Kuzul Sevenadurel Breizh zo ur vodadenn guzuliañ hag a oa bet krouet e 2009 gant Kuzul-rannvro Breizh. Enni ez eus 70 ezel hag a zo aze en anv an obererien bennañ war dachenn ar vuhez sevenadurel, an arzoù, ar glad hag ar yezhoù e Breizh.

Kemer perzh a ra Kuzul sevenadurel Breizh, gant e alioù hag e guzulioù, e difraeoù ar C’huzul-rannvro a-raok kemer divizoù evit a sell ouzh identelezh Breizh.

Gallout a ra ar C’huzul sevenadurel ober war-dro kement tra hag a zo stag ouzh e dachenn blediñ, abalamour da studiañ an traoù ha da reiñ erbedoù (gouestloù). An holl alioù, gouestloù ha labourioù a-berzh ar C’huzul sevenadurel war dachenn ar politikerezhioù sevenadurel publik lakaet e pleustr e Breizh (5 departamant) a vez kaset d’ar C’huzul-rannvro ha da Guzul ekonomikel, sokial hag endro ar rannvro (KESER). Kefridi Kuzul sevenadurel Breizh eo ober kinnigoù, ar pezh a ra aze o telc’her gant an oberoù evit diorren ar sevenadur breizhek, forzh peseurt doare sevenadur e vefe.

Gwelet roll izili Kuzul sevenadurel Breizh

 


Modifié le


Partagez ce contenu