TER Breizh
Adkargit ho kartenn KorriGo war ho kourvezvank !

Ne vo ket ret gortoz dirak an dorikell ken ! Bremañ e c’hall an den adkargañ e gartenn treuzdougen boutin dre ar Genrouedad war-bouez al lenner-karger KorriGo.

Gant an SNCF hag ar C’huzul-rannvro eo bet lakaet e plas ar servij-se zo kinniget da implijerien an hent-houarn abaoe an 20 a viz Ebrel. Diazezet e vo ar servij-se, evit ar wezh kentañ e Frañs, war rouedad TER Breizh, diwar youl ar Rannvro a fell dezhi brudañ an treuzdougen boutin en ur aesaat an traoù d’an implijerien.

Peseurt koumanantoù ha peseurt beajoù ?

Holl goumanantoù TER Breizh* a c’haller adkargañ dre ar Genrouedad. Er penn-kentañ ne vo tu da brenañ an titloù STAR hag Illenoo nemet ma vezont liammet ouzh ur c’houmanant TER Breizh* (titloù liesvod).
Gallout a reer prenañ enlinenn kement beaj pe koumanant zo, gant ma vo war dachenn KorriGo, da lavaret eo adalek diazad Roazhon betek Sant-Maloù, Dinan, Sant-Brieg, Gwened, Kastell-Briant, pe war al linenn Dol/Dinan/Lambal !

Penaos ez a en-dro ?

Evit ober e vad eus ar servij-se e rank an den kaout ul lenner-karger a vez gwerzhet 8 € en egorenn KorriGo, e ti-gar Roazhon. An implijerien ne c’hallont ket mont d’an Egorenn KorriGo a c’hall pellgomz d’an niverenn 0800 880 562 (galv digoust gant ar pep brasañ eus ar pellgomzerioù difiñv) evit ma vo kinniget un diskoulm all dezho. Goude bezañ lakaet ar gartenn KorriGo el lenner-karger kevreet ouzh un urzhiataer, n’eus nemet mont da lec’hienn TER Breizh evit dibab un titl treuzdougen nevez, adneveziñ anezhañ pe lenn an titouroù zo er gartenn.

Gouzout hiroc’h war lec’hienn Genrouedad TER Breizh

Gouzout hiroc’h war ar gartennn KorriGo

Politikerezh ar rannvro "TER Breizh evit an holl"

*Koumanantoù UZUËL hag UZUËL +, evit an holl hag evit ar re yaouank, gant pe hep gwir da vont en Tren Tizh Bras, koumanantoù UNIPASS ha karnedoù PELMËL


Publié le


Partagez ce contenu