Galv da raktresou
Broudañ krouiñ levrioù nevez e brezhoneg

Ar c’hevredigezhioù Div Yezh, Dihun ha Diwan o deus roet lañs d’ur genstrivadeg krouiñ levrioù nevez e brezhoneg evit bugale ar c’hlasadoù divyezhek.

Enfant lisant un livre en breton
CRB

Pal ar jeu eo broudañ an embann o profañ pep a levr da skolidi Roazhon (Div Yezh/Dihun), Bruz (Div Yezh) hag Ar Meziaer (Diwan), da lâret eo war-dro 500 levr etre tout. (en tu all da 110 e pep rummad).

Tri rummad a zo anezhe :

  • Rummad 1 : bihan-bihan, bihan ha krenn er skolioù-mamm
  • Rummad 2 : bras er skolioù-mamm, CP ha CE1
  • Rummad 3 : CE2, CM1 ha CM2

36 danvez levr o deus kemeret perzh er galv kentañ, an holl anezhe a galite uhel, o tont eus pep lec’h e Breizh. Ur strollad barnerien, ennañ skolaerien, tud skolidi ha « Livre et Lecture en Bretagne » a zo bet bodet d’an 22/05/12 er skolaj  Anna Vreizh e Roazhon. Sed aze al levrioù bet dibabet gantañ :

  • Rummad 1 : Skol Kael, gant Florence Drenou, skeudennoù gant Fañch Ar Ruz. Embannet e vo gant Jean-Marie Goater.
  • Rummad 2 : Istor Du Ar Familh Yar, gant Erwan Huper, skeudennoù gant Emmanuel Bredoux. Embannet e vo gant Jean-Marie Goater.
  • Rummad 3 : Dindan selloù Grallon, gant Laurence Lavrand, skeudennoù gant Christophe Babonneau. Embannet e vo gant Keit Vimp Bev.

Al levrioù-mañ a vo embannet ha profet d’ar vugale d'an 8 a viz Kerzu 2012 da-geñver un emgav gant ar skrid-aozerien, ar skeudennaouerien hag an embannerien. Embann al levrioù n’int ket bet dibabet a c’hello bezañ aesaet gant « Livre et Lecture en Bretagne », diouzh c’hoant o aozerien.