{"id":70495,"date":"2021-02-12T12:01:25","date_gmt":"2021-02-12T11:01:25","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=70495"},"modified":"2024-04-11T16:47:39","modified_gmt":"2024-04-11T14:47:39","slug":"tro-ar-bed-al-low-tech-gant-an-nomade-des-mers","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/tro-ar-bed-al-low-tech-gant-an-nomade-des-mers\/","title":{"rendered":"Tro ar bed al Low Tech gant an Nomade des mers !"},"content":{"rendered":"

\n Kit e bourzh Arte evit an eil koulzad gant an Nomade des mers : delc\u2019her a ra ar vag-arnodva gant he hent ha dek ehan nevez hag a vo kontet gant dek teulfilm, deomp d\u2019ober anaoudegezh gant al low tech : teknologiezhio\u00f9 aes ober ganto evit un doare beva\u00f1 hag zouj muioc\u2019h hor planedenn !<\/p>\n\n\n

\"\"<\/figure>\n\n\n\n

Er c\u2019hontrol d\u2019an high tech ez eo al low tech pe \u00ab\u00a0teknologiezhio\u00f9 izel\u00a0\u00bb<\/a> binvio\u00f9, tekniko\u00f9 pe doareo\u00f9 ober ekologel hag eeun, graet evit hon ezhommo\u00f9 penna\u00f1<\/strong>\u00a0: kaout dour, labourat an douar, kegina\u00f1, en em domma\u00f1\u2026 Ur sil-dour e pri-poazh, lampo\u00f9-heol graet gant danvezio\u00f9 adimplijet, fitosila\u00f1 an dourio\u00f9 lous, ur mekanik da zisalla\u00f1, roteil naouek\u2026\u00a0: abalamour da anaout, arnodi\u00f1 al low tech talvoudus-se, padus hag aes evit an holl, hag evit sacha\u00f1 evezh an dud warno eo aet an ijinour Corentin de Chatelperron hag e genseurted eus al Low-tech Lab e Konk-Kerne<\/a> da gregi\u00f1 gant an avantur-ma\u00f1.<\/p>\n\n\n\n

50 low tech aes evit an holl<\/h3>\n\n\n\n

Ouzhpenn pevar bloaz zo e oa loc\u2019het an Nomade des mers<\/em> gant e dro ar bed e bourzh evit mont davet krouerien a bep seurt ijin ha birvilh ganto<\/strong> (studierien, embregerien, bitellerien, skiantourien, kevredigezhio\u00f9\u2026) hag a vez hiziv an deiz, e pep lec\u2019h war hor planedenn, oc\u2019h empenta\u00f1 low tech ijinus\u00a0: renablet ez eus bet dija, gant skipailh al Low Tech Lab, 50 low tech displeget dre ar munud e stumm tutorialo\u00f9<\/a> da veza\u00f1 kavet ha skignet e-barzh o lec\u2019hienn, abalamour da c\u2019hallout beva\u00f1 gwelloc\u2019h gant nebeutoc\u2019h a zanvez\u00a0!<\/p>\n\n\n\n

\n

Sellit ouzh an eil koulzad war Arte<\/h3>\n

War-lerc\u2019h ar c\u2019houlzad 1 (a zo adskignet war ar memes tro), sellit war Arte ouzh eil koulzad tro ar bed al low tech\u00a0: eus Azia betek Mec\u2019hiko, dek teulfilm war an dek ehan nevez merket gant an ijin, gant an Nomade des mers<\/em>.
\n
War arte.tv eus an 01\/02 d\u2019an 19\/04\/21<\/a><\/p>\n <\/div>\n\n\n

\n
\n \n

<\/p>\n