Vincent Rubin

Modernaat diabarzh ha diavaez ar savadur, prenañ arrebeuri nevez, ha skorioù kelaouiñ : kement terkadur zo a vez graet hervez meizad ar "garioù-liorzh".

Ar pal eo lakaat ar gar da vezañ degemerusoc'h hag akomotoc'h, dre liammañ muioc'h ar c'haeoù ouzh kêr. An tremen etre an daou lec'h-se a vo aesaet gant terkadur glasvezegi, rakleurioù...

Anv zo ivez da aozañ an tremenerezh evit degemer diouzh ar gwellañ an dud war droad, ar c'hirri, ar c'hirri-boutin pe an divrodegoù. Evit aesaat ar parkañ e vo terket parklec'hioù nevez, hag ivez ehanlec'hioù-prim ha parklec'hioù evit ar beloioù.


Modifié le


Partagez ce contenu