Sachañ evezh ar skolidi, ar gelennerien hag ar wazourien

Crédit photo : Pascal Leopold

N’haller ket ober seurt ebet paneve an implijerien bennañ : al liseidi o-unan ! Er steuñv ez eus ul lodenn hag a sell ouzh ar bedagogiezh evit lakaat anezho e-barzh ar jeu, hag ar skipailhoù kelennerien ha gwazourien ivez.

Da bep hini eo d’ober gant ar jestroù a skiant vat a ray dimp dispign nebeutoc’h a energiezh evit sevel Breizh reizh ha padus ! War evezh bras emañ al liseidi evit a sell ouzh o mod da vevañ e-keñver an endro ha kontant e vezont da gemer perzh en oberoù evit doujañ hor planedenn, rak-se e c’hallont diskouez ar skouer vat a-fet jestroù a skiant vat da-geñver hor steuñv.

Setu ma sikouromp al liseoù evit al lodenn bedagogel eus ar steuñv, gant skoazell Ajañsoù lec’hel an energiezh hag an hin. Ar pezh a vez graet gant 10 lise bep bloaz eo sikour an holl implijerien enno, liseidi, skipailhoù kelenn ha gwazourien kempenn karget eus ar staliadurioù, da vezañ mestr war o mod da vezeviñ energiezh ha da ouestlañ ober, pep hini eus e du, gant jestroù a skiant vat. Rak diwar cheñch ar modoù d’ober hepken e c’haller mont betek 20% a espernioù energiezh !

Lakaat a reer ar pouez, e-touez ar re yaouank, war an doareoù keodedel, da skouer gant al label rannvroel Qualycée (evit broudañ ar stalieroù micherel da lakaat digreskiñ ar c’hementad karbon taolet ganto) pe an Daeadeg vroadel CUBE’S – a oa aet gant al lise Freyssinet eus Sant-Brieg e 2018. Digor eo ar c’honkour-se d’ar strollegezhioù ha d’ar skolioù ha gantañ e vez kinniget dezho, war hir amzer, stummadurioù, dudioù hag emvodoù a-stroll evit mont pelloc’h gant o oberoù pedagogel evit sachañ evezh an dud war an espernioù energiezh. Eizh lise all zo aet d’e heul war ar renk evit respont d’an daeadeg-se.

Gouzout a rit kement-se ?

Gallout a reer espern energiezh da vat mann ebet nemet diwar cheñch hor modoù d’ober, evel ma’z eus graet el lise Eugène Freyssinet e Sant-Brieg, en deus lakaet digreskiñ ar beveziñ ennañ en ur ober 3 bloaz, 5% evit an tredan, 17% evit ar gaz, 20% evit an dour, a-drugarez d’an implijerien ha d’o emzalc’h hag ivez goude bezañ lakaet staliadurioù bihan e plas.