{"id":68614,"date":"2021-01-14T17:28:17","date_gmt":"2021-01-14T16:28:17","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=68614"},"modified":"2024-06-26T10:27:30","modified_gmt":"2024-06-26T08:27:30","slug":"la-session-sur-le-budget-2021-en-bref","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/","title":{"rendered":"An dalc\u2019h war ar budjed evit 2021 berr-ha-berr"},"content":{"rendered":"<p class=\"chapo\">\n    Tra m\u2019emaomp c\u2019hoazh en ur blegenn diasur war an tachenno\u00f9 ekonomikel ha sokial ez eo bet aprouet ar 6vet budjed, hag an hini diwezha\u00f1 evit ar respetad, gant ar C\u2019huzul-rannvro. War greski\u00f1 ema\u00f1 ar budjed pa sav da 1,675 miliard a euroio\u00f9, war un dro evit delc\u2019her da rei\u00f1 la\u00f1s d\u2019an ekonomiezh adarre war verr dermen, hag evit lakaat Breizh da vont buanoc\u2019h gant an treuzkemm. War ar roll-labour ivez : ar politikerezh evit kenstagded an tiriado\u00f9, ar park Renk-Aod an Emrodez da zont, strategiezh nevez an enklask hag an nevezi\u00f1, skoazella\u00f1 bed ar c\u2019hevredigezhio\u00f9 lec\u2019h m\u2019int diazezet, kartenn ar stummadurio\u00f9 micherel\u2026<\/p>\n\n\n<figure class=\"wp-block-image size-large\"><img loading=\"lazy\" decoding=\"async\" width=\"700\" height=\"394\" src=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/SESSION-0801-012-1-700x394.jpg\" alt=\"Micro de session\" class=\"wp-image-36109\" srcset=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/SESSION-0801-012-1-700x394.jpg 700w, https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/SESSION-0801-012-1.jpg 1920w\" sizes=\"auto, (max-width: 700px) 100vw, 700px\" \/><figcaption>Emmanuel Pain <\/figcaption><\/figure>\n\n\n<div class=\"bloc bloc-chiffres-cles full-width\">\n    <div class=\"wrapper\">        \n        <ul class=\"row d-flex justify-content-center\">\n                <li class=\"col-6 col-md-3 col-xl-3 element maxsquare\">\n\n            <div class=\"element-inner \">\n                <div class=\"value\">1,675 <span class=\"suffixe\">Md \u20ac<\/span>                 <\/div>\n                <div class=\"item-legende\">Sed aze budjed ar Rannvro e 2021<\/div>\n            <\/div>\n        <\/li>\n                <li class=\"col-6 col-md-3 col-xl-3 element maxsquare\">\n\n            <div class=\"element-inner \">\n                <div class=\"value\">4,3<span class=\"suffixe\">%<\/span>                 <\/div>\n                <div class=\"item-legende\">Sed aze kresk an dispigno\u00f9 posta\u00f1 e-ke\u00f1ver ar budjed e 2020.<\/div>\n            <\/div>\n        <\/li>\n                <li class=\"col-6 col-md-3 col-xl-3 element maxsquare\">\n\n            <div class=\"element-inner \">\n                <div class=\"value\">0 <span class=\"suffixe\">%<\/span>                 <\/div>\n                <div class=\"item-legende\">Sed aze emdroadur an dispigno\u00f9 evit ar mont en-dro.<\/div>\n            <\/div>\n        <\/li>\n                <\/ul>\n    <\/div>\n<\/div>\n\n\n<h2 class=\"wp-block-heading\">Ar budjed evit 2021<\/h2>\n\n\n\n<p>Goude beza\u00f1 roet kalz a vec\u2019h evit tala\u00f1 ouzh an trao\u00f9 mallus (sellet izeloc\u2019h) e wel Rannvro Breizh, gant an enkadenn m\u2019emaomp, penaos he doa graet an dibabo\u00f9 a zere evit kregi\u00f1 gant an treuzkemmo\u00f9. Dispign nebeutoc\u2019h a energiezh, nested ha kenskoazell, setu ar pezh a ya d\u2019ober sichenn ar budjed evit 2021 (ur c\u2019hresk + 4,3% e-ke\u00f1ver 2020&nbsp;; merket eo, evel ar budjedo\u00f9 a-raok, gant al lodenn gouestlet d\u2019ar posta\u00f1&nbsp;: ouzhpenn 680 M\u20ac). Gant ar budjed-ma\u00f1 e tiskouez splann ar Rannvro<strong> e fell dezhi mont buanoc\u2019h evit lakaat ar 6 engouestl penna\u00f1 e pleustr er raktres Breizh COP evit an treuzkemm <\/strong>abalamour da ziazeza\u00f1 ar beva\u00f1 mat asambles e Breizh ac\u2019hann da 2040.<\/p>\n\n\n\n<ul class=\"wp-block-list\"><li>Debri\u00f1 mat evit an holl,<\/li><li>Strategiezh evit an energiezh hag an hin,<\/li><li>Fi\u00f1vusted kengred ha digarbon,<\/li><li>Strategiezhio\u00f9 niverel a-skiant-vat,<\/li><li>Gwarezi\u00f1 ha talvoudekaat liesseurted ar vuhez hag an danvezio\u00f9,<\/li><li>Kenstagded an tiriado\u00f9<\/li><\/ul>\n\n\n\n    <section class=\"bloc bloc-iframe \">\n        <div class=\"min-wrapper\">\n            \n            <div style=\"width: 100%\"><div style=\"position: relative;padding-bottom: 100.00%;padding-top: 0;height: 0\"> <\/div> <\/div>        <\/div>\n    <\/section>\n\n\n\n\n\n\n    <div class=\"bloc-push\">\n        <h3>Lakaat ar muia\u00f1 a arc\u2019hant ma c\u2019haller evit an adla\u00f1s : skoazell d\u2019an embregerezhio\u00f9, stumma\u00f1 ar re yaouank, skoazella\u00f1 bed ar sevenadur<\/h3>\n        <p>Roet ez eus bec\u2019h da vat gant ar Rannvro evit tala\u00f1 ouzh difraeo\u00f9 an enkadenn yec\u2019hedel. E 2021 e vo dalc\u2019het gant ar strivo\u00f9-se en ur glask mont pelloc\u2019h ganti, gant tri zra d\u2019ober kenta\u00f1-wella\u00f1 :<\/p>\n<ul>\n<li><strong>Sikour an embregerezhio\u00f9 forzh peseurt ment e vefent\u00a0:<\/strong> + 29,5 M\u20ac evit ar skoaziadenno\u00f9 gouestlet d\u2019an diorren ekonomikel.<\/li>\n<li><strong>Stumma\u00f1 evit sikour ar Bretonezed hag ar Vretoned a zo o klask labour, ar re yaouank da genta\u00f1-penn\u00a0:<\/strong> 27 M\u20ac ouzhpenn evit ar stumma\u00f1 micherel ha 3\u00a0700 plas ouzhpenn evit ar re yaouank 16-30 vloaz er stummadurio\u00f9 arc\u2019hantet gant ar Rannvro.<\/li>\n<li><strong>Taolet e vo evezh a-dost ouzh gennado\u00f9 bresk-tre an touristerezh, ar sevenadur ha bed ar c\u2019hevredigezhio\u00f9\u00a0<\/strong>: 3,4 M\u20ac lakaet ouzhpenn evit ar c\u2019hroui\u00f1 hag ar mont en-dro war dachenn ar sevenadur, ur font a-ratozh 2 M\u20ac enna\u00f1 evit an obererien e bed ar c\u2019hevredigezhio\u00f9, da glokaat stignado\u00f9 ar Stad.<\/li>\n<\/ul>\n    <\/div>\n\n\n\n<h2 class=\"wp-block-heading\">Hag ivez<\/h2>\n\n\n\n<h3 class=\"wp-block-heading\">Aproui\u00f1 raktres peurechu ar Sraddet<\/h3>\n\n\n\n<p>Aprouet eo bet raktres peurechu ar Brastres rannvroel evit an terka\u00f1, an diorren padus ha kevatalder an tiriado\u00f9 (Sraddet), urzhiet gant ar Stad (lezenn NOTRe)&nbsp;: ganta\u00f1 e vez termenet <strong>an he\u00f1chadurio\u00f9 bras evit diorren tiriad Breizh war an holl dachenno\u00f9 ac\u2019hann da 2040<\/strong> (terka\u00f1 an tiriad, fi\u00f1vusted, ekonomiezh, stumma\u00f1, stourm enep ar che\u00f1chamant hin, energiezh, liesseurted ar vuhez\u2026), a glot gant ar raktres Breizh COP.<\/p>\n\n\n\n<h3 class=\"wp-block-heading\">Un engouestl evit kenstagded an tiriado\u00f9<\/h3>\n\n\n\n<p>Frammet eo Breizh gant ur rouedad k\u00eario\u00f9 bihan, k\u00eario\u00f9 ha bourko\u00f9, hag a sach tud enno. Aprouet ez eus bet ur sturfollenn nevez evit kenstagded an tiriado\u00f9. Ganti e vo lakaet an holl bolitikerezhio\u00f9 rannvroel da glokaat an eil egile abalamour da vont buanoc\u2019h gant an treuzkemmo\u00f9 (war dachenn an ekonomiezh, an endro, an niverel\u2026)&nbsp;:<\/p>\n\n\n\n<ul class=\"wp-block-list\"><li>Da-ge\u00f1ver <strong>ur c\u2019hevelerezh kre\u00f1voc\u2019h gant an etrekumuniezho\u00f9<\/strong><\/li><li>Lakaat kreski\u00f1 <strong>ar genskoazell etre an tiriado\u00f9 pe e vefent war ar maez, e k\u00ear pe trok\u00ear<\/strong>.<\/li><\/ul>\n\n\n\n<p>Priorelezhio\u00f9&nbsp;:<\/p>\n\n\n\n<ul class=\"wp-block-list\"><li><strong>Mont buanoc\u2019h gant an treuzkemmo\u00f9<\/strong><\/li><li><strong>Degas muioc\u2019h a virvilh e-kreiz ar c\u2019h\u00eario\u00f9<\/strong><\/li><li><strong>Kinnig ul live servijo\u00f9 nes kenta\u00f1 d\u2019an holl dud e<\/strong> Breizh, gant ostilho\u00f9 nevez e servij ar strollegezhio\u00f9&nbsp;: ijinouriezh, buhezi\u00f1 evit kendivizout war an doareo\u00f9 d\u2019ober\u2026<\/li><\/ul>\n\n\n\n<p><strong>Ur steu\u00f1v enluska\u00f1 evit ar re yaouank<\/strong> zo bet votet ivez&nbsp;: ar Rannvro a ray war-dro kenurzhia\u00f1 ha kas an trao\u00f9 en-dro e Breizh.<\/p>\n\n\n\n<p><\/p>\n\n\n\n<h3 class=\"wp-block-heading\"><strong>Engouestla\u00f1 evit ur fi\u00f1vusted kengret ha digarbon<\/strong><\/h3>\n\n\n\n<p>Graet eo ar 6<sup>vet<\/sup> engouestl er raktres Breizh COP evit <strong>diorren ar fi\u00f1vusted kengret ha digarbon e Breizh, hag ar pal eo tizhout un digresk 66% evit ar c\u2019hementad CO<sub>2<\/sub> taolet gant an treuzdougen a-benn 2040<\/strong> ha 83% a-benn 2050. Ur pezh mell striv e vo hag eizh poent a ya d\u2019ober ar sturfollenn evit dont a-benn eus se.<\/p>\n\n\n\n<ul class=\"wp-block-list\"><li><strong><strong>Diorren ar rouedad treuzdougen rannvroel BreizhGo<\/strong> (trenio\u00f9, kirri-boutin, bigi) evit lakaat daougementi\u00f1 pouez an treuzdougen boutin<\/strong>&nbsp;<\/li><li><strong>Gwellaat kalite ar servijo\u00f9, an degemer, aezamanto\u00f9 ar rouedad <\/strong>evit diorren kinnig BreizhGo.<\/li><li><strong>Ren ur politikerezh evit ar prizio\u00f9 war ar rouedad, graet evit an holl ha kempouez war ar memes tro <\/strong>evit diorren ar c\u2019hinnig ha digeri\u00f1 ar rouedad d\u2019ar muia\u00f1 a dud.<\/li><li><strong>Eeunaat an doare da gavout titouro\u00f9 war al linenno\u00f9 ha da brena\u00f1 teulio\u00f9 treuzdougen<\/strong> evit aesaat d\u2019an dud mont gant an treuzdougen publik, pe e vefe bemdez pe ur wech dre vare.<\/li><li><strong>Delc\u2019her da gempenn ar rouedad BreizhGo abalamour da zegemer an dud dalc\u2019het en o c\u2019horf<\/strong>, ar pezh omp krog d\u2019ober tost 20 vloaz zo war meur a dachenn&nbsp;: terka\u00f1, titouri\u00f1, mirout plaso\u00f9.<\/li><li><strong>Kenlabourat gant an etrekumuniezho\u00f9 evit lakaat sinergiezhio\u00f9 da sevel etre ar rouedad BreizhGo ha doareo\u00f9 da gemer plas ar gweturio\u00f9<\/strong> evit un den e-unan&nbsp;: kenwetura\u00f1, marc\u2019h-houarn, treuzdougen boutin.<\/li><li><strong>Mont war an an hento\u00f9 ha gant gweturio\u00f9 muioc\u2019h-mui a-stroll<\/strong> gant ur c\u2019henlabour a-dost gant mererien an enframmo\u00f9 ha kevelerezhio\u00f9 brasoc\u2019h evit diorren ar c\u2019henwetura\u00f1.<\/li><li><strong>Beza\u00f1 ur Rannvro hag a ziskouez ar skouer vat,<\/strong> koulz e-giz implijer hag a labour war dachenn Breizh en he fezh (flodad kirri-boutin ha kement zo) hag e-giz ur strollegezh hag a vroud politikerezhio\u00f9 publik da vont a-du gant ar fi\u00f1vusted digarbon.<\/li><\/ul>\n\n\n\n<h3 class=\"wp-block-heading\"><strong><strong>Emdroadur kartenn ar stummadurio\u00f9 kenta\u00f1<\/strong><\/strong>&nbsp;<\/h3>\n\n\n\n<p>Che\u00f1ch a ray kartenn ar stummadurio\u00f9 micherel kenta\u00f1 hervez statud ar skolio\u00f9 evit Breizh a-benn distro-skol 2021. Savet eo asambles gant an akademiezh ha puilhoc\u2019h e vo an trao\u00f9 enni, ar pezh a weler gant 37 diarbenn&nbsp;: <\/p>\n\n\n\n<ul class=\"wp-block-list\"><li>20 stummadur pe danvez nevez digoret<\/li><li>1 stummadur daouhanteret<\/li><li>3 hentad kemmesk hag a zo anezho dija zo treuzfurmet<\/li><li>3 digresk evit a sell ouzh ar barr degemer ha 10 klozadur.<\/li><\/ul>\n\n\n\n<p>Sellet a ra an darn vrasa\u00f1 eus an diarbenno\u00f9 ouzh ar Vachelouriezh vicherel (20 diarbenn evit liesaat ar c\u2019hinnig stumma\u00f1 ha lakaat anezha\u00f1 da vont diouzh ar goulenn) hag ivez ouzh an TGM (war dachenn ar c\u2019hoad, ar werzh, an aveerezh, ar sevel-tiez\u2026). <strong>Rak-se e vez kre\u00f1vaet al liveo\u00f9 barregezh kenta\u00f1 gant ar gartenn-ma\u00f1, ha klokaat a ra ar c\u2019hinnig kre\u00f1voc\u2019h e BTU<\/strong> a gaver 2 stummadur nevez ganto (\u00ab&nbsp;Reoli\u00f1 oberiant ar surentez&nbsp;\u00bb ha \u00ab&nbsp;Biokalite&nbsp;\u00bb).<\/p>\n\n\n\n<h3 class=\"wp-block-heading\">Sikour adla\u00f1sa\u00f1 an embregerezhio\u00f9 breizhat<\/h3>\n\n\n\n<p>Gant an darn vrasa\u00f1 eus an diarbenno\u00f9 mallus divizet gant ar Rannvro abaoe m\u2019emaomp en enkadenn yec\u2019hedel ez eus sikouret mirout kefiad ha liesseurted an obererien ekonomikel e Breizh (kenwerzhourien, artizaned, embregerezhio\u00f9, kevredigezhio\u00f9\u2026), ouzhpenn an diarbenno\u00f9 a-berzh ar Stad. Bez\u2019 ez eus ur bern embregerezhio\u00f9 bresk-tre e-ke\u00f1ver an arc\u2019hant&nbsp;; rak-se <strong>en deus divizet ar C\u2019huzul-rannvro kroui\u00f1 ostilho\u00f9 evit kre\u00f1vaat fonto\u00f9 piaouel an EBE hag an EME breizhat<\/strong>, asambles gant kevelerien publik ha prevez. Lodek e vo e <strong>tri font micherel a gapital posta\u00f1, gant 30 M\u20ac<\/strong>, evit harpa\u00f1 ar strategiezhio\u00f9 posta\u00f1 gouestlet da zispaka\u00f1 ekonomiezh Breizh pe da lakaat anezhi da gemm&nbsp;:<\/p>\n\n\n\n<ul class=\"wp-block-list\"><li>Ar font Breizh Rebond &nbsp;(20 M\u20ac)<\/li><li>Epop\u00e9e Transition (10 M\u20ac),<\/li><li>Brienne III (1 M\u20ac).<\/li><\/ul>\n\n\n\n<h3 class=\"wp-block-heading\"><strong>Ur strategiezh rannvroel nevez evit an enklask hag an nevezi\u00f1<\/strong><\/h3>\n\n\n\n<p>Gant o strategiezh evit an enklask hag an nevezi\u00f1 (a reer <em>Smart Specialisation Strategy<\/em> pe S3 anezho) e vez termenet, gant pep Rannvro europat, an tachenno\u00f9 arbennik a fell dezhi lakaat arc\u2019hant enno evit kaout skoazello\u00f9 digant Europa. Da-heul an S3 kenta\u00f1 termenet evit 2014-2020 en deus aprouet ar <strong>C\u2019huzul-rannvro an S3 nevez evit Breizh evit 2021-2027. Merket ez eus 5 tachenn nevezi\u00f1 strategel enni hag un ahel hollek hag a sell ouzh an holl dachenno\u00f9 <\/strong>(gouestlet d\u2019an tachenno\u00f9 nevezi\u00f1 hag a c\u2019hall sacha\u00f1 ar muia\u00f1 ekonomiezh Breizh war grec\u2019h)&nbsp;:<\/p>\n\n\n\n<ul class=\"wp-block-list\"><li>Ekonomiezh ar mor evit ur c\u2019hresk glas<\/li><li>Ekonomiezh ar boued evit an debri\u00f1 mat evit an holl<\/li><li>Ekonomiezh an industriezh evit ur produi\u00f1 naouek<\/li><li>Ekonomiezh niverel suraet hag a-skiant-vat<\/li><li>Ekonomiezh ar yec\u2019hed hag an hevoud evit gwellaat kalite ar vuhez<\/li><li>Un ahel hollek evit respont d\u2019an dalc\u2019ho\u00f9 a sell ouzh treuzkemmo\u00f9 an ekonomiezh hag ar gevredigezh&nbsp;: niverel &amp; industriezh, ekologiezh &amp; endro, sokial &amp; keodedouriezh\u2026<\/li><\/ul>\n\n\n\n<h3 class=\"wp-block-heading\"><strong>Implijout ar fonto\u00f9 europat e Breizh adalek 2021<\/strong><\/h3>\n\n\n\n<p>Evit ar maread 2021-2027 e c\u2019hallo Breizh tenna\u00f1 he mad adarre eus ar pevar font europat a gustum kaout, gant ur c\u2019hresk dre vras. Rannvro Breizh e vo ar bennadurezh vera\u00f1 evit al lodenn vrasa\u00f1 eus ar fonto\u00f9-se&nbsp;:<\/p>\n\n\n\n<ul class=\"wp-block-list\"><li><strong><strong>Font europat evit an diorren ekonomikel ha rannvroel (Feder)&nbsp;<\/strong>: 323 M\u20ac (+ 27 M\u20ac )<\/strong><\/li><li><strong>Font sokial europat (FSE+)<\/strong>&nbsp;: 60 M\u20ac evit al lodenn stumma\u00f1, asambles gant ar Stad a ra war-dro al lodenno\u00f9 implij ha kenempra\u00f1. &nbsp;<\/li><li><strong>Font europat evit an aferio\u00f9 mor, ar pesketa hag an dourc\u2019hounezerezh (Feampa)<\/strong>&nbsp;: emeur o kendivizout war ar budjed hag evit lodenna\u00f1 ar mera\u00f1 etre ar Stad ha Rannvro Breizh<\/li><li><strong><strong>Font Europa evit al labour-douar ha diorren ar maezio\u00f9 (Feader)<\/strong>, a vo che\u00f1chet adalek 2023 da-ge\u00f1ver ur politikerezh boutin nevez evit al labour-douar<\/strong>&nbsp; <\/li><li><strong><strong>Ar font nevez React-Eu<\/strong> krouet da-ge\u00f1ver ar steu\u00f1v adla\u00f1sa\u00f1 europat&nbsp;: 94 M\u20ac a zlefe beza\u00f1 evit Breizh e 2021-2023<\/strong><\/li><\/ul>\n\n\n\n<h3 class=\"wp-block-heading\"><strong>Kroui\u00f1 an 3<sup>e<\/sup> Park natur rannvroel<\/strong><\/h3>\n\n\n\n<p>Aprouet o deus dilenn\u00b7idi\u00b7adezed ar Rannvro raktres <strong>statudo\u00f9 ar Sindikad kemmesk a vo diazezet ganta\u00f1 ar park natur rannvroel Trao\u00f1ienn ar Renk-Aod an Emrodez<\/strong>. Bodet e vo enna\u00f1 ar 74 kumun hag ar 4 etrekumuniezh a zo en dachenn studiet evit ar park (Dinan Tolpad-k\u00eario\u00f9, Sant-Malo\u00f9 Tolpad-k\u00eario\u00f9, Kumuniezh-kumunio\u00f9 Aod an Emrodez, Kumuniezh-kumunio\u00f9 Breizh ar Romantelourien), an Departamanto\u00f9 Aodo\u00f9-an-Arvor hag Il-ha-Gwilen, hag ar Rannvro. <strong>Kefridi benna\u00f1 ar sindikad e vo peursevel karta ar Park <\/strong>abalamour d\u2019ar Rannvro da c\u2019hallout la\u00f1sa\u00f1 an difraeo\u00f9 ofisiel evit kroui\u00f1 anezha\u00f1 (ali pennadurezh an endro, enklask foran, selaou alio\u00f9 ar strollegezhio\u00f9 a sell an afer outo)&nbsp;: a-benn fin 2022 e tlefed kroui\u00f1 ar park d\u2019an abreta\u00f1.<\/p>\n\n\n\n<h4 class=\"wp-block-heading\">An enkemmado\u00f9<\/h4>\n\n\n\n<ul class=\"wp-block-list\"><li>Font keveli\u00f1 ar c\u2019hevredigezhio\u00f9 gant an DPKE Pass Asso (enkemmad er budjed a-berzh ar Prezidant)<\/li><li>Yaouankiz (enkemmad er budjed a-berzh ar Prezidant)<\/li><li>Sikour adla\u00f1sa\u00f1 an embregerezhio\u00f9 e Breizh gant ostilho\u00f9 bila\u00f1s<\/li><\/ul>\n\n\n\n    <div class=\"bloc-push\">\n        <h3>Evit gouzout hiroc\u2019h<\/h3>\n        <ul>\n<li>Hon teuliad war ar budjed evit 2021 (enlinenn prestik)<\/li>\n<li><a href=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/DiscoursPresident_Session15102020-1.docx\">Prezegenn digeri\u00f1 ar prezidant<\/a><\/li>\n<li><a href=\"https:\/\/secure.synople.tv\/site\/CR_Bretagne\/video_CRBretagne.php\">Videoio\u00f9 ar c\u2019hendivizo\u00f9 e-kerzh an dalc\u2019h<\/a><\/li>\n<\/ul>\n    <\/div>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"Tra m\u2019emaomp c\u2019hoazh en ur blegenn diasur war an tachenno\u00f9 ekonomikel ha sokial ez eo bet aprouet ar 6vet budjed, hag an hini diwezha\u00f1 evit ar respetad, gant ar C\u2019huzul-rannvro. War greski\u00f1  [&#8230;]","protected":false},"author":20,"featured_media":91332,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"_acf_changed":false,"_oasis_is_in_workflow":0,"_oasis_original":0,"_oasis_task_priority":"","ep_exclude_from_search":false,"footnotes":""},"categories":[937],"tags":[],"dm-lies":[],"ccactu":[],"class_list":{"0":"post-68614","1":"post","2":"type-post","3":"status-publish","4":"format-standard","5":"has-post-thumbnail","7":"category-dalch"},"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v28.2 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>An dalc\u2019h war ar budjed evit 2021 berr-ha-berr &#183; R\u00e9gion Bretagne<\/title>\n<meta name=\"description\" content=\"&#183; Tra m\u2019emaomp c\u2019hoazh en ur blegenn diasur war an tachenno\u00f9 ekonomikel ha sokial ez eo bet aprouet ar 6vet budjed, hag an hini diwezha\u00f1 evit ar respetad, gant ar C\u2019huzul-rannvro. War greski\u00f1\" \/>\n<meta name=\"robots\" content=\"noindex,follow\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"en_US\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"An dalc\u2019h war ar budjed evit 2021 berr-ha-berr &#183; R\u00e9gion Bretagne\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"&#183; Tra m\u2019emaomp c\u2019hoazh en ur blegenn diasur war an tachenno\u00f9 ekonomikel ha sokial ez eo bet aprouet ar 6vet budjed, hag an hini diwezha\u00f1 evit ar respetad, gant ar C\u2019huzul-rannvro. War greski\u00f1\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"R\u00e9gion Bretagne\" \/>\n<meta property=\"article:publisher\" content=\"https:\/\/www.facebook.com\/regionbretagne.bzh\/\" \/>\n<meta property=\"article:published_time\" content=\"2021-01-14T16:28:17+00:00\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2024-06-26T08:27:30+00:00\" \/>\n<meta property=\"og:image\" content=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/SESSION-0801-012-1-700x394-1.jpg\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:width\" content=\"700\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:height\" content=\"394\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:type\" content=\"image\/jpeg\" \/>\n<meta name=\"author\" content=\"flenir\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:creator\" content=\"@regionbretagne\" \/>\n<meta name=\"twitter:site\" content=\"@regionbretagne\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Written by\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"flenir\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:label2\" content=\"Est. reading time\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data2\" content=\"7 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"Article\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\\\/#article\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\\\/\"},\"author\":{\"name\":\"flenir\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#\\\/schema\\\/person\\\/1b03887aed6cf2b5b3708b37c02bd40a\"},\"headline\":\"An dalc\u2019h war ar budjed evit 2021 berr-ha-berr\",\"datePublished\":\"2021-01-14T16:28:17+00:00\",\"dateModified\":\"2024-06-26T08:27:30+00:00\",\"mainEntityOfPage\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\\\/\"},\"wordCount\":1486,\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#organization\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\\\/#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/app\\\/uploads\\\/SESSION-0801-012-1-700x394-1.jpg\",\"articleSection\":[\"Dalc\u2019h\"],\"inLanguage\":\"bre-BZH\"},{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\\\/\",\"name\":\"An dalc\u2019h war ar budjed evit 2021 berr-ha-berr &#183; R\u00e9gion Bretagne\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#website\"},\"primaryImageOfPage\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\\\/#primaryimage\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\\\/#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/app\\\/uploads\\\/SESSION-0801-012-1-700x394-1.jpg\",\"datePublished\":\"2021-01-14T16:28:17+00:00\",\"dateModified\":\"2024-06-26T08:27:30+00:00\",\"description\":\"&#183; Tra m\u2019emaomp c\u2019hoazh en ur blegenn diasur war an tachenno\u00f9 ekonomikel ha sokial ez eo bet aprouet ar 6vet budjed, hag an hini diwezha\u00f1 evit ar respetad, gant ar C\u2019huzul-rannvro. War greski\u00f1\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"bre-BZH\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\\\/\"]}]},{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"bre-BZH\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\\\/#primaryimage\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/app\\\/uploads\\\/SESSION-0801-012-1-700x394-1.jpg\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/app\\\/uploads\\\/SESSION-0801-012-1-700x394-1.jpg\",\"width\":700,\"height\":394},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"An dalc\u2019h war ar budjed evit 2021 berr-ha-berr\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/\",\"name\":\"R\u00e9gion Bretagne\",\"description\":\"La r\u00e9gion \u00e0 vos c\u00f4t\u00e9s\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"bre-BZH\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#organization\",\"name\":\"R\u00e9gion Bretagne\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"bre-BZH\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/app\\\/uploads\\\/logo-crb-1.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/app\\\/uploads\\\/logo-crb-1.png\",\"width\":51,\"height\":51,\"caption\":\"R\u00e9gion Bretagne\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"},\"sameAs\":[\"https:\\\/\\\/www.facebook.com\\\/regionbretagne.bzh\\\/\",\"https:\\\/\\\/x.com\\\/regionbretagne\",\"https:\\\/\\\/www.instagram.com\\\/region.bretagne\\\/\",\"https:\\\/\\\/www.linkedin.com\\\/company\\\/region-bretagne\\\/\",\"https:\\\/\\\/www.youtube.com\\\/@Region-Bretagne\",\"https:\\\/\\\/fr.wikipedia.org\\\/wiki\\\/Conseil_r\u00e9gional_de_Bretagne\",\"https:\\\/\\\/bsky.app\\\/profile\\\/regionbretagne.bsky.social\"]},{\"@type\":\"Person\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#\\\/schema\\\/person\\\/1b03887aed6cf2b5b3708b37c02bd40a\",\"name\":\"flenir\"}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"An dalc\u2019h war ar budjed evit 2021 berr-ha-berr &#183; R\u00e9gion Bretagne","description":"&#183; Tra m\u2019emaomp c\u2019hoazh en ur blegenn diasur war an tachenno\u00f9 ekonomikel ha sokial ez eo bet aprouet ar 6vet budjed, hag an hini diwezha\u00f1 evit ar respetad, gant ar C\u2019huzul-rannvro. War greski\u00f1","robots":{"index,follow":"noindex,follow"},"canonical":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/","og_locale":"en_US","og_type":"article","og_title":"An dalc\u2019h war ar budjed evit 2021 berr-ha-berr &#183; R\u00e9gion Bretagne","og_description":"&#183; Tra m\u2019emaomp c\u2019hoazh en ur blegenn diasur war an tachenno\u00f9 ekonomikel ha sokial ez eo bet aprouet ar 6vet budjed, hag an hini diwezha\u00f1 evit ar respetad, gant ar C\u2019huzul-rannvro. War greski\u00f1","og_url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/","og_site_name":"R\u00e9gion Bretagne","article_publisher":"https:\/\/www.facebook.com\/regionbretagne.bzh\/","article_published_time":"2021-01-14T16:28:17+00:00","article_modified_time":"2024-06-26T08:27:30+00:00","og_image":[{"width":700,"height":394,"url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/SESSION-0801-012-1-700x394-1.jpg","type":"image\/jpeg"}],"author":"flenir","twitter_card":"summary_large_image","twitter_creator":"@regionbretagne","twitter_site":"@regionbretagne","twitter_misc":{"Written by":"flenir","Est. reading time":"7 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"Article","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/#article","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/"},"author":{"name":"flenir","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/person\/1b03887aed6cf2b5b3708b37c02bd40a"},"headline":"An dalc\u2019h war ar budjed evit 2021 berr-ha-berr","datePublished":"2021-01-14T16:28:17+00:00","dateModified":"2024-06-26T08:27:30+00:00","mainEntityOfPage":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/"},"wordCount":1486,"publisher":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#organization"},"image":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/#primaryimage"},"thumbnailUrl":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/SESSION-0801-012-1-700x394-1.jpg","articleSection":["Dalc\u2019h"],"inLanguage":"bre-BZH"},{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/","name":"An dalc\u2019h war ar budjed evit 2021 berr-ha-berr &#183; R\u00e9gion Bretagne","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#website"},"primaryImageOfPage":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/#primaryimage"},"image":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/#primaryimage"},"thumbnailUrl":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/SESSION-0801-012-1-700x394-1.jpg","datePublished":"2021-01-14T16:28:17+00:00","dateModified":"2024-06-26T08:27:30+00:00","description":"&#183; Tra m\u2019emaomp c\u2019hoazh en ur blegenn diasur war an tachenno\u00f9 ekonomikel ha sokial ez eo bet aprouet ar 6vet budjed, hag an hini diwezha\u00f1 evit ar respetad, gant ar C\u2019huzul-rannvro. War greski\u00f1","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/#breadcrumb"},"inLanguage":"bre-BZH","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/"]}]},{"@type":"ImageObject","inLanguage":"bre-BZH","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/#primaryimage","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/SESSION-0801-012-1-700x394-1.jpg","contentUrl":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/SESSION-0801-012-1-700x394-1.jpg","width":700,"height":394},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/la-session-sur-le-budget-2021-en-bref\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"An dalc\u2019h war ar budjed evit 2021 berr-ha-berr"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#website","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/","name":"R\u00e9gion Bretagne","description":"La r\u00e9gion \u00e0 vos c\u00f4t\u00e9s","publisher":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"bre-BZH"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#organization","name":"R\u00e9gion Bretagne","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"bre-BZH","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/logo-crb-1.png","contentUrl":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/logo-crb-1.png","width":51,"height":51,"caption":"R\u00e9gion Bretagne"},"image":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/logo\/image\/"},"sameAs":["https:\/\/www.facebook.com\/regionbretagne.bzh\/","https:\/\/x.com\/regionbretagne","https:\/\/www.instagram.com\/region.bretagne\/","https:\/\/www.linkedin.com\/company\/region-bretagne\/","https:\/\/www.youtube.com\/@Region-Bretagne","https:\/\/fr.wikipedia.org\/wiki\/Conseil_r\u00e9gional_de_Bretagne","https:\/\/bsky.app\/profile\/regionbretagne.bsky.social"]},{"@type":"Person","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/person\/1b03887aed6cf2b5b3708b37c02bd40a","name":"flenir"}]}},"amp_enabled":true,"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/68614","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/users\/20"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=68614"}],"version-history":[{"count":2,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/68614\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":148287,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/68614\/revisions\/148287"}],"wp:featuredmedia":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/media\/91332"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=68614"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/categories?post=68614"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/tags?post=68614"},{"taxonomy":"dm-lies","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/dm-lies?post=68614"},{"taxonomy":"ccactu","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/ccactu?post=68614"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}