Meur a saloñs hag a festival zo brudet e Frañs a-bezh : Étonnants Voyageurs e Sant-Maloù (Il-ha-Gwilen) a bled gant al lennegezh veajiñ ; La Fureur du noir (e Lambal, Aodoù-an-Arvor), festival levrioù Penmarc'h pe Festival du Chien jaune e Konk-Kerne (Penn-ar-Bed) gant ar romantoù du hag ar romantoù polis ; Quai des bulles e Sant-Maloù pe festival BT Perroz-Gireg (Aodoù-an-Arvor) diwar-benn ar bannoù-treset, les Utopiales e Naoned (Liger-Atlantel) a denn d'ar skiant-faltazi ha Saloñs levrioù an inizi en Enez-Eusa (Penn-ar-Bed)... Lod zo brudet-kaer war o zachenn arbennik ivez : saloñs levrioù Felger en Il-ha-Gwilen (saloñs al levrioù evit ar yaouankiz), Saloñs al levrioù hag ar mor e Konk-Kerne, Quai des bulles evit pezh a sell ar bannoù-treset ha saloñs al levrioù hag ar gerioù evit ar frankiz gant Amnesty international e Roazhon (Il-ha-Gwilen).

Eus ar saloñsoù n'haller ket c'hwitañ d'ar saloñsoù dibar

Stank eo ar saloñsoù bihan dibar : saloñs romantoù pobl Elven (Mor-Bihan) a lid e 10vet dalc'h er bloaz-mañ ; ar festival sur paroles a vez dalc'het e meur a gêr hag a gumun eus Penn-ar-Bed, pe saloñs an embann bihan evit an arzourien e Montroulez (Penn-ar-Bed) hag a vod embannerien ha frammoù arzel a bep korn a Vreizh. A-hend-all ez eus daou saloñs a ginnig bep bloaz ober tro an embann e Breizh (an darn vrasañ eus embannerien Breizh a vez gwelet eno, eus kement seurt zo) : Saloñs levrioù Karaez (Penn-ar-Bed) ha saloñs levrioù Gwenrann (el Liger-Atlantel).

Dasson an abadennoù broadel

Ha da echuiñ, an abadennoù broadel evel Nevezamzer al levrioù pe Nevezamzer ar varzhed a blij kalz d'an dud e Breizh, gant festivalioù evel Nevezamzer al levrioù e Loudieg (Aodoù-an-Amzer) ha festival ar c'homzoù barzhoniel e Molan (Penn-ar-Bed).

Sell war un nebeud saloñsoù n'haller ket c'hwitañ

Un adskeud eus an embann e Breizh
Adkavout a reer tuadurioù ar produadur rannvroel en darn vrasañ eus an temoù kinniget er festivalioù hag er saloñsoù-se :
- romantoù du ha romantoù polis (gant tri festival brudet) ;
- bannoù-treset (ur saloñs e pep hini eus ar pemp departamant d'an nebeutañ hag ur plas heverk e Frañs evit meur a hini) ;
- levrioù evit ar yaouankiz...


Modifié le


Partagez ce contenu