Ar C'huzul-rannvro

Ar C’huzul-rannvro eo bodadenn divizout ar Rannvro. Divizout a ra war beseurt tu e vez heñchet ar politikerezh rannvroel ha bep bloaz e vez votet budjed ar Rannvro gantañ.
Kuzul-rannvro Breizh zo ennañ 83 c’huzulier-rannvro, a zeu eus pevar departamant ar Rannvro : Aodoù-an-Arvor, Mor-Bihan, Il-ha-Gwilen, Penn-ar-Bed. Dilennet int evit c’hwec’h vloaz diouzh ar mouezhiañ hollek.
En em vodañ a ra ar C’huzul-rannvro ur wech bep trimiziad d’an nebeutañ en ur vodadeg veur (dalc’hoù). Etre an dalc’hoù e vez fiziet ul lodenn eus kefridioù ar vodadenn er Bodad pad.

Prezidant ar C'huzul-rannvro

Ar prezidant, zo dilennet evit c'hwec'h vloaz gant ar vodadenn rannvroel, a embreg galloud erounit ar Rannvro hag ober a ra en hec'h anv.
• A-raok an dalc'hoù e vez prientet gantañ an divizoù kinniget d'an dilennidi da vouezhiañ. Ha gantañ e vez renet ar gaoz er vodadenn hag er bodad pad.
• War-lerc'h an dalc'hoù e laka seveniñ an divizoù zo bet kemeret, en ur gemer harp war servijoù melestradur ar rannvro, zo renet gantañ.
• Evit echuiñ, atebek eo eus budjed ar rannvro : urzhiañ a ra an dispignoù ha gourc'hemenn a ra ma vo kaset da benn ar c'haoudoù (amprestoù, taosoù ha tailhoù).

Gouzout hiroc'h diwar-benn Pierrick Massiot, prezidant ar C'huzul-rannvro

Burev ar C'huzul-rannvro

Ar burev-se a ya d’ober galloud seveniñ ar Rannvro. « Gouarnamant » ar rannvro eo, koulz lavaret. Ar burev zo dindan aotrouniezh prezidant ar C’huzul-rannvro. Ennañ ez eus pevar c’huzulier-rannvro warn-ugent : ar pemzek besprezidant, ar c’hwec’h prezidant bodad, penndaneveller ar budjed ha prezidanted gronnoù ar muianiver.

Ar bodad pad

Izili ar bodad pad, savet diwar ar vodadenn rannvroel, a vez dilennet diouzh feur pep gronn politikel er vodadenn. En em vodañ a ra ur wech ar miz ha kemer a ra, dre zileuriadur, an divizadegoù da lakaat an divizoù mouezhiet gant ar C’huzul-rannvro da dalvezout.
E bodad pad Kuzul-rannvro Breizh emañ prezidant ar C’huzul, ar vesprezidanted ha prezidanted ar bodadoù, ha kuzulierien-rannvro eus ar muianiver hag eus ar bihaniver. Ennañ ez eus 27 kuzulier-rannvro.

Bodadoù ar C'huzul-rannvro

Evit prientiñ an teulioù a-raok divizout e laka ar C'huzul-rannvro bodadoù dilennidi war-sav. Goulenn a ra o ali war raktresoù divizoù prezidant ar C'huzul-rannvro hag a vo mouezhiet warno.
Seizh bodad zo e Kuzul-rannvro Breizh : stummañ ; diorren an armerzh hag enklask ; terkañ an tiriad, isframmoù hag arc'hant ; sevenadur, glad ha sport ; endro hag endro bevañ, kengred, treuzkas barregezhioù, budjed ha dafar hollek.

Kuzul ekonomikel, sokial hag endro ar Rannvro (KESER)

Gant ar c’hKESER e vez roet alioù war goulennoù a sell ouzh ar Rannvro ha war an teuliadoù a vez kinniget dezhañ gant Prezidant ar C’huzul-rannvro. 113 dileuriad eus buhez ekonomikel, sokial ha sevenadurel ar Rannvro zo er c’hKESER. Dont a reont eus bed an embregerezhioù hag ar micherioù nann gopret, eus sindikadoù gopridi, aozadurioù ha kevredigezhioù hag a gemer perzh er vuhez stroll hag en o zouez ez eus ivez tud perzhek anvet gant Prefed ar Rannvro ivez.

An aozadurioù keveler

War dachenn ar sevenadur, an endro, an ekonomiezh, an touristerezh, ar stummañ micherel ha kement zo, e labour Rannvro Breizh gant kevelerien a-leizh.

 


Modifié le


Partagez ce contenu