202 M€ evit diorren an ekonomiezh ha krouiñ implijoù

E 2020 e laka ar Rannvro he folitikerezhioù diorren ekonomikel da emdreiñ evit delc’her kont gwelloc’h eus an dalc’hoù treuzkemm eus ar Breizh COP. P’hon eus stadet ez eo ret kemer perzh e donedigezh doareoù nevez da broduiñ hag a lakafe kevret dalc’hoù an ekonomiezh, ar gevredigezh hag an endro ez azasaomp hon oberoù. Displeget e vo en ur strobad « follennoù-hent », hini ar « boued mat evit an holl » pergen, hag en traoù m’he deus perzh ar strollegezh war-eeun evel ar porzhioù pe ar skoazell d’an embregerezhioù (dre ar mod ma vez roet ar skoazelloù arc’hant da skouer). Taolomp ur sell ouzh tri ober fetis.

  • 30
    raktres neveziñ sokial skoazellet bep bloaz
  • 4
    galv bras da raktresoù evit sikour doareoù neveziñ disheñvel
  • 6M€
    evit diarbennoù evit al labour-douar, an endro hag an hin

Ur font evit ar raktresoù neveziñ sokial

Pell zo e kemer ar Rannvro perzh er skoazell d’an ekonomiezh sokial ha kengret (ESK) ha gant BpiFrance emañ o vont da grouiñ ar font Fiso Breizh (Font Neveziñ Sokial). Arc’hantaouiñ a reomp c’hoazh ar frammoù a skoazell ar raktresoù da c’henel gras d’ar gorerezioù Tags BZH, d’ar poloù ekonomiezh sokial ha kengret… E Frañs avat, alies, e ra diouer d’ar startupoù sokial ur font emorsiñ evit reiñ lañs d’o raktresoù. Kefridi Fiso Breizh e vo, ha sikour a raio betek 30 raktres bep bloaz gant un debarzhadur rannvroel ur milion a euroioù evit lakaat diorroadur an ESK da vuanaat e Breizh. Ur cheñchamant skeul gant ur galv da raktresoù kentañ e deroù 2020.

En em vagañ warc’hoazh : an dalc’h evit al labour-douar e Breizh

Mennet bras omp da ober eus Breizh kentañ rannvro ar boued mat evit an holl en Europa. A-gevret gant obererien ar magañ ha dreist-holl al labour-douar e kennerzhomp ar reizhadoù vertuzus a sav diwarno arc’hant evit al labourerien-douar, kalite ha fiziañs e-touez ar vevezerien hag a warez an endro. E 2020 e kendalc’himp da sikour treuzkemmoù ekologel al labour-douar e Breizh evit unaniñ efedusted an ekonomiezh ha nerzh an endro, lakaat harz d’ar produioù kimiek sintetek (evit mont war-du ar zero fito ac’hann da 2040), gwareziñ war un dro ar vevliesseurted hag an tachennoù labour-douar, hag an doare korvoiñ tiegezhel.

Reiñ nerzh d’ar merc’hed da embreger

E Breizh e c’haller lakaat 29 % eus ar c’hrouiñ embregerezhioù war gont ar merc’hed. Daoust ma kresk ingal an niver anezho e vez gwir skoilhoù dirak ar merc’hed war hent an embregañ : an digevatalder etre merc’hed ha paotred a bad atav, el labour evel er meteier familh ha foran. O welet kement-se o deus graet ar Rannvro, ar Stad ha Bpifrance o soñj da sinañ un 3e steuñv ober rannvroel evit sikour ar merc’hed da embreger e Breizh. Ar pal : kreskiñ a 40 % al lod a verc’hed a grou embregerezhioù hag uhelaat ar feur a verc’hed a vez roet sikour dezho goude ar c’hrouiñ pe ur prest bank evit krouiñ o embregerezh.

An durc’hadurioù bras

  • Kreñvaat ar sikour d’an neveziñ e kement doare embregerezh zo dre ar stignadoù Inno ha galvoù da raktresoù, hag ar skoazell d’ar poloù kevezañ breizhat.
  • Skoazellañ emdroadur hag adframmadur ar filierennoù obererezhioù a zoug ekonomiezh Breizh.
  • Delc’her da holl ostilhoù an ijinerezh diouzh an ezhommoù evit an embregerezhioù d’ar mareoù pennañ eus o buhez : krouiñ oberoù, diorren, digeriñ d’ar broioù all…
  • Skoazellañ cheñchamant skeul an ekonomiezh sokial ha kengret en ur sikour ar frammoù hag an ostilhoù harpañ hag en ur reiñ pouez d’ar raktresoù neveziñ sokial.
  • Lakaat ur strategiezh ar mor er pleustr evit sikour diorren padus an oberoù war vor (pesketaerezh, dourc’hounezerezh), ar porzhioù, h.a.
  • Nevesaat ha diorren ar porzhioù e servij an ekonomiezh.