Diorren an ekonomiezh

Karget e oa ar Rannvroioù da sikour diorren ekonomikel o ziriad a-gevret gant ar strollegezhioù all (departamantoù, kumunioù). Ar Rannvroioù eo a zo er penn a-raok e-touez ar strollegezhioù all war dachenn an ekonomiezh ha diwar vremañ e c’hallont kas ar gefridi-se da benn evit gwir, eus sevel ur brastres diorren strategel betek merañ ar skoazelloù d’an embregerezhioù.
Evit kas an neveziñ war-raok he deus divizet Rannvro Breizh harpañ an enklask, daoust ma’z eo ur gefridi hag a sell ouzh ar Stad da gentañ-penn.

Gouzout hiroc’h war :

Ar stummerezh kentañ hag ar stummerezh dibaouez

Karget eo ar Rannvroioù da sevel, nevesaat ha pourchas ostilhoù d’al liseoù, hag ivez eus o mont en-dro evel, da skouer, merañ an implijidi n’int ket kelennerien. Termenañ ha seveniñ a reont ar politikerezhioù rannvroel war an deskardelezh ha war stummerezh micherel ar yaouankizoù hag an oadourien a zo o klask ul labour pe a zo o klask mont war ur vicher nevez. Dibabet he deus Breizh ivez degas skoazell d’an deskadurezh uhel evit diorren ur c’hinnig stummañ kempouez e-barzh ar vro.

Gouzout hiroc’h war :

Kempenn an tiriadoù ha treuzdougen

Kevelerien bennañ ar Stad eo ar Rannvroioù evit kempenn an tiriad, rak-se int karget da labourat evit diorren ar c’hêrioù hag ar maezioù e kempouez an eil re gant ar re all. Dibab a reont dreist-holl al lec’hioù da staliañ an aveadurioù bras, an isframmoù hag ar servijoù evit mad an holl, ha diwall a reont ma vo kempoell ar raktresoù aveiñ gant politikerezhioù ar Stad hag ar strollegezhioù all.

Evit an treuzdougen e reont o lod evit modernaat an isframmoù bras (hentoù, hentoù-houarn, porzhioù, aerborzhioù) hag aozañ a reont treuzdougen rannvroel an dud (trenioù ha kirri-boutin THR, treuzdougen etre kêrioù ha treuzdougen d’ar skolioù). An dra gentañ d’ober evit Breizh eo sevel al linenn tizh bras evit mont eus Pariz da Vrest pe da Gemper dindan 3 eurvezh well-wazh.

Gouzout hiroc’h war :

Kalite ar vuhez hag ar sevenadur

An holl strollegezhioù hag ar Stad zo karget eus an endro, gant se e vez graet o lod gant ar Rannvroioù evit gwareziñ an endro ha gwellaat an endro bevañ. E-touez an traoù d’ober kentañ-wellañ e Breizh : klask kaout dour mat en-dro (abaoe miz Genver 2017 emañ ar Rannvro oc’h arnodiñ luskañ-kenurzhiañ politikerezh an dour), evit diorren an energiezhioù nevezadus, merañ hag adaozañ al lastez, forzh pe re e vefent (diwar vremañ eo karget ar rannvroioù da sevel ur brastres-ren war an dachenn-se). Labourat a ra Rannvro Breizh ivez evit gwareziñ ar glad, diorren ar sevenadur hag ar sport war he zachenn a-bezh, hag evit reiñ lañs da yezhoù Breizh.

Evit gouzout hiroc’h war :

Obererezhioù all da seveniñ kentañ-wellañ gant Rannvro Breizh

Divizet he deus Breizh plediñ gant linennoù stur all, daoust ma ne dennont ket da varregezhioù ret ar Rannvroioù, e-se e kemer perzh en ur raktres e servij an dud hag ar vro.

Evit gouzout hiroc’h war :


Modifié le


Partagez ce contenu