Ar velestradurezh rannvroel

Ouzhpenn 1000 gwazour tiriadel a labour er sez hag er servijoù kreiz e Roazhon. Ar velestradurezh rannvroel, zo dindan aotrouniezh pennrener ar servijoù anvet gant Prezidant ar C’huzul-rannvro, zo enni seitek renerezh. En o c’harg emañ prientiñ an divizoù hag imbourc’hiñ war an teuliadoù da lakaat mouezhiañ gant an dilennidi, ha lakaat ar politikerezhioù rannvroel e pleustr.

Lenn roll ar servijoù evit gouzout gant piv mont e daremred er velestradurezh rannvroel

Gwazourien ar Rannvro el liseoù hag er porzhioù

Er Rannvroioù e oa bet fiziet gant ar Stad, e 2006, an degemer, an herberc’hiañ, ar c’hempenn hag ar pretiañ el liseoù, ar porzhioù hag an aerborzhioù rannvroel, ar stummadurioù war ar yec’hed hag ar skoazellerezh ha servij renabliñ ar glad. Ar Rannvro eo neuze implijerez nevez 2700 gwazour zo anezho teknikourien ha micherourien ar servijoù (TMS) el liseoù publik eus ar rannvro a-bezh, un ugent implijad bennak a labour e servij renabliñ ar glad sevenadurel hag un tri-ugent den bennak a labour evit porzhioù-kenwerzh Brest, an Oriant ha Sant-Maloù, tost daou-c’hant implijad war an hentoù bageal ha tost da 80 hag a zo karget eus an treuzdougen war zouar.

Modifié le


Partagez ce contenu