Ar prezidant

Dilennet e vez ar Prezidant / Brezidantez evit 6 vloaz gant holl izili ar vodadenn.

Bernez Rouz eo Prezidant Kuzul sevenadurel Breizh abaoe ar 7 a viz Genver 2017.

Ar burev

Ar burev zo 10 den ennañ, dilennet ha dileuriet gant o c’hetpared. Sellet a ra a-dost ouzh labourioù ar C’huzul ha gwelet neuze ha ret eo mont pelloc’h ganto.

Tri bodad

Prientet e vez labourioù an dalc’h hollek gant izili ar C’huzul e-barzh meur a vodad labour, pep a dem ganto : 1/ Bodad sevenadur, 2/ Bodad politikerezh yezh, 3/ Bodad glad, touristerezh ha sport.

Ouzhpenn an dalc’hoù ordinal e c’haller sevel bodadoù labour all. Kement ezel a zo er C’huzul a c’hall kemer perzh enno ma fell dezhañ ha diouzh e amzer vak.

Gallout a ra Kuzul sevenadurel Breizh pediñ tud zo ha selaou o alioù, pe e vefent izili eus ar vodadenn pe ne vefent ket, pa c’hallont degas ur savboent disheñvel war an dra-mañ-tra.

Gwelet roll izili Kuzul sevenadurel Breizh

 

 

 


Modifié le


Partagez ce contenu