{"id":85698,"date":"2021-12-07T17:41:10","date_gmt":"2021-12-07T16:41:10","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=85698"},"modified":"2024-04-11T16:46:19","modified_gmt":"2024-04-11T14:46:19","slug":"gouzout-hiroch-war-an-dek-10-trofe-evit-an-diorren-padus-e-breizh-e-2021","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/gouzout-hiroch-war-an-dek-10-trofe-evit-an-diorren-padus-e-breizh-e-2021\/","title":{"rendered":"Gouzout hiroc\u2019h war an dek 10 Trofe evit an diorren padus e Breizh e 2021 !"},"content":{"rendered":"

\n Da-ge\u00f1ver un devezh gouestlet d\u2019an ekonomiezh kelc\u2019h e oa bet roet, evit ar 15vet gwech, Trofeo\u00f9 an diorren padus e Breizh d\u2019ar Merc\u2019her 13 a viz Here e Roazhon : graet e vo anaoudegezh dre video gant an dek ober awenus a zo bet loreet e 2021 war bep a dachenn dezho, dishe\u00f1vel-tre an eil re diouzh ar re all.<\/p>\n\n\n

\"visuel<\/figure>\n\n\n\n

Pemzek vloaz zo e oa bet krouet trofeo\u00f9 an diorren padus e Breizh evit lakaat kroui\u00f1 trao\u00f9 nevez ha brouda\u00f1 an dud da gemer boazio\u00f9 mat. Bep bloaz e vez loreet ganto obero\u00f9 skouerius, a c\u2019haller adober pe awenus, kaset da benn gant obererien a bep seurt. Er bloaz-ma\u00f1 e oa tost da 200 a obererien eus Breizh\u2013 embregerezhio\u00f9 (89), kevredigezhio\u00f9 (62), stalio\u00f9 kelenn (16) hag obererien bublik (17) \u2013 o vont war ar renk. Loreet e vezont gant an Trofeo\u00f9-ma\u00f1 evit beza\u00f1 lakaet an diorren padus e pleustr diouzh ar pevar ferzh a ya d\u2019ober anezha\u00f1\u00a0: endroel, ekonomikel, sokial ha demokratel.<\/p>\n\n\n\n