{"id":85967,"date":"2021-12-13T15:05:41","date_gmt":"2021-12-13T14:05:41","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=85967"},"modified":"2024-06-26T10:26:05","modified_gmt":"2024-06-26T08:26:05","slug":"stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/","title":{"rendered":"Stourm enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed : Breizh o rei\u00f1 bec\u2019h"},"content":{"rendered":"<p class=\"chapo\">\n    Ur mare a bouez evit sacha\u00f1 evezh an dud ha lakaat anezho da rei\u00f1 bec\u2019h eo an devezh gouestlet d\u2019ar stourm evit paouez gant ar feulster ouzh ar merc\u2019hed. An deiz-se e vez galvet an holl er bed, koulz merc\u2019hed ha paotred, d\u2019ober trao\u00f9. Gwelet a reer splann pegen nec\u2019hus eo bepred, koulz e Fra\u00f1s hag e Breizh, rak-se e vez kaset obero\u00f9 da benn a-hed ar bloaz evit gwellaat ar pezh a sell ouzh dizarbenn, selaou ha sikour ar reuziedezed.<\/p>\n\n\n<figure class=\"wp-block-image size-large\"><img loading=\"lazy\" decoding=\"async\" width=\"700\" height=\"394\" src=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash-700x394.jpg\" alt=\"\" class=\"wp-image-83807\" srcset=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash-700x394.jpg 700w, https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash.jpg 1920w\" sizes=\"auto, (max-width: 700px) 100vw, 700px\" \/><figcaption>Nadine Shaabana &#8211; Unsplash<\/figcaption><\/figure>\n\n\n\n<p>Hevez <a href=\"https:\/\/www.un.org\/fr\/observances\/ending-violence-against-women\">Aozadur ar broado\u00f9 unanet<\/a> en deus la\u00f1set an devezh-se, \u00ab tost d\u2019ur vaouez diwar deir zo bet gwalldretet e-kerzh he buhez. Pa vez un enkadenn ez a ar sifro\u00f9-se war greski\u00f1, evel ma\u2019z eus bet gwelet e-pad pandemiezh ar C\u2019HOVID-19 hag e-pad ar brezelio\u00f9 diwezha\u00f1, an enkadenno\u00f9 denel hag ar gwallreuzio\u00f9 liammet ouzh an hin. [\u2026]<\/p>\n\n\n\n<p>Hiziv an deiz ema\u00f1 ar feulster ouzh ar maouezed hag ar merc\u2019hed yaouank e-touez ar gwallo\u00f9 a vez graet ar stanka\u00f1 da wirio\u00f9 an dud. Unan eus ar re a vez diskl\u00eariet an nebeuta\u00f1 dreist-holl abalamour na vez ket kastizet kalz, tavet e vez warna\u00f1 ha degaset e vez brud fall ha mezh war ar reuziedezed. \u00bb<\/p>\n\n\n\n<h2 class=\"wp-block-heading\"><strong>Pa\u2019z eo nec\u2019hus stad an trao\u00f9 bepred e vez roet bec\u2019h war an dachenn<\/strong><\/h2>\n\n\n\n<p>E Fra\u00f1s e weler dre ar sifro\u00f9 pegen kriz eo an trao\u00f9\u00a0: bep 3 devezh e varv ur vaouez bet gwalldretet gant he fried pe he fried kozh. Gwalldretet e vez ar vugale war ar memes tro\u00a0: e 2020 e oa bet lazhet 14 bugel.<\/p>\n\n\n\n<p>Evel ma lenner en <a href=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Chiffres_cles_%C3%A9galite_femmes_hommes_Bretagne.pdf\">danevell war an ingalded maouezed gwazed e 2020<\/a> savet gant ar Rannvro, \u00ab daoust ma weler niver ar merc\u2019hed bet lazhet o tigreski\u00f1 e Fra\u00f1s evit ar wech kenta\u00f1 en ur ober 15 vloaz (102 e 2020 e-kichen 146 e 2019), ez eo aet ar feulster etre priedo\u00f9 war greski\u00f1 evel biskoazh war ar memes tro (+9%). E-kerzh an daou varead kogna\u00f1 e oa kresket kalz niver an taolio\u00f9 feulster etre priedo\u00f9 hag e diabarzh ar familho\u00f9. Ur c\u2019hresk 9% zo bet ha pa oa krog ar feulster-se da veza\u00f1 stankoc\u2019h abaoe an ha\u00f1v 2019 dija\u00a0; kresket eo ivez niver an taolio\u00f9 feulster revel, dreist-holl niver ar gwalladenno\u00f9 (+12,5% a sell ouzh major\u2219ez\u2219ed, +9,8% a sell ouzh minor\u2219ez\u2219ed) a zo aet war greski\u00f1 ivez (+3%). \u00ab <\/p>\n\n\n\n<p>Evit tala\u00f1 ouzh kement-se en ur mod pleustrek ez eus deuet ur youl war wel un tamm e pep lec\u2019h e Breizh. E 2020, pa oa ar gwall blegenn yec\u2019hedel en he gwasha\u00f1, e oa bet roet bec\u2019h gant ar rouedad <a href=\"https:\/\/www.facebook.com\/Femmes-de-Cornouaille-106422404486904\/\">Merc\u2019hed Kerne<\/a> evit sikour ar maouezed da adsevel o c\u2019hein ha da gavout labour. Krouet ez eus bet ostilho\u00f9 nevez, evel an arload nevez <a href=\"https:\/\/quivive-app.com\/\">Qui-vive<\/a> evit mont enep an harellerezh er straedo\u00f9, e Kemper (29), Roazhon (35) ha Ploufragan (22).<\/p>\n\n\n\n    <section class=\"bloc bloc-iframe \">\n        <div class=\"min-wrapper\">\n                            <p class=\"text-center h3\">Qui Vive, an arload hezoug evit enrolla\u00f1 an tagadenno\u00f9 dre gomz<\/p>\n            \n                    <\/div>\n    <\/section>\n\n\n\n\n\n\n<p>Gant<a href=\"https:\/\/uair.org\/\">Unvaniezh ar c\u2019hevredigezhio\u00f9 etresevenadurel e Roazhon<\/a> (UAIR) o deus gallet maouezed, anezho goulennerezed bod en dienez bras hag a c\u2019houza\u00f1v feulster a-berzh o c\u2019hompagnuned, chom hep kousket er straedo\u00f9 dreist-holl gras da sikour ar c\u2019hreizenno\u00f9 goulenner\u2219ien\u2219ezed bod (CADA \u2013 Felger), ar c\u2019hreizenno\u00f9 sokial hag an ospitalio\u00f9 (CHU \u2013 Sant-Malo\u00f9). Evit a sell ouzh an dud a vez feuls gant o fried, digoret ez eus ur greizenn genta\u00f1 en Oriant evit ober war o zro (CPACA) er Mor-Bihan hag en Il-ha-Gwilen.<\/p>\n\n\n\n<h2 class=\"wp-block-heading\"><strong>Ar Rannvro dorn-ha-dorn, ama\u00f1 hag e lec\u2019h all<\/strong><\/h2>\n\n\n\n<p>Harpa\u00f1 a ra ar Rannvro, gant arc\u2019hant dreist-holl, ar re a ro bec\u2019h e pep lec\u2019h e Breizh\u00a0: ar C\u2019hreizenno\u00f9 titouri\u00f1 war gwirio\u00f9 ar merc\u2019hed hag ar familho\u00f9 (KTGMF), er pevar departamant (<a href=\"https:\/\/illeetvilaine.cidff.info\/le-reseau-regional\/p-28\">kevread rannvroel KTGMF Breizh<\/a>), a ginnig ur skoazell digoust war ar gwirio\u00f9 en 81 lec\u2019h degemer, steu\u00f1vi\u00f1 ar genel, a vez o vrouda\u00f1 an dud a labour war an tachenno\u00f9 sokial ha yec\u2019hedel d\u2019en em stumma\u00f1 war an ingalded maouezed-gwazed, pe c\u2019hoazh ar gevredigezh Amicale du nid a stourm enep al louvigezh e Breizh, dreist-holl gant obero\u00f9 diskoacha\u00f1 ha sikour ar reuzied\u2219ez\u2219ed.<\/p>\n\n\n\n<p>Ama\u00f1 evel e lec\u2019h all ema\u00f1 dorn-ha-dorn ar Rannvro gant ar maouezed e pep lec\u2019h dre ar bed\u00a0: ezel eo eus ar <a href=\"https:\/\/www.ecvf.fr\/\">rouedad ECVF<\/a> (Dilenn\u2219idi\u2219adezed enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed) a c\u2019houlenn gant an holl strollegezhio\u00f9 e Breizh rei\u00f1 bec\u2019h evit maouezed Afghanistan, sinet he deus un emglev kenlabour gant Voivodelezh (rannvro) Wielkopolska e Polonia, ha diwar se he deus gallet kelaoui\u00f1 war ar manifestadego\u00f9 a oa bet e ouzhpenn 200 k\u00ear e Polonia e fin 2020, evit ar gwir da ziforc\u2019ha\u00f1.<\/p>\n\n\n\n    <div class=\"bloc-push\">\n        <h3>Ur gellig d\u2019ar reuzied\u2219ez\u2219ed da ziskl\u00earia\u00f1 ar feulster revel ha revelour el labour<\/h3>\n        <p>E fin ar bloaz-ma\u00f1, 2021, he deus nevez-savet ar Rannvro ur gellig a-ratozh evit gwazour\u2219ien\u2219ezed ar strollegezh, dezho da veza\u00f1 selaouet.<\/p>\n<p>Pe o defe gouza\u00f1vet pe gwelet ha klevet komzo\u00f9, jestro\u00f9 revelour, droukziforc\u2019hadurio\u00f9 pe feulster revel pe revelour el lec\u2019h m\u2019emaint o labourat, diwar vrema\u00f1 e c\u2019hallint kavout ul lec\u2019h ma vo selaouet ha tretet ar pezh o do da ziskl\u00earia\u00f1, hep na vefe lakaet o anv war wel, evit gwarezi\u00f1 ar reuzied\u2219ez\u2219ed ha kastiza\u00f1 an dud o deus graet kement-se. Klota\u00f1 a ra an diviz-ma\u00f1 gant ar pezh a oa bet lavaret gant ar Rannvro e 2018 dija ha gant ar redio\u00f9 nevez diouzh lezenn ar 6 a viz Eost 2019 diwar-benn treuzfurmi\u00f1 ar velestradurezh publik.<\/p>\n    <\/div>\n\n\n\n<p>Gallout a rit lenn <a href=\"https:\/\/www.prefectures-regions.gouv.fr\/bretagne\/Region-et-institutions\/L-action-de-l-Etat\/Egalite-et-droits-des-femmes\/Violences-sexistes-et-sexuelles-prostitution-et-traite-des-humains\/Lutte-contre-les-violences-faites-aux-femmes-journee-internationale-du-25-novembre\" target=\"_blank\" rel=\"noreferrer noopener\"><em>programm an abadenno\u00f9 da-ge\u00f1ver an devezh enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed evit pep departamant<\/em><\/a>.<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"Ur mare a bouez evit sacha\u00f1 evezh an dud ha lakaat anezho da rei\u00f1 bec\u2019h eo an devezh gouestlet d\u2019ar stourm evit paouez gant ar feulster ouzh ar merc\u2019hed. An deiz-se e  [&#8230;]","protected":false},"author":20,"featured_media":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"_acf_changed":false,"_oasis_is_in_workflow":0,"_oasis_original":0,"_oasis_task_priority":"","ep_exclude_from_search":false,"footnotes":""},"categories":[67,1],"tags":[],"dm-lies":[],"ccactu":[],"class_list":{"0":"post-85967","1":"post","2":"type-post","3":"status-publish","4":"format-standard","6":"category-a-bep-seurt","7":"category-non-classifiee"},"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v25.9 - https:\/\/yoast.com\/wordpress\/plugins\/seo\/ -->\n<title>Stourm enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed : Breizh o rei\u00f1 bec\u2019h &#183; R\u00e9gion Bretagne<\/title>\n<meta name=\"description\" content=\"13 December 2021 &#183; Ur mare a bouez evit sacha\u00f1 evezh an dud ha lakaat anezho da rei\u00f1 bec\u2019h eo an devezh gouestlet d\u2019ar stourm evit paouez gant ar feulster ouzh ar merc\u2019hed. An deiz-se e\" \/>\n<meta name=\"robots\" content=\"noindex,follow\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"en_US\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Stourm enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed : Breizh o rei\u00f1 bec\u2019h &#183; R\u00e9gion Bretagne\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"13 December 2021 &#183; Ur mare a bouez evit sacha\u00f1 evezh an dud ha lakaat anezho da rei\u00f1 bec\u2019h eo an devezh gouestlet d\u2019ar stourm evit paouez gant ar feulster ouzh ar merc\u2019hed. An deiz-se e\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"R\u00e9gion Bretagne\" \/>\n<meta property=\"article:publisher\" content=\"https:\/\/www.facebook.com\/regionbretagne.bzh\/\" \/>\n<meta property=\"article:published_time\" content=\"2021-12-13T14:05:41+00:00\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2024-06-26T08:26:05+00:00\" \/>\n<meta property=\"og:image\" content=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash-700x394.jpg\" \/>\n<meta name=\"author\" content=\"flenir\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:creator\" content=\"@regionbretagne\" \/>\n<meta name=\"twitter:site\" content=\"@regionbretagne\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Written by\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"flenir\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:label2\" content=\"Est. reading time\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data2\" content=\"4 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\/\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"Article\",\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#article\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/\"},\"author\":{\"name\":\"flenir\",\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/person\/1b03887aed6cf2b5b3708b37c02bd40a\"},\"headline\":\"Stourm enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed : Breizh o rei\u00f1 bec\u2019h\",\"datePublished\":\"2021-12-13T14:05:41+00:00\",\"dateModified\":\"2024-06-26T08:26:05+00:00\",\"mainEntityOfPage\":{\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/\"},\"wordCount\":713,\"publisher\":{\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#organization\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash-700x394.jpg\",\"articleSection\":[\"A bep seurt\",\"Non classifi\u00e9(e)\"],\"inLanguage\":\"bre-BZH\"},{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/\",\"url\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/\",\"name\":\"Stourm enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed : Breizh o rei\u00f1 bec\u2019h &#183; R\u00e9gion Bretagne\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#website\"},\"primaryImageOfPage\":{\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#primaryimage\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash-700x394.jpg\",\"datePublished\":\"2021-12-13T14:05:41+00:00\",\"dateModified\":\"2024-06-26T08:26:05+00:00\",\"description\":\"13 December 2021 &#183; Ur mare a bouez evit sacha\u00f1 evezh an dud ha lakaat anezho da rei\u00f1 bec\u2019h eo an devezh gouestlet d\u2019ar stourm evit paouez gant ar feulster ouzh ar merc\u2019hed. An deiz-se e\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"bre-BZH\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/\"]}]},{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"bre-BZH\",\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#primaryimage\",\"url\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash-700x394.jpg\",\"contentUrl\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash-700x394.jpg\"},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Stourm enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed : Breizh o rei\u00f1 bec\u2019h\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#website\",\"url\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/\",\"name\":\"R\u00e9gion Bretagne\",\"description\":\"La r\u00e9gion \u00e0 vos c\u00f4t\u00e9s\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"bre-BZH\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#organization\",\"name\":\"R\u00e9gion Bretagne\",\"url\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"bre-BZH\",\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/logo\/image\/\",\"url\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/logo-crb-1.png\",\"contentUrl\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/logo-crb-1.png\",\"width\":51,\"height\":51,\"caption\":\"R\u00e9gion Bretagne\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/logo\/image\/\"},\"sameAs\":[\"https:\/\/www.facebook.com\/regionbretagne.bzh\/\",\"https:\/\/x.com\/regionbretagne\",\"https:\/\/www.instagram.com\/region.bretagne\/\",\"https:\/\/www.linkedin.com\/company\/region-bretagne\/\",\"https:\/\/www.youtube.com\/@Region-Bretagne\",\"https:\/\/fr.wikipedia.org\/wiki\/Conseil_r\u00e9gional_de_Bretagne\",\"https:\/\/bsky.app\/profile\/regionbretagne.bsky.social\"]},{\"@type\":\"Person\",\"@id\":\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/person\/1b03887aed6cf2b5b3708b37c02bd40a\",\"name\":\"flenir\"}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Stourm enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed : Breizh o rei\u00f1 bec\u2019h &#183; R\u00e9gion Bretagne","description":"13 December 2021 &#183; Ur mare a bouez evit sacha\u00f1 evezh an dud ha lakaat anezho da rei\u00f1 bec\u2019h eo an devezh gouestlet d\u2019ar stourm evit paouez gant ar feulster ouzh ar merc\u2019hed. An deiz-se e","robots":{"index,follow":"noindex,follow"},"canonical":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/","og_locale":"en_US","og_type":"article","og_title":"Stourm enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed : Breizh o rei\u00f1 bec\u2019h &#183; R\u00e9gion Bretagne","og_description":"13 December 2021 &#183; Ur mare a bouez evit sacha\u00f1 evezh an dud ha lakaat anezho da rei\u00f1 bec\u2019h eo an devezh gouestlet d\u2019ar stourm evit paouez gant ar feulster ouzh ar merc\u2019hed. An deiz-se e","og_url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/","og_site_name":"R\u00e9gion Bretagne","article_publisher":"https:\/\/www.facebook.com\/regionbretagne.bzh\/","article_published_time":"2021-12-13T14:05:41+00:00","article_modified_time":"2024-06-26T08:26:05+00:00","og_image":[{"url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash-700x394.jpg","type":"","width":"","height":""}],"author":"flenir","twitter_card":"summary_large_image","twitter_creator":"@regionbretagne","twitter_site":"@regionbretagne","twitter_misc":{"Written by":"flenir","Est. reading time":"4 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"Article","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#article","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/"},"author":{"name":"flenir","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/person\/1b03887aed6cf2b5b3708b37c02bd40a"},"headline":"Stourm enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed : Breizh o rei\u00f1 bec\u2019h","datePublished":"2021-12-13T14:05:41+00:00","dateModified":"2024-06-26T08:26:05+00:00","mainEntityOfPage":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/"},"wordCount":713,"publisher":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#organization"},"image":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#primaryimage"},"thumbnailUrl":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash-700x394.jpg","articleSection":["A bep seurt","Non classifi\u00e9(e)"],"inLanguage":"bre-BZH"},{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/","name":"Stourm enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed : Breizh o rei\u00f1 bec\u2019h &#183; R\u00e9gion Bretagne","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#website"},"primaryImageOfPage":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#primaryimage"},"image":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#primaryimage"},"thumbnailUrl":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash-700x394.jpg","datePublished":"2021-12-13T14:05:41+00:00","dateModified":"2024-06-26T08:26:05+00:00","description":"13 December 2021 &#183; Ur mare a bouez evit sacha\u00f1 evezh an dud ha lakaat anezho da rei\u00f1 bec\u2019h eo an devezh gouestlet d\u2019ar stourm evit paouez gant ar feulster ouzh ar merc\u2019hed. An deiz-se e","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#breadcrumb"},"inLanguage":"bre-BZH","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/"]}]},{"@type":"ImageObject","inLanguage":"bre-BZH","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#primaryimage","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash-700x394.jpg","contentUrl":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/nadine-shaabana-DRzYMtae-vA-unsplash-700x394.jpg"},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/stourm-enep-ar-feulster-ouzh-ar-merched-breizh-o-rein-bech\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Stourm enep ar feulster ouzh ar merc\u2019hed : Breizh o rei\u00f1 bec\u2019h"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#website","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/","name":"R\u00e9gion Bretagne","description":"La r\u00e9gion \u00e0 vos c\u00f4t\u00e9s","publisher":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"bre-BZH"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#organization","name":"R\u00e9gion Bretagne","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"bre-BZH","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/logo-crb-1.png","contentUrl":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/logo-crb-1.png","width":51,"height":51,"caption":"R\u00e9gion Bretagne"},"image":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/logo\/image\/"},"sameAs":["https:\/\/www.facebook.com\/regionbretagne.bzh\/","https:\/\/x.com\/regionbretagne","https:\/\/www.instagram.com\/region.bretagne\/","https:\/\/www.linkedin.com\/company\/region-bretagne\/","https:\/\/www.youtube.com\/@Region-Bretagne","https:\/\/fr.wikipedia.org\/wiki\/Conseil_r\u00e9gional_de_Bretagne","https:\/\/bsky.app\/profile\/regionbretagne.bsky.social"]},{"@type":"Person","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/person\/1b03887aed6cf2b5b3708b37c02bd40a","name":"flenir"}]}},"amp_enabled":true,"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/85967","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/users\/20"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=85967"}],"version-history":[{"count":2,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/85967\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":148197,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/85967\/revisions\/148197"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=85967"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/categories?post=85967"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/tags?post=85967"},{"taxonomy":"dm-lies","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/dm-lies?post=85967"},{"taxonomy":"ccactu","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/ccactu?post=85967"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}