86 M€ evit ma vo dedennet muioc’h a dud gant Breizh hag evit buhez ar sevenadur hag ar sport

War tachennoù ar sevenadur, an touristerezh, ar glad koulz hag ar sport hag an harp da yezhoù Breizh emaomp gant ar spered « rannvro atebek » evel ma’z eo termenet er Breizh COP. E 2020 e vo dispaket ar strategiezh evit sikour filierenn ar sinema hag ar c’hleweled dindan ar merk « Breizh Sinema ». Ur bloavezh a-bouez-bras e vo ivez evit politikerezh ar rannvro da sikour ar sport a zo bras ar cheñchamantoù ennañ abalamour da adreizh gouarnerezh ar sport. Ur sell ouzh tri ober fetis e 2020.

  • 500km
    hed eo domani stêrioù ar Rannvro.
  • 198
    micher arz ha 83 arbennigiezh.

« Breizh Sinema » : ur skoazell diouzh an ezhommoù evit an dud a-vicher

Adalek 2020 e roio ar servij rannvroel-se un tamm aezamant d’ar raktresoù filmoù, eus ar skrivañ d’ar produiñ, en ur lakaat an holl sikourioù rannvroel da vont en-dro. Harpañ a raio ivez an embregerezhioù en o strategiezhoù embreger. Kendelc’her a raio da harpañ ar gennad a-bezh e Breizh da ziorren e oberoù lies, eus ar bannañ d’ar skignañ en ur dremen dre ar c’helenn war ar skeudennoù pe glad ar filmoù.

Ul lusk nevez evit ar bageal war ar stêrioù

Dre ma’z eo kanolioù Breizh traoù a-bouez-bras evit diorren an touristerezh e Breizh emaomp o vont da reiñ lañs e 2020 d’ur galv da ziskouez e interest evit sevel oberoù a-du gant ur c’hinnig bageal nevez, digor d’an niver brasañ hag a yelo da glokaat ar c’hinnigoù a zo anezho c’hoazh. Ennañ e vo an herberc’hiañ hag ar servijoù war an douar koulz hag an ober gant ur vag disheñvel, gant energiezh tredan. Ar raktres en deus da bal, ouzhpenn-se, adkrouiñ ul liamm start etre an tiriadoù hag ar c’hanolioù, aet laoskoc’h abaoe ma’z eo aet ar bageal kenwerzh da get.

Ar glad digor d’an holl

Adalek 2020 e vo lakaet ar pouez war lusk an « engouestl » evit an oberoù tro-dro d’ar glad, e lakaat da anavezout, e adneveziñ, hag e vrudañ. Emaomp o vont da vroudañ, dre ur galv da raktresoù, an taolioù intrudu evit kizidikaat an dud ouzh an hêrezh sevenadurel hag evit he legadiñ. Dre ma vez awenet raktresoù nevezus a-leizh gant ar glad e vo roet lañs ivez d’ur galv da raktresoù « herberc’hiañ gladek» a vefe o fal reiñ ur vuhez all da vadoù glad dibar en ur grouiñ ur c’hinnig nevez ha dedennus e-keñver degemer an dud ha didu ar weladennerien.

An traoù all d’ober kentañ-wellañ :

  • Ur Brastres rannvroel evit diorren an touristerezh hag an dudi nevez er prantad 2020-2025 a vo savet diwar ar mennozh-mañ «Identelezh ha Treuzkemmoù : talvoudoù evit buanaat ha suraat barregezh touristerezh Breizh ».
  • Kreñvaat kellig harpañ an dud a-vicher war an arzoù.
  • Bloavezh Aostralia ar su e Breizh en ur dalvoudekaat an oberoù evit sevenadur ha glad an Aborijened.
  • Kendelc’her da sikour micherioù an arz.