Dilennidi Kuzul-rannvro Breizh


camembert assemblee-juin-2018-bzh

An dilennidi a ya d’ober ar vodadenn rannvroel

Dilennet e oa bet Kuzul-rannvro nevez Breizh da-geñver ar votadegoù rannvro d’ar 6 ha 13 a viz Kerzu 2015, bodet e oa bet evit e zalc’h kentañ d’an 18 a viz Kerzu 2015 (abalamour da zilenn e brezidant hag e vesprezidanted ha da envel e vodad pad). 83 c’huzulier-rannvro zo ennañ (40 maouez ha 43 gwaz), 52 den nevez en o zouez (23 maouez ha 29 gwaz) :

  • 53 sez aet gant al listenn "Evit Breizh gant Jean-Yves Le Drian" a oa ar prezidant Jean-Yves Le Drian er penn anezhi - 51,41% % eus ar mouezhioù kemeret e kont (670 754 a vouezhioù)
  • 18 sez gant al listenn "Choaz Breizh" a oa Marc Le Fur er penn anezhi - 29,72% eus ar mouezhioù kemeret e kont (387 836 a vouezhioù)
  • 12 sez gant al listenn "Front National kinniget gant Marine Le Pen" a oa Gilles Penelle er penn anezhi - 18,87 % eus ar mouezhioù kemeret e kont (246 177 a vouezhioù)

Enskrivet : 2 421 686 – Voterien : 1 377 446 (56,88%) – Divoterien : 1 044 240 (43,12%)

Disoc’hoù an eil tro dre ar munud e-barzh lec’hienn ministrerezh an Diabarzh.

Un doare mouezhiañ kemmesk

Dilennet e vez ar guzulierien-rannvro diouzh un doare kemmesk : un doare mouezhiañ kenfeurel gant ur pouez ouzhpenn roet d’ar strollad muianiver, abalamour d’an tu gounid da vezañ stabiloc’h. E Breizh ez a 83 den dilennet d’ober ar vodadenn ha doujet e vez d’ar reolenn merc’hed-paotred par-ouzh-par, evel m’eur rediet. Da-heul ar votadeg ez eus bet roet 25 % a sezoù ouzhpenn d’al listenn Evit Breizh gant Jean-Yves Le Drian, a oa en em gavet er plas kentañ, ha rannet e oa bet ar peurrest eus ar sezoù (75%) etre al listennoù all diouzh niver ar mouezhioù tapet ganto.

Niver ar sezoù dre listenn, dre zepartamant

22

29

35

56

Total

Evit Breizh gant JY Le Drian - J-Y Le Drian

10

15

16

12

53

Choaz Breizh - M. Le Fur

4

5

5

4

18

Listenn Front national kinniget gant Marine Le Pen - G. Pennelle

2

3

4

3

12

 

Sellet ouzh listenn an dud nevez dilennet er Rannvro (ministrerezh an Diabarzh)

Pellgargañ listenn an dilennidi

Ar prezidant

Abalamour ma oa bet anvet Jean-Yves Le Drian da vinistr an Aferioù estren, ez eo Loïg Chesnais-Girard, besprezidant ar C’huzul-rannvro evit an ekonomiezh hag an neveziñ adalek 2012, ha da c’houde kentañ besprezidant dileuriet evit an ekonomiezh, an neveziñ, an dedennañ, a oa bet dilennet evel prezidant Kuzul-rannvro Breizh d’an 22 a viz Mezheven 2017.
Ar prezidant a embreg galloud seveniñ ar Rannvro hag ober a ra eviti. Gantañ e vez prientet, en a-raok, an divizadegoù a vo mouezhiet, ha goude-se e laka seveniñ an divizadegoù aprouet gant ar C’huzul-rannvro, gant servijoù melestradurel ar Rannvro. Karget eo eus budjed ar Rannvro.

Prezegenn gadoriañ ar prezidant 

Ar vesprezidanted

Jean-Michel Le Boulanger, Georgette Bréard, Gérard Lahellec, Forough Salami, Olivier Allain, Lena Louarn, Pierre Karleskind, Laurence Fortin, Thierry Burlot, Isabelle Pellerin, Bernard Pouliquen, Anne Gallo, Pierre Pouliquen, Anne Patault, Martin Meyrier : karget eo ar vesprezidanted eus pep a dachenn ober disheñvel. Grit anaoudegezh gant ar 15 besprezidant nevez hag o c’hefridi.

Besprezidant.ez.ed nevez Rannvro Breizh hag un tamm hiroc’h diwar o fenn

Ar bodad pad

Dont a ra ar bodad pad diwar ar vodadenn rannvroel, dilennet e vez diouzh kenfeur ar strolladoù politikel a zo er vodadenn. Bodet e vez ur wech ar miz ha kemer a ra, dre zileuriadur, an divizadegoù evit lakaat an divizoù votet gant ar C’huzul-rannvro da dalvezout. Er bodad pad nevez ez eus 27 kuzulier-rannvro : prezidant ar C’huzul-rannvro, ar 15 besprezidant.ez ha 9 c’huzulier-rannvro eus ar muianiver hag eus ar bihaniver.

Ar 27 dilennad a ya d’ober ar bodad pad

Roll an dilennidi

Sellet ouzh roll an dilennidi evit gwelet ar fichenn da ginnig un dilennad.ez bennak pe evit mont e darempred gantañ pe ganti, anaout gwelloc’h ar vesprezidanted, izili ar burev pe re ar bodad pad, dilennidi ur strollad politikel pe ur bodad labour bennak...

Roll an dilennidi

Modifié le


Partagez ce contenu