{"id":71770,"date":"2021-03-08T15:30:50","date_gmt":"2021-03-08T14:30:50","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=71770"},"modified":"2024-04-11T16:47:27","modified_gmt":"2024-04-11T14:47:27","slug":"an-tiriadou-o-nevezin-evit-kreizou-bev-er-cheriou-4-an-natur-e-ker","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/an-tiriadou-o-nevezin-evit-kreizou-bev-er-cheriou-4-an-natur-e-ker\/","title":{"rendered":"An tiriado\u00f9 o nevezi\u00f1 evit kreizo\u00f9 bev er c\u2019h\u00eario\u00f9 #4 : an natur e k\u00ear"},"content":{"rendered":"

\n \r\nDalc\u2019het e vo nav emgav a-bell, unan bep miz betek miz Mezheven 2021, war \u00ab Doareo\u00f9 nevez en tiriado\u00f9 evit kreiz ar c\u2019h\u00eario\u00f9 bev \u00bb evit en em so\u00f1jal war ar mod da gempenn kreiz ar bourko\u00f9 hag ar c\u2019h\u00eario\u00f9 e Breizh. War-lerc\u2019h an emgav #1 diwar-benn ar c\u2019h\u00eario\u00f9-porzhio\u00f9, #2 diwar-benn la\u00f1s ar c\u2019henwerzh, #3 diwar-benn ar glad, komzomp eus an emgav #4 diwar-benn plas an natur e k\u00ear.<\/p>\n\n\n

\"visuel<\/figure>\n\n\n\n

Penaos degas an natur e k\u00ear\u00a0?<\/h2>\n\n\n\n

A-wecho\u00f9 e weler kreiz ar bourko\u00f9 hag ar c\u2019h\u00eario\u00f9 evel lec\u2019hio\u00f9 meinek stank ar savadurio\u00f9 enno. Penaos lakaat an natur da zont pe da zistrei\u00f1 e k\u00ear\u00a0? E-kerzh ar 4e emgav eus An Tiriado\u00f9 o nevezi\u00f1, d\u2019an 10 a viz C\u2019hwevrer, e oa bet kaoz eus ar pezh a zo e dalc\u2019h evit kempenn takado\u00f9 glas ha naturel en ur glask gwarezi\u00f1 liesseurted ar vuhez ha war un dro kinnig takado\u00f9 foran evit en em zidual e k\u00ear. Un tamm sell war an trao\u00f9 gant skouerio\u00f9 ostilho\u00f9 talvoudus ha testenio\u00f9 fetis diwar-benn obero\u00f9 ijinus evit stalia\u00f1 takado\u00f9 naturel pa vez kempennet ar c\u2019h\u00eario\u00f9.<\/p>\n\n\n\n

Peseurt liorzh e kreiz-k\u00ear\u00a0? Raktres an danvez liorzhawour\u00b7ien\u00b7ezed e Merdrigneg<\/h2>\n\n\n\n

Peseurt liorzho\u00f9 evit kreiz hor bourko\u00f9 ha kreiz hor c\u2019h\u00eario\u00f9\u00a0? Evit respont d\u2019ar goulenn-se ha kas he raktres da benn evit kreiz he bourk eo bet gouest kumun Merdrigneg (Aodo\u00f9-an-Arvor) da ober gant ar perzhio\u00f9 mat a zo enni\u00a0: an danvez liorzhawour\u00b7ien\u00b7ezed a zo er CFA (kreizenn stumma\u00f1 an deskarded) e Merdrigneg, hag o chemet. Aesaat an trao\u00f9 evit an dud nammet, hento\u00f9, arrebeuri\u2026\u00a0: implijet o deus diazezo\u00f9 penna\u00f1 al liorzhaoui\u00f1 evit empenta\u00f1 ul lec\u2019h da voda\u00f1 an holl remziado\u00f9 tud e kalon kreiz-k\u00ear. E-touez o c\u2019hinnigo\u00f9 he deus dibabet ar strollegezh ul liorzh digustum a vo kavet meur a dakad dishe\u00f1vel enni (diskuizha\u00f1, piknika\u00f1, tachenn-c\u2019hoari evit an holl, un takad dizro) e-kreiz plant ha gwez stank.<\/p>\n\n\n\n

An natur d\u2019ho he\u00f1cha\u00f1\u00a0: baleadenno\u00f9 en natur dre Loudieg<\/h2>\n\n\n\n

Eno ema\u00f1 ar roudenn c\u2019hlas a yeer ganti war e bouezig eus kreiz-k\u00ear betek ur park e-maez k\u00ear, en tu all d\u2019an hent-tro. Bez\u2019 ez eus ur fraost industriel lec\u2019h ma vo lezet an natur d\u2019en em stalia\u00f1 adarre a-raok lakaat un hent-houarn dilaosket da veza\u00f1 hento\u00f9 dous hag un ti-gar kozh da veza\u00f1 ur c\u2019harter nevez. Bez\u2019 ez eus ivez ur c\u2019hoad bihan e-kichen ur c\u2019harter annezio\u00f9 sokial emeur oc\u2019h adkempenn, hag a yay betek kreiz-k\u00ear e stumm ur wenodenn\u00a0: e Loudieg (Aodo\u00f9-an-Arvor) e vezer o prederia\u00f1 da vat evit lezel an natur da gemer he flas en ur \u201cg\u00ear war ar maez\u201d ha rei\u00f1 plas d\u2019an dud da vont war droad pe war varc\u2019h-houarn<\/p>\n\n\n

\n
\n \n

Nature en ville \u00e0 Loud\u00e9ac<\/p>\n