Aller au contenu

Emañ Guirec an avanturer o vont da dreuziñ ar Mor Atlantel a-roeñv e-unan-penn !

War-lerc’h e dro ar bed sebezus asambles gant e yar Monique, setu an avanturer breton yaouank Guirec Soudée o vont kuit adarre ar sizhun-mañ, hep Monique, evit treuziñ ar Mor Atlantel a-roeñv, e-unan-penn ha hep skoazell. Un avantur evit mont dreist e varregezhioù gras d’ar mor ha broudañ an holl da vezañ lodek er cheñchamant ! Kit d’e heul…

Guirec à bord de son rameur monotype
  • 60
    devezh beaj, evit un dreizhadenn 5 000 km
  • 8 m
    eo ment ar monotip dre roeñv a zo gant Guirec
  • 1 million
    a daolioù roeñv evit treuziñ ar Mor Atlantel o roeñviñ 10 eur-pad bemdez

Guirec, ar paotr dispont, ne oa nemet 21 bloaz pa oa bet krog gant e veaj kentañ a-dreuz ar Mor Atlantel e-unan-penn ha hep skoazell, asambles gant e yar ruz Monique, e bourzh ur vag vihan dir dre lien hag en doa prenet gant arc’hant espernet gant poan en Aostralia, diwar besketa en donvor. Deroù tro ar bed e oa, eus an eil pol d’egile, ar pezh a badas pemp bloaz : 426 devezh o verdeiñ, en o zouez 130 devezh en inizi arktek e Greunland, hep tamm sikour ebet eus an diavaez. 28 vloaz eo bremañ hag emañ war-nes kas un dae nevez da benn gant nebeut-tre a veveziñ evit gallout bevañ, hag ar memes diskan gantañ bepred : deskiñ digant an natur gouez hag an amzer penaos mont dreist e varregezhioù ha doujañ an natur hag an danvezioù a gavomp enni.

“Ma fal eo degas c’hoant d’an dud d’ober kement a c’hallont evit kas o raktresoù betek penn en ur zoujañ an Douar hag ar morioù.”

Guirec Soudée

An dae nevez : ar Mor Atlantel a-roeñv eus ar Reter d’ar C’hornôg,
e-unan-penn ha hep skoazell !

D’ar Sadorn 5 a viz Kerzu e oa aet Guirec Soudée kuit eus e borzh stag e Norzh Breizh en Enez Ivineg, an enezenn vihan en deus choazet evel anv e vag, lec’h m’emañ o vevañ diwar pesketa ha labourat en e liorzh, evit mont betek an Inizi Kanariez. Loc’het e oa e veaj a-roeñv a-dreuz ar Mor Atlantel diwar an enezenn El Hierro, er-maez da aodoù Maroko, d’ar 15 a viz Kerzu. A-raok erruout en Antilhez e vo ret dezhañ roeñvat 10 eur bemdez a-bouez e zivrec’h, a-hed 5000 km e-pad war-dro 60 devezh, gant ar gwenn-ha-du gwintet uhel, ha gant ostilhoù merdeiñ ordinal a-walc’h hiziv an deiz (skingomz, GPS ha pellgomzer dre loarell) : un amprouenn koulz evit e gorf hag e spered a oa-eñ oc’h hunvreal enni… Evit mont dreist e varregezhioù hag ivez evit brudañ e soñj pennañ : holl e c’hallomp bezañ lodek er cheñchamant en un doare hag a zouj danvezioù hor planedenn.

Carte Traversée Altantique à la rame de Guirec
Crédit photo : Guirec

Lec’hienn Internet guirecsoudee.com evit gwelet an dreizhadenn bep ma ya war-raok
Facebook @GuirecSoudeeAventurier 
Instagram guirecsoudeeadventure


En images

1 sur 5
Le navigateur Guirec à bord de son monotype aviron
Crédit : Guirec
An taolioù-esa kentañ e bourzh ar monotip dre roeñv 8 m dezhañ, a-raok mont kuit eus Breizh…

Guirec

2 sur 5
Le navigateur Guirec à bord de son monotype aviron
Crédit : Guirec
Loc’het e oa an dreizhadenn d’ar 15 a viz Kerzu diwar an enezenn vihan El Hierro en Inizi Kanariez, e bourzh ur vag karget evit delc’her an taol daou viz-pad.

Guirec

3 sur 5
Le navigateur Guirec à bord de son monotype aviron
Crédit : Guirec
Ostilhoù merdeiñ simpl : skingomz VHF, an AIS evit gouzout hag-eñ emeur tost ouzh listri-karg, GPS ha pellgomzer dre loarell evit kaout darempred gant an dud war zouar.

Guirec

4 sur 5
Le navigateur Guirec à bord de son monotype aviron
Crédit : Guirec
Dav e vo da c’hGuirec, ar muiañ ma c’hallo, mont da-heul nerzh an avelioù-kenwerzh, kuit da roeñvat enep ar redoù-mor.

Guirec

5 sur 5
Le navigateur Guirec à bord de son monotype aviron
Loc’het eo ! Dao da Saint-Barthélémy en Antilhez evit un dreizhadenn hag a zlefe padout war-dro 60 devezh…

Guirec

Hor skoazell d’an ergerzherien nevez

Tara, Under the pole, Energy observer, Elemen’Terre ha beaj nevez Guirec Soudée : pemp avantur er mor en XXIvet kantved evit mad hor planedenn. Ha pa vefent skiantel, teknologel pe un dae lañset gant an den dezhañ e-unan, ez eus daou dra boutin d’an holl ergerzhadennoù-se : ergerzhet ar morioù evit studiañ pe sellet a-dost ouzh ar cheñchamant hin ha klask sachañ evezh ar muiañ a dud ma c’haller war ar pezh a sell ouzh gwareziñ anezho. Keveler omp d’an ergerzherien nevez-se ! Sed aze, e-touez ur bern doareoù all, penaos eo krog Breizh da seveniñ an treuzkemm.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ