha politikerezhioù ar Rannvro, hag ivez war ar politikerezhioù renet asambles gant ar Stad hag ar Rannvro. Sikour a ra ar c’hKESER ivez sellet ouzh mont en-dro ar politikerezhioù publik ha priziañ anezho.

Un arnodva soñjoù hag un nerzh kinnig

Gant e zoare da labourat hag an dud a bep seurt a zo ennañ e c’hall ar c’hKESER kas prederioù da benn ha sevel a-stroll kinnigoù dibar war sujedoù hag a zo liammet gant ar pezh a sell ouzh ar geodedourien war dachenn ar stummañ, an ekonomiezh, an endro, kempenn an tiriad, ar genskoazell, kalite ar vuhez…

Ober a ra ivez war-dro ar pezh a sell ouzh tachenn ar mor hag an arvor ha labourat a ra en un doare troet war-zu an amzer-da-zont evit ijinañ penaos e c’hallfe Breizh emdreiñ.


Modifié le


Partagez ce contenu